Lennadennoù ar Sul - 02/04/2028
📅 D'ar Sul 2 a viz Ebrel 2028
📜 Lennadenn gentañ
Lennadenn eus levr ar profed Izaiaz (Iz 43, 16-21)
Evel-henn e komz an Aotrou Doue, an hini en deus bet digoret d'e bobl un hent a-dreuz ar Mor Ruz, ur wenodenn e-kreiz an tarzhioù, en deus graet kas d'an emgann kirri ha kezeg, bagadoù ha brezelourien nerzhus, ha setu emaint astennet, ha ne savint mui ; da goll int aet, mouget evel ur vechenn c'houlou.
Lavarout a ra : “ Na chomit ket da soñjal en amzer a-wechall, n'en em chalit ket gant an traoù tremenet. Setu emaon oc'h ober ur bed nevez, war-wel emañ dija, ha n'e welit-hu ket ? Ya, digeriñ a rin un hent er gouelec'h, stêrioù bras en douar skarnilet. Al loened gouez a rento gloar din — bleizi-lern ha lotrused — abalamour ma lakain dour da redek er gouelec'h, stêrioù bras en douar skarnilet, evit terriñ o sec'hed da dud ar bobl dibabet ganin. Ar bobl-se, diorroet ganin evidon, a gano va meuleudi.
🎶 Salm
(Sa 125 (126), 1-2ab, 2cd-3, 4-5, 6)
An Aotrou en deus graet un taol kaer,
ha setu ni laouen-bras !
Pa zegasas en-dro Doue prizonidi Sion,
E oamp evel o hunvreal !
Leun a c'hoarzhoù hor genoù,
Hag hon teod o youc'hal.
Hag e lavaret e-touez ar baganed :
“ Bras en deus graet Doue gant ar re-mañ ! ”
Ya ! bras en deus graet Doue evidomp,
nag e oamp laouen !
Degas en-dro, Doue, hon tud prizonet,
evel froudoù an dezerzh.
Hadet e oa bet en daeloù,
en ur ganañ e oad oc'h eostiñ.
Mont a ra an den en ur ouelañ,
en ur zougen hag en ur deurel an had.
Hag e teuer en-dro er youc'hadoù,
en ur zougen herdin ed.
📜 Eil lennadenn
Lennadenn eus lizher an abostol sant Paol d'ar Filipianed (Fip 3, 8-14)
Va breudeur : kavout a ra din eo kement tra koll, e keñver an uhelañ mat m'eo an anaoudegezh eus Jezuz-Krist, va Aotrou. Abalamour dezhañ am eus kollet pep tra, ha kement-se a zo loustoni d'am mennozh, evit bezañ d'ar C'hrist, ha bezañ kavet ennañ, n'eo ket mui gant ur justis din-me, a zeu eus al Lezenn, met gant an hini a zeu dre ar feiz er C'hrist : ar justis a zeu eus a Zoue, hag a zo harpet war ar feiz.
Ar pezh a gont eo e anaout, eñ, ha galloud e adsav da vev, hag an unaniezh gantañ en e boanioù, ha dont da vezañ heñvel outañ en e varv, evit degouezhout, ma 'z eo posupl, en adsav a-douez ar re varv.
N'eo ket em befe bet dija an holl draoù-se, pe e vefen deuet da vezañ parfet, met va lañs a gemeran evit kregiñ ennañ, peogwir me va-unan a zo bet kroget ennon gant ar Salver Jezuz. Nann, va breudeur, ne gav ket din am befe c'hoazh paket peg ennañ, met un dra hepken a gont : hep en em chalañ gant ar pezh a zo a-dreñv din, met o skeiñ eus va holl nerzh war-zu ar pezh a zo en a-raok, e kemeran va lañs war-zu ar pal, war-zu ar priz on galvet gant Doue da gaout en Aotrou Krist.
✝️ Aviel
Aviel Jezuz-Krist hervez sant Yann (Yn 8, 1-11)
Jezuz a oa aet d'ar Menez Olivez. Kerkent ha gouloù-deiz e tistroas d'an Templ. Ha peogwir e tirede an holl d'e gavout, ec'h azezas evit o c'helenn. Ha setu ar Skribed hag ar Farizianed o tegas dirazañ ur vaouez bet tapet oc'h ober avoultriezh ; lakaat a rejont anezhi er c’hreiz, dirak an holl. Hag e lavarjont da Jezuz : “ Mestr, setu amañ ur vaouez tapet war an taol oc'h ober avoultriezh. El Lezenn, Moizez en deus gourc'hemennet deomp labezañ ar seurt merc'hed-se. Ha te, petra 'lavarez ? ”
Evel-se e komzent evit e bakañ, dezho da gaout tro d'e damall goude-se. Met Jezuz, daoubleget, a skrive gant e viz war an douar. Pa gendalc'hent da ober goulennoù outañ, e savas e gein, hag e lavaras dezho : “ An den dibec'h en ho touez, dezhañ da gentañ da deurel outi ar maen ”. Hag aet adarre en e zaoubleg, en em lakas da skrivañ war an douar.
An dud, goude bezañ e glevet, a denne kuit an eil goude egile, ar re goshañ da gentañ, ken na chomas mui nemet Jezuz hag ar vaouez en he sav dirazañ. O vezañ savet e gein, e lavaras Jezuz dezhi :
— “ Maouez, e pelec'h emaint eta ? Den ebet n'en deus da gondaonet ! ”
— “ Den ebet, Aotrou, emezi ”.
— “ Na me kennebeut, eme Jezuz, ne gondaonin ket ac'hanout. Kae eta, ha diwar vremañ, na bec'h mui ”.
🎧 Aviel an deiz ar bloavezhioù tremenet
Yann 8, 1-11 - Gant Alan Le Verge hag Annick Miossec eo displeget an Aviel.

