Lennadennoù ar Sul - 18/01/2026
📅 D'ar Sul 18 a viz Genver 2026
📜 Lennadenn gentañ
Lennadenn eus levr Izaia (Iz 49, 3.5-6)
Da lakaat a rin da sklêrijenn ar broadoù, evit bezañ va silvidigezh.
Lavaret en deus an Aotrou din :
« Va servijer out-te, Israel, ennout-te em bo va gloar. »
Leun a briz e oan da sell an Aotrou,
Ha va nerzh din-me a oa va Doue.
Ha bremañ emañ an Aotrou o komz ouzhin,
Eñ va furmer a-dal an askre ma vin e servijer,
Evit ma tegasin Yakob d'e gaout en-dro,
Ma vodin Israel da zistreiñ a-nevez outañ.
Ha lavarout a ra : Re nebeut evidout a vefe bezañ va servijer
Evit adsevel meuriadoù Yakob ha degas en-dro d'ar gêr restad Israel ;
Me a fell din da lakaat da sklêrijenn evit ar broadoù
Ma tizho va silvidigezh betek pennoù pellañ an douar.
🎶 Salm
(Sa 40 (39), 2 ha 4ab. 7-8a. 8b-9. 10)
D : Setu ma teuan, Aotrou, evit ober ho polontez !
Esperet, esperet em eus en Aotrou,
ha stouet en deus war-zu ennon.
Lakaet en deus em genou ur ganaouenn nevez,
ur veuleudi d'hon Doue.
Na sakrifis na profadenn n’o deus plijet deoc’h-c’hwi,
met digoret hoc’h eus din va divskouarn.
Ne c’houlennit na loskaberzh na lazhadenn,
neuze em eus lavaret : « Setu-me amañ. »
Evel m'eo bet skrivet e rolled al levr diwar va fenn,
evit ober ho polontez.
O va Doue, va holl dudi eo ho lezenn,
e-kreiz donañ va c'halon.
Embannet em eus ho reizhder hag ho silvidigezh
e-kreiz ar vodadeg vras ;
nann, n'em eus ket serret va muzelloù,
ha C'hwi en goar ervat, Aotrou.
📜 Eil lennadenn
Lennadenn eus lizher kentañ an Abostol sant Paol d'ar Gorintiz (1Go 1, 1-3)
Gras deoc'h-C'hwi ha peoc'h digant Doue an Tad ha digant an Aotrou Jezuz.
Paol, galvet da abostol ar C’hrist Jezuz, dre ziviz youl Doue, ha Sostenes hor breur,
da Iliz Doue a zo e Korintoz :
deoc’h-c’hwi bet santelaet er C’hrist Jezuz ha galvet da vezañ sent,
a-gevret gant ar re holl,
e pelec’h bennak e vefent,
a bed anv hon Aotrou Jezuz Krist,
o Aotrou dezho ha deomp-ni,
gras deoc'h ha peoc'h digant hon Tad ha digant an Aotrou Jezuz-Krist.
✝️ Aviel
Pennad eus an Aviel santel hervez sant Yann (Yn 1, 29-34)
Setu Oan Doue, an hini a zilam pec'hed ar bed.
Allelouia ! Allelouia ! (Yn 1, 14a. 12a)
Ar Gomz a zo en em c'hraet den, ha deuet eo da chom en hon touez.
Drezañ e teuy da vezañ bugale da Zoue ar re holl a ro degemer dezhañ.
Allelouia !
En deiz war-lerc'h, Yann a welas Jezuz o tont d’e gaout, hag a lavaras :
« Setu Oan Doue, an hini a zilam pec'hed ar bed.
Hemañ eo an hini e lavaren diwar e benn :
war va lerc'h e teu un den hag a zo tremenet dirazon
dre ma 'z edo araozon o vezañ.
Ha me ne anavezen ket anezhañ,
met evit ma vo diskouezet da Israel,
evit se on deuet-me da vadeziñ en dour. »
Yann a zougas c'hoazh an testeni-mañ :
« Gwelet em eus ar Spered o tiskenn eus an neñv
evel ur goulm, hag o chom warnañ.
Ha me n’anavezen ket anezhañ,
met an hini en deus va c'haset da vadeziñ en dour,
hennezh en deus lavaret din :
''An hini a weli ar Spered o tiskenn hag o chom warnañ,
hennezh eo a vadez er Spered Santel.''
Ha gwelet em eus-me, ha testeniañ a ran eo hemañ Mab Doue. »

