Lectures du dimanche
📅 D'ar Meurzh 24 a viz Mezheven 2025
📜 1ère lecture
Lennadenn eus levr ar profed Izaiaz (Iz 49, 1-6)
Tud an Inizi, klevit va mouezh, pobladoù a-bell-bro, selaouit mat ! An Aotrou Doue en deus va galvet a-raok ma oan ganet. P'edo c'hoazh va mamm ouzh va dougen en deus distaget va anv. Eus va genoù en deus graet ur c'hleze lemm ; gant ar skeud eus e zorn en deus va diwallet ; graet en deus ac'hanon ur bir beget lemm, hag en e sac'h-biroù en deus va c'huzhet. Lavaret en deus din : “ Va servijer out (Israel), an hini a roio gloar din ”. Ha me a lavare : “ En em skuizhet am eus en aner evit netra ha war goll am eus uzet va nerzh. Va gwir evelato a zo e kerz Doue ha va digoll ivez en e gerz ”.
Bremañ emañ Doue o komz, Eñ hag en deus va c'hrouet e korf va mamm evit bezañ e servijer, evit degas en-dro davetañ familh Jakob ha dastum evitañ pobl Israel. Hag a dra sur, un den enoret on dirak daoulagad an Aotrou : va nerzh eo Doue.
Evel-henn e lavar : “ N'eo ket a-walc'h dit bezañ va servijer, karget d'adsevel familh Jakob ha da zegas en-dro ar restad eus pobl Israel. Da lakaat a rin da vezañ sklêrijenn ar broadoù, evit ma vo astennet va silvidigezh betek penn pellañ an douar. ”
🎶 Psaume
Psaume 138 Salm 138 (139), 1-2.3b, 13-14ab, 14c-15ab
Aotrou, va amprouet hoc'h eus ha va anavezet,
gouzout a rit pa azezan ha pa adsavan.
Eus a bell e welit diabarzh va soñjoù,
pa gerzhan ha pa ziskuizhan e sellit.
Ouzh va holl hentoù e taolit evezh.
C'hwi an hini en deus stummet va lounezhi,
c'hwi hoc'h eus va gwiadet e korf va mamm.
Ho meuliñ a ran ken souezhus m'on bet furmet,
ken burzhudus ma 'z eo hoc'h oberoù.
Va ene hoc'h eus peuranavezet.
Ne oa ket kuzh evidoc'h va eskern,
pa oan furmet er sekred,
pa oan steuñvet e donder an askre.
📜 2ème lecture
Lennadenn eus levr Oberoù an Ebestel (eb 13, 22-26)
E Sinagogenn Antiokia, Paol a lavare d'ar Yuzevien : Goude bezañ dilamet e garg digant Saül, e roas Doue dezho David da roue, ha dezhañ en deus roet an testeni-mañ : “ Kavet em eus e David, mab da Jese, un den da blijout din, hag a sento ouzhin e pep tra ”. Eñ eo an hini en doa Doue prometet dezhañ e savje eus e lignez da Israel ur Salver, Jezuz. A-raok e zonedigezh, en doa Yann embannet ur vadeziant a binijenn evit pobl Israel a-bezh ; ha pa edo war-nes echuiñ e amzer e lavare : “ N'on ket an hini a gred deoc'h e vefen. Met o tont war va lerc'h emañ an hini n'on ket din da ziskoulmañ e sandalennoù ”.
Va breudeur, c'hwi, bugale Abraham, hag ar re a zo en ho touez, doujus da Zoue, deomp-ni eo bet roet ar c'heloù-se a silvidigezh.
✝️ Évangile
Aviel Jezuz-Krist hervez sant Lukaz (Lk 1, 57-66.80)
Deuet d'he amzer, e lakas Elizabed ur mab er bed. Amezeien ha kerent, klevet ganto en doa an Aotrou Doue kresket e druez en he-c'heñver, a zeuas da gemer perzh en he levenez. D'an eizhvet devezh, e teujont evit amdroc'h ar c'hrouadur, hag e roent dezhañ anv e dad : Zakariaz. Met e vamm a zisklerias : “ Nann, emezi, Yann a vo e anv ”. Ar re all a lavare dezhi : “ N'eus den all ebet eus da dud o tougen an anv-se ”.
Dre sinoù e c'houlennjont ouzh e dad pe anv a felle dezhañ reiñ d'ar c'hrouadur. Eñ a c'houlennas un dablezenn hag a skrivas warni : “ Yann eo e anv ”. Hag e voe souezhet an holl.
Kerkent e ya endro e c'henoù hag e deod, hag eñ da gomz evit meuliñ Doue. Kroget e oa aon en holl amezeien, ha dre venezioù Bro-Judea e rede ar vrud eus an holl draoù-se. Ha kement hini a gleve anv anezho o dalc'he en e spered hag a lavare : “ Petra 'zeuio ar c'hrouadur-se da vezañ ? ” Rak dorn Doue a oa gantañ.
Kreskiñ a rae ar c'hrouadur ha digeriñ a rae e spered. Mont a reas da vevañ el lec'hioù digenvez, betek an deiz d'en em ziskouez da bobl Israel.
🎙️ Écouter l'Évangile du jour
📅 D'ar Meurzh 24 a viz Mezheven 2025Lukaz 1, 57-66.80 - Gant Annaig Le Coz eo displeget an Aviel.
