Lennadennoù ar Sul - 06/12/2026
📅 D'ar Sul 6 a viz Kerzu 2026
📜 Lennadenn gentañ
Lennadenn eus levr Izaias (Iz 40, 1-5. 9-11)
Kempennit hent an Aotrou.
Roit frealz, roit frealz d'am fobl, eme ho Toue.
Komzit ouzh kalon Jeruzalem ha youc'hit dezhi
Ez eo echu he sklavelezh,
Ez eo dic'haouet he fec'hed,
Hag he deus bet digant dorn an Aotrou
Daou gemend-all evit he mankoù.
Ur vouezh a youc’h : «Kempennit er gouelec'h un hent evit an Aotrou.
Plaenait er stepenn ur chaoser evit hon Doue.
Pep traonienn da vezo uhelaet,
Pep menez ha torgenn da vezo izelaet,
An tarrozioù da vezo plaenennoù !
Hag ar rec'hell serzh kompezennoù !
Neuze en em ziskulio gloar an Aotrou,
Hag an holl grouadurioù he gwelo gwitibunan,
Rak genoù an Aotrou en deus komzet.
Pign war ur menez uhel,
Te, kannad laouen evit Sion, laka da vouezh da sevel gant nerzh,
Te, kannad laouen evit Jeruzalem, laka-hi da sevel hep aon ;
Lavar da gêrioù Juda : Setu ho Toue !
Setu an Aotrou Doue o tont gant nerzh
Da vestroniañ pep tra gant e vrec'h.
Setu m'emañ gantañ frouezh e drec'h,
Dont a ra gantañ gopr e zic'haou.
’Vel ur pastor e reno e dropell,
E tastumo an oaned gant e zivrec'h,
En o zougo war e galon,
Hag e soursio ouzh ar mammoù-dañvadezed.
🎶 Salm
(Sa 85 (84), 9ab-10. 11-12. 13-14)
D : Diskouezit deomp, Aotrou, ho trugarez,
ha roit deomp ho silvidigezh.
Me a fell din selaou lavaroù an Aotrou,
a dra sur eo komzoù a beoc'h a lavaro evit e bobl, evit e dud feal.
Ya, tost eo e silvidigezh d'ar re o deus doujañs outañ,
setu ma teu ar c'hloar da chom war an douar.
Gras ha fealded a ya d'en em gaout an eil gant eben,
reizhder ha peoc'h en em vriata.
Ar fealded a ziwano eus an douar,
hag ar reizhder a stouo eus an Neñvoù.
An Aotrou a skuilho e vennozh,
hag an douar a daolo e frouezh.
Dirazañ e kerzho ar reizhder,
hag ar peoc'h da-heul e gammedoù.
📜 Eil lennadenn
Lennadenn eus eil lizher Sant Pêr (2Pe 3, 8-14)
Gortoz a reomp an Neñvoù nevez hag un douar nevez.
Breudeur, un dra a zo koulskoude, va re garet, a zleit anavezout :
penaos un devezh, dirak an Aotrou, a zo evel mil bloavezh,
ha mil bloavezh evel un devezh.
Nann, an Aotrou ne zale ket da gas da wir ar pezh en deus prometet,
daoust d’ar pezh a soñj hiniennoù,
met en em ren a ra gant pasianted en ho keñver-C'hwi,
dre ma fell dezhañ ned afe da goll den ebet, met e trofe an holl d’ober pinijenn.
Deiz an Aotrou a zeuio evel ul laer ;
hag en deiz-se en em zispenno an Neñvoù gant strak bras,
an elfennoù entanet a vo teuzet, an douar a vo pulluc'het
gant an holl labourioù a zo warnañ.
O vezañ ma tle bezañ diskaret an holl draoù,
na pegen bras ne zlefe ket bezañ santelezh ho puhez hag ho pedennoù,
o c'hortoz hag o hastañ donedigezh Deiz Doue,
ma tle ennañ an Neñvoù entanet en em zispenn
hag an elfennoù teuziñ, tanflammet.
Rak hervez e bromesa, e c'hortozomp Neñvoù nevez hag un douar nevez,
lec'h ma vo ar reizhder o chom.
War c'hed eus an traoù-se, va re garet,
strivit gwellañ ma c'hellot da vezañ kavet gantañ dinamm ha didamall, er peoc'h.
✝️ Aviel
Pennad eus an Aviel santel hervez Mark (Mk 1, 1-8)
Kompezit hentoù an Aotrou.
Allelouia ! Allelouia ! (Lk 3. 4. 6)
Kempennit hent an Aotrou ; kompezit e wenodennoù.
Hag e welo pep krouadur silvidigezh Doue.
Allelouia !
Deroù keloù mat Jezuz Krist, Mab Doue.
Hervez ma 'z eo skrivet en diouganer Izaias :
« Setu ma kasan va c'hannad dirazout da aozañ dit an hent ;
ur vouezh o hopal er gouelec'h :
Kempennit hent an Aotrou, kompezit e wenodennoù »,
evel-se en em ziskouezas Yann ar Badezour, er gouelec'h,
oc'h embann ur vadeziant a geuzidigezh evit pardon ar pec'hedoù.
Hag e teue davetañ holl vro Judea hag holl dud Jeruzalem ;
ha badezet e vezent gantañ e dour ar stêr Jordan en ur anzav o fec'hedoù.
Gwisket e oa Yann gant blev kañval,
ha gant ur gwiskamant-lêr en-dro d’e zargreiz,
ha debriñ a rae kilheien-raden ha mel gouez.
Embann a rae kement-mañ :
« Dont a ra war va lerc'h an hini a zo kreñvoc'h egedon ;
ha ned on ket dellezek da stouiñ da ziskoulmañ korreenn e sandalennoù.
Me am eus ho padezet en dour,
eñ avat ho padezo er Spered Santel. »

