Skip to content
Degemer » Lennadennoù ar Sul

Lennadennoù ar Sul

📅 D'ar Sul 21 a viz Mezheven 2026

12vet sul war ar bloaz🟢 Gwer

📜 Lennadenn gentañ

Lennadenn eus levr Jeremias (Lje 20, 10-13)

📖 Gwelet e-barzh ar Bibl

Tennet en deus buhez ar paour a dre daouarn an dud drouk.

Lavarout a reas Jeremias :
Klevout a raen komzoù drouk an engroez :
« Ur spouron a bep tu ! Diskuilhit-eñ hag e ziskuilhañ a raimp ! »
Kement a oa eus va mignoned o c'hedal va lamm :
« Marteze en em lezo da vezañ desevet hag e vimp trec'h dezhañ,
hag e tennimp veñjañs anezhañ. »
Met an Aotrou a zo ganin evel un haroz galloudus,
setu perak e streboto va heskinerien, e lec'h trec'hiñ warnon.
Mezh-ruz e vo ganto, o vezañ chomet hep ober berzh,
mezhekadur peurbadel, na vo ket ankounac’haet !
Met te, Aotrou an armeoù, te hag a sont an den reizh,
hag a wel al lounezhi hag ar galon,
gra ma welin da veñjañs warno !
Rak etre da zaouarn em eus lakaet va breud.
Kanit d'an Aotrou, meulit an Aotrou,
rak dieubet en deus ene ar reuzeudig diouzh dorn an drougoberourien.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn

🎶 Salm

Salm 69 Salm 69 (68), 8-10, 14 ha 17, 33-35

📖 Levr ar salmoù : Salm 69

D : En ho madelezh divent, va selaouit Aotrou !

Mar d-on dismegañset ez eo en abeg deoc'h,
mar klasker va goleiñ a vezhegezh ;
mar d-on un estren evit va breudeur,
un diavaeziad evit mibien va mamm.
Rak debret on gant ar gred evit ho ti,
ha kunujennoù ar re ho kunujenn a gouezh neuze warnon.

Va fedenn avat a sav davedoc'h, Aotrou,
en amzer an drugarez, o Doue.
En ho madelezh divent, va selaouit,
e gwirionez ho silvidigezh.
Aotrou, selaouit ouzhin e madelezh ho kras ;
en ho trugarez divent en em droit war-zu ennon.

Gwelit, tud vihan, hag ho pet levenez,
C'hwi, klaskerien Doue, ra vevo a-nevez ho kalonoù,
rak an Aotrou a selaou ar beorien,
ne zilez ket e brizonidi.
Ra youc'ho dezhañ an neñv hag an douar,
ar morioù ha kement a fiñv enno.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn

📜 Eil lennadenn

Lennadenn eus lizher an Abostol sant Paol d'ar Romaned (ro 5, 12-15)

📖 Gwelet e-barzh ar Bibl

Ne c'hoarvez ket gant donezon ar c'hras evel gant ar gwall.

Va breudeur, evel ma 'z eo dre un den ez eo antreet ar pec'hed er bed,
ha dre ar pec'hed ar marv, evel-se ivez ez eo tremenet ar marv d’an holl dud,
en doare m’o deus an holl pec'het diwar-se.
Rak betek al Lezenn ez eus bet pec'hed er bed ;
ha daoust na c'hell ket ur pec'hed bezañ tamallet pa n’eus ket a Lezenn,
koulskoude adal Adam betek Moizez, en deus renet ar Marv,
zoken war ar re n’o deus ket pec'het gant un disentidigezh hañval ouzh hini Adam,
eñ ar skeudenn eus an hini a zlee dont.
Met ne c'hoarvez ket gant donezon ar c'hras evel gant ar gwall.
Rak mar d-eo dre wall unan hepken ez eo marv an holl, kentoc'h a se ivez,
gras Doue hag an donezon roet a drugarez d’un den hepken, Jezuz-Krist,
a zo en em ledet war an holl.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn

✝️ Aviel

Pennad eus an Aviel santel hervez sant Mazhev (Mz 10, 26-33)

📖 Gwelet e-barzh ar Bibl

N’ho pet ket aon rak ar re a c'hell lazhañ ho korf.

Allelouia ! Allelouia ! (Kv. Yn 15, 26b. 27a)
Ar Spered a wirionez a ro testeni en ho kalonoù ;
c'hwi ivez, roit testeni dirak an dud.
Allelouia !

Jezuz a lavare d'an daouzek Abostol : N’ho pet ket aon eta rak ar re-se ;
rak n’eus netra goloet na vo ket dizoloet, netra kuzhet na vo ket gouezet.
Ar pezh a lavaran deoc'h en deñvalijenn, en lavarit er sklêrijenn ;
ar pezh a glevit e pleg ho skouarn, en embannit war leur an toennoù.
N’ho pet ket aon rak ar re a c'hell lazhañ ho korf,
met n’hellont ket lazhañ an ene ;
ho pet aon kentoc'h rak an Hini a c'hell koll er gehenn ar c'horf hag an ene.
Daoust ha daou c'holvan ne vezont ket gwerzhet ur gwenneg ?
Ha n’eus hini anezho koulskoude a gouezhfe war an douar hep aotre ho Tad.
Evidoc'h avat, blev ho penn zoken a zo bet kontet holl.
N’ho pet ket aon eta ; talvezout a rit-c'hwi muioc'h eget ur bern golveni.
« Kement hini eta en devo va anzavet dirak an dud,
a vo anzavet ivez ganin dirak va Zad a zo en Neñvoù.
Met an neb am dianzavo dirak an dud,
a vo dianzavet ivez ganin dirak va Zad a zo en Neñvoù. »

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn