Skip to content
Degemer » Lennadennoù ar Sul » 29/01/2029

Lennadennoù ar Sul - 29/01/2029

📅 D'al Lun 29 a viz Genver 2029

✨ Sant Gweltaz⚪ Gwenn
Anvioù all : Sant Gweltaz, Abad

Sant Gweltaz, lesanvet “ ar Fur ”, a voe ganet e Breizh-Veur war-dro 500, ha savet e kreisteiz Bro-Gembre. Chom a reas da vevañ meur a vloaz er c'horn-bro-se a oa bet levezonet gant ar Romaned. Ne oa nemet avieler pa skrivas al levr brudet “ De excidio Britanniae ”, diwar-benn gwalleurioù e bobl. Dont a reas da vezañ manac'h, marteze e abati sant Iltud, hag e reas kalz evit brudañ ar vuhez-vanac'h e Breizh-Veur. Goude-se e teuas da Vreizh gant un nebeud kompagnuned hag e savas abati Rewiz (Rhuys) ; eno e varvas war-dro 570.

📜 Lennadenn gentañ

Lennadenn eus levr ar Furnez (Fu 7, 27c-8, 1… 9)

📖 Gwelet e-barzh ar Bibl

Ar Furnez a en em skuilh en eneoù santel.

A-hed ar remziadoù, ar Furnez a dremen en eneoù santel ; o stummañ mignoned da Zoue ha profeded ;
Rak Doue ne gar nemet ar re a vev gant ar Furnez,
rak kaeroc'h eo eget an heol,
dreist d’an holl steredegi ;
keñveriet gant ar sklêrijenn, e vez kavet da gentañ, rak hounnezh a ro he lec'h d'an noz,
met d'ar Furnez ne vez trec'h droug ebet. En em astenn a ra gant nerzh eus an eil penn d'egile d'ar bed, ha ren an holl draoù gant eeunded.
Hi eo am eus karet ha klasket a-dal va yaouankiz. Diskouez anat a ra hec'h orin uhel dre m'emañ o chom gant Doue, ha Mestr an hollved en deus he c'haret. Rak deskoniet eo da ouezoniezh Doue, hag hi eo a zibab e oberoù.
Mar d-eo ar binvidigezh ur mad da c'hoantaat er vuhez, petra pinvidikoc'h eget ar Furnez, oberourez pep tra ?
Mar d-eo ar skiant a ra al labour, piv gwelloc’h egeti a zo ijinourez ar boudoù ?
Ha ma kar unan bennak ar reizhder, he frouezh-hi eo ar vertuzioù, rak kelenn a ra kerreizhded ha poellegezh, reizhder ha kalonegezh,
ha n'eus netra talvoudusoc'h er vuhez evit an dud. Neuze 'm eus divizet degas anezhi da vevañ ganin, o c'houzout e vefe evidon ur guzulierez vat em deizioù eürus, un ali em frederioù hag em foanioù.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn

🎶 Salm

 (Sa 19 (18))

📖 Levr ar salmoù : Salm 19

D : Ho Komz, Aotrou,
Sklêrijenn 'vit va hent.


Peurvat eo Lezenn an Aotrou,
buhez evit an ene,
gwirion eo testeni an Aotrou,
furnez evit an dud eeun.

Reizh eo gourc'hemennoù an Aotrou, levenez d'ar galon,
sklaer eo urzhioù an Aotrou, sklerijenn evit an daoulagad.

Glan eo doujañs an Aotrou,
divrall da holl viken,
gwirion eo divizoù an Aotrou,
ken reizh an eil hag egile.

Priziusoc’h eget an aour,
eget aour fin e-leizh,
c'hwekoc'h eget mel ar ruskenn,
eget chug an terennoù.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn

✝️ Aviel

Aviel Jezuz-Krist hervez sant Mark (Mk 6, 30-34)

📖 Gwelet e-barzh ar Bibl

En amzer-se, an ebestel bodet en-dro da Jezuz, a zanevellas dezhañ kement o devoa graet ha kement o devoa kelennet.
Hag e lavaras dezho : « Deuit en ho part, c’hwi hoc’h-unan d’ul lec’h distro, ha diskuizhit un tammig ». Rak kement a dud a veze o vont hag o tont ma ne gavent ket amzer da zebriñ o boued zoken. Mont kuit a rejont gant ar vag d’ul lec’h digenvez, en distro.
Met gwelet e oant bet o vont kuit, ha kalz a dud a anavezas doare a gement-se ma teredas ar bobl war droad, eus an holl gêriadennoù, d’al lec’h ma-z aent, ha ma tegouezhjont ahont en o raok. Evel-se, pa zilestras Jezuz e welas un engroez stank a dud, ha truez a gemeras outo dre ma oant evel deñved hep mesaer, hag e stagas da gelenn dezho kalz a draoù.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn