Skip to content
Degemer » Lennadennoù ar Sul » 28/01/2027

Lennadennoù ar Sul - 28/01/2027

📅 D'ar Yaou 28 a viz Genver 2027

✨ An den eürus Julian Maner⚪ Gwenn

Ganet eo bet e Bro-Foujera (1606), ha mervel a reas e Plevin, d'an 28 a viz Genver 1683. Tad jesuist, Julian Maner a lakas e holl nerzh da brezeg misionoù dre ar vro a-bezh, war-lerc'h e vestr Dom Mikael-an-Noblezh.
Adalek 1640, ne ehanas ket da vont eus an eil penn d'egile eus Breizh-Izel, ha dreist-holl eus eskopti Kerne, da brezeg misionoù : 439 mision e korf tri bloaz ha daou-ugent !
E feiz kreñv, e anaoudegezh eus tud ar vro, e ampartiz, ha muioc'h c'hoazh e bedenn hag e binijenn, o deus graet kalz evit dihuniñ ha startaat ar feiz e Breizh-Izel.
O vezañ ma c'houlenne sikour digant kalz a veleien (ouzhpenn mil o deus kemeret perzh er misionoù gantañ), ha kalz a gristenien (merc'hed evit ober katekiz), en deus gwriziennet evit pell ar misionoù hag ar retredoù en hor bro.

Les lectures ne sont pas encore disponibles pour la date indiquée, pour l'instant seuls les dimanches et certaines fêtes sont intégrés au système. Nous allons ajouter les lectures des prochains dimanches d'ici peu.Choisissez une autre date en cliquant ci-dessous.