Skip to content
Degemer » Lennadennoù ar Sul

Lennadennoù ar Sul

📅 D'ar Sul 28 a viz Gwengolo 2025

26vet sul war ar bloaz🟢 Gwer

📜 Lennadenn gentañ

Lennadenn eus diougan Amos (Amo 6, 1a.4-7)

📖 Gwelet e-barzh ar Bibl

Setu lavar an Aotrou hollc'halloudek :
Gwa ar re a zo didrabas e Sion,
ar re a zo en surentez war venez Samaria.
Gourvezet war gweleoù olifant, labaskennet war o divanoù,
e tebront an oaned tennet eus an tropell
hag al leueoù dibabet er c'hraoù ;
Kanañ forzh a reont ouzh son an delenn ;
evel David ec'h ijinont binvioù sonerezh ;
Evañ a reont gwin e kopoù ledan.
En em eouliañ gant ar porfumoù gwellañ,
met n'o deus anken ebet gant gwall-reuz Jozef !
Setu perak e vint harluet bremañ, ar re gentañ eus an harluidi
hag e paouezo mezvadeg an orgederien.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn

🎶 Salm

Salm 146 Salm 146 (145), 6c.7, 8.9a, 9bc-10

📖 Levr ar salmoù : Salm 146

D : O va ene, meul an Aotrou !
Pe : Allelouia


An Aotrou a zalc'h d'e c'her da virviken,
reiñ a ra o gwir d'ar re wasket,
an Aotrou a ro bara d'ar re naoniek.
a dorr o chadennoù d'ar brizonidi.
An Aotrou a zigor daoulagad an dalled,
an Aotrou a zigromm an dud daoubleget,
an Aotrou a gar an dud reizh.
An Aotrou a ziwall ar veajourien.

Eñ a sikour an emzivad hag an intañvez
met diroudañ a ra mennadoù an dud fall.
An Aotrou a ren, roue da virviken,
da Zoue, o Sion, a rummad da rummad !

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn

📜 Eil lennadenn

Lennadenn eus lizher kentañ an Abostol Paol da Dimoteoz (1Tz Tm 6, 11-16)

📖 Gwelet e-barzh ar Bibl

Mir ar gourc'hemenn betek donedigezh an Aotrou.

Met te, o den Doue, diwall diouzh kement-se, klask ar reizhded,
an doujañs-Doue, ar feiz, ar garantez, ar basianted, an douster.
Kas en-dro emgann santel ar feiz ; gounez ar vuhez peurbadel ez out galvet dezhi,
hag ec'h eus graet eviti an diskleriadur kaer-se eus da feiz dirak kalz a destoù.
Goulenn a ran diganit dirak Doue a ro buhez d’an holl draoù,
ha dirak ar C'hrist Jezuz en deus diskleriet dirak Poñs-Pilat e desteni ken kaer,
mir ar gourc'hemennoù-se, dinamm ha didamall,
betek Emziskleriadur hon Aotrou Jezuz Krist.
Rak diskouezet e vo en amzer merket gant an Hini 'zo eürus ha mestr nemetañ,
Roue ar Rouaned, Aotrou an Aotrounez,
an hini 'zo divarvel nemetañ, o chom en ur sklêrijenn en tu-hont d’hor selloù,
an hini n’eo ket bet gwelet gant den ha ne c'hell den e welout.
Dezhañ an enor hag ar galloud da holl viken. Amen.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn

✝️ Aviel

Pennad eus an Aviel santel hervez sant Lukaz (Lk 16, 19-31)

📖 Gwelet e-barzh ar Bibl

Resevet ec'h eus ar madoù ha Lazar an drougoù, bremañ ez eo frealzet ha te kastizet.

En amzer-se, e lavare Jezuz d'e ziskibien :
« Un den pinvidik a oa a veze gwisket gant mezher mouk ha lin moan
hag a rene bemdez fest ha c'hoari kaer.
Hag ur paour a oa, Lazar e anv,
a veze gourvezet ouzh toull e borched, goloet-holl a c'houlioù.
Karet en dije terriñ e naon gant ar pezh a gouezhe
diwar daol an den pinvidik.
Hag ar chas zoken a zeue da lipat dezhañ e c'houlioù.
Hag e c'hoarvezas d’ar paour mervel
ha bezañ douget gant an Aeled en askre Abraham.
Ar pinvidik a varvas ivez hag a voe lakaet er bez.
Hag o vezañ e bro ar marv,
e savas e zaoulagad eus a-greiz e boanioù
hag e welas Abraham a-ziabell ha Lazar en e askre.
Hag eñ da grial :
'' Tad Abraham, az pez truez ouzhin ha kas Lazar ma soubo penn e viz en dour
da zistanañ din va zeod, rak poanioù a ziwaskan en tan-flamm-mañ ! ''
'' Va bugel, a respontas Abraham,
az pez soñj ec'h eus bet da eurvad e-pad da vuhez,
Lazar avat ar gwalleur, met bremañ ez eo frealzet amañ ha te a zo o c'houzañv poan.
Hag ouzhpenn-se, etrezoc'h-c'hwi ha ni ez eus bet startaet un islonk bras,
en doare ma ne c'hell ket ar re a garfe,
tremen ac'halenn betek ennoc'h, na kennebeut all treuziñ alese betek ennomp. ''
'' Neuze, Tad, eme ar pinvidig, da bediñ a ran d’e gas da di va zad,
rak pemp breur am eus, ma tougo testeni dezho evit ma ne zeuint ket,
int ivez, d’al lec'h-mañ a boanioù ! ''
Met Abraham a respontas :
'' Bez’ o deus Moizez hag ar Brofeded : dezho d’o selaou ! ''
'' Nann, Tad Abraham, eme ar pinvidig,
met ma vije unan bennak a-douez ar re varv a yafe d’o c'haout, e rafent pinijenn. ''
Abraham avat a respontas dezhañ :
'' Pa ne selaouont na Moizez nag ar Brofeded,
ha goude ma savfe unan bennak a-douez ar re varv,
ne vefent ket lakaet da grediñ. ''»

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn


🎙️ Selaou Aviel an deiz

🎙 Selaou an abadenn war RCF

📅 D'ar Sul 28 a viz Gwengolo 2025
Hébergé par Audiomeans. Visitez audiomeans.fr/politique-de-confidentialite pour plus d\'informations.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn