Lennadennoù ar Sul - 15/11/2026
📅 D'ar Sul 15 a viz Du 2026
📜 Lennadenn gentañ
Lennadenn eus levr ar C’hrennlavarioù (Kr 31, 10-13. 19-20. 30-31)
Plijout a ra dezhi labourat gant he daouarn.
Ur wreg kalonek, piv he c'havo ?
He friz a zo dreist da hini ar perlez.
Enni en em fiz kalon he fried,
Ha ganti n'eo ket ar gounid a vanko dezhañ.
Hi a ra e eurvad, ha n'eo ket e walleur
A-hed holl deizioù e vuhez.
Klask a ra kaout gloan ha lin
Evit o labourat gant daouarn mibin.
Lakaat a ra he dorn er gegel hag he bizied a grog er werzhid.
Digeriñ a ra he boz d'an ezhommeg,
Hag astenn he divrec'h d'ar reuzeudig.
Touellus eo koantiri ha dibad eo braventez,
Ar vaouez a zoujañs Doue, honnezh a zo da veuliñ.
Roit enor dezhi evit frouezh he labour,
Ha dirak dorioù-kêr, he oberoù a zegaso dezhi meuleudi.
🎶 Salm
(Sa 128 (127), 1-2. 3. 4-5)
D : Eürus ar re a zouj an Aotrou.
Eürus out-te a zouj an Aotrou,
a gerzh en e hentoù.
Diwar frouezh da labour en em vagi,
eürus, en aezamant.
Da wreg evel ur winienn frouezhus
e diabarzh da di ;
da vibien evel plant yaouank olivez
en-dro d'az taol.
Setu penaos e vo benniget an den
hag a zouj an Aotrou.
An Aotrou d'az pennigo eus Sion,
ra weli eurvad Jeruzalem holl deizioù da vuhez.
📜 Eil lennadenn
Lennadenn eus lizher kentañ an Abostol sant Paol da Desalonikiz (1Te 5, 1-6)
Arabat da zeiz an Aotrou ho soupren evel ul laer.
Evit ar mare hag ar c'houlz, n’hoc'h eus ket ezhomm, breudeur,
e vefe skrivet deoc'h diwar o fenn.
C’hwi hoc'h-unan a oar mat penaos
e teuio Deiz an Aotrou evel ul laer en noz.
Pa lavaro an dud : Peoc'h ha surentez !
eo neuze e kouezho a-daol-trumm an dismantr warno,
evel gwentloù ar gwilioud gant ur wreg dougerez,
ha n’hellint ket tec'hout dioutañ.
Met c'hwi, breudeur, n’emaoc'h ket en deñvalijenn
en doare ma teufe an deiz-se da gouezhañ warnoc'h evel ul laer ;
c'hwi holl, bugale ar sklêrijenn ez oc'h ha bugale an deiz ;
n’omp ket eus an noz nag eus an deñvalijenn.
Neuze 'ta arabat deomp en em reiñ d’ar c'housked,
evel ar re all ; hogen chomomp dihun ha dilontek.
✝️ Aviel
Pennad eus an Aviel santel hervez sant Mazhev (Mz 25, 14-30)
Feal out bet war nebeut a dra, deus e-barzh levenez da aotrou.
Allelouia ! Allelouia ! (Yn 15, 4a. 5b)
Chomit ennon evel ma choman me ennoc'h, eme an Aotrou.
An neb a chom ennon, hennezh a zoug kalz a frouezh.
Allelouia !
En amzer-se e komze Jezuz d'e ziskibien eus e zistro,
hag e lavaras dezho ar barabolenn-mañ :
« Rak heñvel eo an traoù ouzh un den o vont kuit d’an estrenvro,
a c'halvas e servijerien hag a fizias enno e vadoù.
Da unan e roas pemp talant, da un all daou, da un all unan,
da bep hini hervez e ampartiz, hag ez eas kuit da bell vro.
Raktal ez eas war-raok an hini en devoa resevet pemp talant,
o lakaat a reas da dalvezout ha ganto e c'hounezas pemp all.
En hevelep doare, an hini en devoa resevet daou dalant
a c'hounezas daou all ganto.
Met an hini resevet gantañ un talant hepken,
a yeas d’ober un toull en douar da guzhat ennañ arc'hant e vestr.
Pell amzer goude e teu en-dro mestr ar servijerien ; hag eñ da sevel kont ganto.
Tostaat a ra an hini en devoa resevet pemp talant
ha kinnig a ra dezhañ pemp talant all en ur lavarout :
Mestr, pemp talant az poa roet din, setu amañ pemp all am eus gounezet.
« Mat eo, servijer mat ha feal », eme dezhañ e vestr,
« peogwir out bet feal e nebeut a dra,
da lakaat a ran war galz ; kae e-barzh levenez da vestr. »
Dont a reas d’e dro an hini en devoa bet daou dalant, a lavaras ivez
Mestr, daou dalant az poa roet din, setu amañ daou all bet gounezet ganin.
« Mat eo, servijer mat ha feal », eme dezhañ e vestr,
« peogwir out bet feal e nebeut a dra,
da lakaat a rin war galz : kae e-barzh levenez da vestr. »
Hogen o tostaat ivez d’e dro, an hini n’en devoa bet nemet un talant a lavaras :
« Mestr, gouzout a raen ez out un den diaes,
e vedez lec'h n’ec'h eus ket hadet,
e tastumez lec'h n’ec'h eus ket strewet.
Aon am eus bet, hag ez on aet da guzhat da dalant en douar ;
setu eñ, gantañ ec'h eus da beadra. »
Hogen e vestr a respontas dezhañ : « Servijer fall ha lezirek !
Gouzout a raes e vedan lec'h ne 'm eus ket hadet
hag e tastuman lec'h ne 'm eus ket strewet.
Dleet e oa dit neuze kas va arc'hant d’an ti-bank,
ha me d’am distro em bije adkavet va feadra gant leve diwarnañ.
Tennit eta digantañ an talant-se, hag e roit d’an hini en deus dek.
Rak d’an hini en deus e vo roet dezhañ, hag e-leizh en devo,
met digant an hini n’en deus ket e vo lamet zoken ar pezh en deus.
Hag ar servijer didalvoud-se, stlapit-eñ er-maez en deñvalijenn :
eno e vezo ar gouelvan hag ar skrignadeg-dent. »
pe, al lennadenn verr
(Mz 25, 14-15. 19-21)