Skip to content
Degemer » Lennadennoù ar Sul » 16/05/2027

Lennadennoù ar Sul - 16/05/2027

📅 D'ar Sul 16 a viz Mae 2027

✨ Gouel ar Pantekost🔴 Ruz

🔥 Gwerz ar Pantekost

Veni Sancte Spiritus (Gwerz ar Spered Santel) ()

War don ar « Veni Sancte Spiritus »

Deuit ennomp, Spered Glan,
Lakait ennomp nerzh ho tan,
Splannder nevez ho kouloù.
Deut gant ho seizh donezon,
Tad ha sikour ar beorion,
Parakled hor c’halonoù.

O, frealzer ar gwellañ,
O, freskadur an dousañ
D’an ene ho tegemer.
C’hwi ’zo diskuizh el labour,
C’hwi ’zo distan er sec’hor,
Hag en doan, hon diboanier.

O, sklêrijenn evurus,
Gant ho kras kargit fonnus
Kalonoù ho fideled.
Anez da nerzh ho skoazell,
N’eus ennomp netra santel,
N’eus ennomp nemet pec’hed.

Gwalc’hit pezh a zo louzet,
Dourit pezh ’zo disec’het,
Pareit ar pezh a zo klañv.
Plegit pezh a zo reudet,
Tommit pezh a zo skornet,
Eeunit ar pezh a zo kamm.

Roit ho seizh donezon
D’ar re ho ped a galon,
Ho servijerion fidel.
Roit deomp ar santelezh
Ha gras ar Silvidigezh,
Gant levenez peurbadel.
Amen. Allelouia.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn