Skip to content
Degemer » Lennadennoù ar Sul » 20/12/2026

Lennadennoù ar Sul - 20/12/2026

📅 D'ar Sul 20 a viz Kerzu 2026

✨ 4e sul an Azvent🟣 Mouk

📜 Lennadenn gentañ

Lennadenn eus an eil levr Samouel (2Sa 7, 1-5. 8b-12. 14a. 16)

📖 Gwelet e-barzh ar Bibl

Rouantelezh David a bado da viken dirak fas an Aotrou.

Ha setu, pa voe diazezet-mat ar roue David en e di ; ha p’en devoe an Aotrou Doue roet ar peoc’h dezhañ a bep tu a-berzh e enebourien,
e lavaras ar roue da Natan, ar profed : "Sell eta ! Me a zo o chom en un ti sedrez, hag Arc’h Doue a zo o chom dindan un deltenn".
Hag e lavaras Natan d’ar roue : "Gra kement a zo ez kalon, rak an Aotrou a zo ganit".
Ha d’an noz-se end-eeun, e komzas an Aotrou ouzh Natan hag e lavaras dezhañ :
« Kae ! Hag e lavari d’am servijer David : Evel-hen e komz an Aotrou : Ha te eo an den a savo din un ti da chom e-barzh ?
Da dennet em eus eus ar peurvanoù eus a-ziwar-lerc’h an deñved evit da lakaat da rener war va fobl Israel
Bet on ganit e kement lec’h bennak ma-z out bet ; distrujet em eus da enebourien dirazout, ha lakaat a rin da anv da vezañ evel anv an dud uhelañ a zo war an douar.
Ul lec’h a verkin d’am fobl Israel ; he flantañ a rin eno ; en he zi e vo o chom, ne vezo mui kaset-ha-degaset, hag an dud fall n’he gwaskint mui evel diagent,
hag evel en amzer m’am boa lakaet Barnerien war va fobl Israel, hag e roin peoc’h dit a-berzh da holl enebourien. Hag hen diskouez a ra dit an Aotrou : un ti en deus graet dit an Aotrou.
Ha pa vezo deuet deizioù da vuhez da benn, ha pa vi o repoziñ gant da Dadoù-kozh, e talc’hin war da lerc’h da lignez gant unan eus da vugale, hag e tiazezin start e dron a roue.
Bez’ e vin evitañ un Tad, hag eñ a vo din ur mab.
Padout a ray da diegezh ha da rouantelezh dirazon da viken, ha da dron a vo diazezet-start da viken. »

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn

🎶 Salm

 (Sa 89 (88), 2-3. 4-5, 27 ha 29)

📖 Levr ar salmoù : Salm 89

D : Trugarezioù an Aotrou da viken a ganin !

Trugarezioù an Aotrou a fell din kanañ da viken, a rummad da rummad
me a venn embann ho kwirionez gant va muzelloù.
En lavarout a ran : « Diazezet hoc'h eus ho madelezh evit atav »,
divrall emañ ho fealded en Neñvoù.
« Skoulmet em eus un emglev gant an den am eus dibabet,
touet em eus ul le da Zavid va servijer :
Diazezañ a ran da hil evit atav,
startaat a ran da dron evit an holl remziadoù. »
Eñ am galvo : « Va Zad oc'h-C'hwi,
va Doue ha roc'h va silvidigezh. »
Va gras a virin gantañ da viken,
ha va emglev a chomo feal en e geñver.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn

📜 Eil lennadenn

Lennadenn eus lizher an Abostol sant Paol d'ar Romaned (Ro 16, 25-27)

📖 Gwelet e-barzh ar Bibl

Ar mister kuzhet en amzerioù diagent a zo bremañ diskouezet.

Breudeur, d’an Hini en deus galloud d’ho startaat en Aviel a brezegan,
e keloù mat Jezuz Krist,
en diskuliadur-se eus ar mister bet tavet diwar e benn e-pad kantvedoù hir,
met diskleriet bremañ, mister bet kemennet dre ar Skriturioù profedel,
ha roet hiziv da anavezout dre urzh an Doue peurbadel d’an holl vroadoù,
evit o degas da sentidigezh ar feiz,
dezhañ, an Doue fur hepken all, ar c'hloar dre Jezuz Krist,
evit kantvedoù ar c'hantvedoù. Amen.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn

✝️ Aviel

Pennad eus an Aviel santel hervez sant Lukaz (Lk 1, 26-38)

📖 Gwelet e-barzh ar Bibl

Setu ma koñsevi en askre hag e c'hani ur mab.

Allelouia ! Allelouia ! (Lk 1, 38)
Setu servijerez an Aotrou : ra vo graet din hervez da lavar.
Allelouia !

En amzer-se e voe kaset an Ael Gabriel gant Doue
d’ur gêr a C'halilea anvet Nazared,
da gaout ur werc'hez gouestlet
e dimezi d’un den anvet Jozef, eus tiegezh David,
hag anv ar werc'hez a oa Mari.
Hag antreet en he betek e lavaras :
« Bez laouen, leun a c'hras, an Aotrou a zo ganit ! »
Hi avat a voe strafuilhet gant ar gerioù-se,
oc'h en em c'houlenn petra 'oa ar salud-se.
Hag an Ael a lavaras dezhi :
« Na spont ket, Mari, gras ac'h eus kavet dirak Doue.
Setu ma vi dougerez, ha ma c'hani ur mab, hag e roi dezhañ Jezuz da anv.
Hennezh a vo bras ha Mab an Uhelañ a vo graet anezhañ,
hag an Aotrou Doue a roy dezhañ tron David, e dad.
Ren a ray war diegezh Jakob da virviken,
hag e rouantelezh ne vo dibenn ebet dezhi. »
Neuze e lavaras Mari d’an Ael :
« Penaos e c'hoarvezo kement-se pa n’anavezan ket ar gwaz ? »
Hag an Ael a respontas dezhi :
« Ar Spered Santel a zeuio warnout,
ha galloud an Uhelañ az koloio gant e skeud ;
rak-se eta, da grouadur santel a vo anvet Mab Doue.
Ha gwel, Elizabed da garez,
setu m’he deus koñsevet ur mab en he c'hozhni,
hag ar miz-mañ eo ar c'hwec'hvet evit an hini a veze anvet gaonac'h ;
rak n’eus netra a vefe trec'h da c'halloud Doue. »
Ha Mari da lavarout :
« Setu servijerez an Aotrou : ra vo graet din hervez da lavar. »
Hag ez eas an Ael kuit diouti.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn