Lennadennoù ar Sul - 13/12/2026
📅 D'ar Sul 13 a viz Kerzu 2026
📜 Lennadenn gentañ
Lennadenn eus levr Izaias (Iz 61, 1-2a. 10-11)
En em laouenaat a rin en Aotrou.
Spered an Aotrou Doue a zo warnon,
Rak an Aotrou en deus va sakret gant an eoul ;
Va c'haset en deus evit kemenn ar c'heloù mat d'an dud izel,
Evit louzaouiñ ar c'halonoù brevet,
Evit embann ar frankiz d'ar re doullbac'het
Ha d'ar brizonidi o distro d'ar sklêrijenn ;
Evit embann ur bloavezh a c'hras a-berzh an Aotrou.
Tridal a joa a ran en Aotrou, ha va ene a gav levenez e Doue.
Rak va gwisket en deus gant dilhad ar silvidigezh
ha va goloet gant mantell ar reizhder, evel ma kempenn an ozhac’h yaouank e gurunenn war e benn,
hag ar plac’h nevez he bragerizoù d’en em ginklañ.
Rak evel ma laka an douar e had da ziwanañ,
evel ma laka al liorzh he greun da eginañ,
evel-se Doue an Aotrou a lakay ar Reizhder da gellidañ hag ar veuleudi da barañ dirak an holl bobloù.
🎶 Salm
Kantik (Lk 1, 46b-48. 49-50. 53-54)
D : Va spered a gav e levenez e Doue, va Salver.
Va ene a gan braster an Aotrou.
Ha va spered a gav e levenez e Doue, va Salver,
dre m’en deus sellet ouzh izelded e vatezh,
Setu a-vremañ, ma vin anvet eürus gant an holl rummadoù.
An Hollc'halloudek en deus graet evidon traoù burzhudus,
an hini a zo santel e anv.
Hag e drugarez en em astenn a rummad da rummad
war gement hini en deus doujañs outañ.
Ar re naoniek en deus karget a vadoù,
ar re binvidik en deus kaset kuit hep netra.
Kemeret en deus etre e zivrec'h Israel, e vugel,
evit kaout soñj eus e druez.
📜 Eil lennadenn
Lennadenn eus lizher kentañ an Abostol sant Paol d'an Desalonikiz (1Te 5, 16-24)
Mirit ho spered, hag hoc'h ene, hag ho korf evit donedigezh an Aotrou.
Va breudeur, bezit laouen bepred.
Hep ehan en em roit d’ar bedenn.
E pep degouezh, dougit bennozh ha trugarez da Zoue,
rak honnezh eo youl Doue en ho keñver, er C'hrist Jezuz.
Na vougit ket ar spered.
Na rit ket fae war an diouganoù.
Hogen arnodit pep tra ; hag ar pezh a zo mat, mirit anezhañ .
En em ziwallit diouzh pep droug.
Doue ar peoc'h e-unan d’ho santelaat e kement a zo ac'hanoc'h ;
ho spered, hoc'h ene hag ho korf, da vezañ miret didamall,
a-benn Donedigezh hon Aotrou Jezuz Krist !
Feal eo an Hini ho kalv ; eñ an hini a raio kement-se.
✝️ Aviel
Pennad eus an Aviel santel hervez sant Yann (Yn 1, 6-8. 19- 28)
En ho touez ez eus unan n’anavezit ket.
Allelouia ! Allelouia ! (Iz. 61, 1 (Lk 4, 18))
Spered an Aotrou Doue a zo warnon ;
Va c'haset en deus evit kemenn ar c'heloù mat d'ar beorien.
Allelouia !
En amzer-se e voe un den kaset gant Doue, Yann e anv.
Hemañ a zeuas evit un testeni, evit bezañ test d’ar sklêrijenn,
evit ma kredje an holl drezañ.
N’eo ket eñ a oa ar sklêrijenn,
met dont a rae evit reiñ testeni d’ar sklêrijenn.
Hag hemañ eo testeni Yann, bet diskleriet gantañ pa gasas dezhañ ar Juzevien
beleien ha levited eus Jeruzalem d’ober outañ ar goulenn-mañ : « Piv out-te ? »
Diskleriañ a reas ha ne nac'has ket, diskleriañ a reas : « Me n’on ket ar C'hrist. »
Neuze e c'houlennjont outañ : « Petra 'ta ? Elias out-te ? »
« N’on ket », emezañ.
- « Ar profed out-te ? » Hag e respontas : « N’on ket. »
Neuze e lavarjont dezhañ « Piv out-te ?
Evit ma c'hellimp reiñ respont d’ar re o deus hor c'haset ;
petra 'lavarez diwar da benn da-unan ? »
Hag eñ da respont : « Me eo ar vouezh a gri er gouelec'h :
Kompezit hent an Aotrou, evel m’en deus lavaret Izaias. »
Ar gannaded a oa eus ar Farizianed.
Goulenn a rejont outañ ha lavarout dezhañ :
« Perak eta e vadezez, ma n’out ket te ar C'hrist, nag Elias, nag ar profed ? »
Yann a respontas dezho en ur lavarout :
« Me a vadez en dour ;
met en ho touez ez eus unan n’anavezit ket,
an hini a zle dont war va lerc'h
ha n’on ket dellezek da ziskoulmañ dezhañ korreenn e sandalenn. »
Kement-mañ a c'hoarvezas e Betania, en tu all d’ar Jordan,
el lec'h m’edo Yann o vadeziñ.

