Lectures du dimanche
📅 D'ar Gwener 27 a viz Mezheven 2025
📜 1ère lecture
Lennadenn eus levr ar profed Ezekiel (Ek 34, 11-16)
Evel-henn e komz an Aotrou Doue : “ Me va-unan a daolo evezh ouzh va deñved, hag a intento ouzh pep-hini. Evel ma teu ar pastor da veilhañ war e dropell, pa vez war-dro e zeñved divandennet, me ivez a gemero soursi ouzh pep hini eus va deñved. O zennañ 'rin er maez eus ar broioù estren, hag e tastumin anezho, o degas a rin d'ar gêr. O lakaat a rin da beuriñ war menezioù Israel, en traoniennoù hag en teroueroù gwellañ ; e peurvanoù druz o lakain da beuriñ, hag o fradeier a vo war menezioù Israel. Eno e tiskuizhint war bradeier mat ; peuriñ a raint e peurvanoù druz war menezioù Israel.
Me va-unan a gaso va deñved da beuriñ, me a ray dezho diskuizhañ… Komz an Aotrou Doue. An dañvad dianket, me e glasko ; an hini kollet diwar e hent, me e zegaso en-dro ; an hini gloazet, me e louzaouo ; an hini klañv, me e bareo ; an hini a zo lard ha yac'h, me a veilho warnañ. Me a vo ur mesaer leal.
🎶 Psaume
Psaume 22 Salm 22 (23), 1-2ab, 2c-3, 4, 5, 6
D : An Aotrou eo va fastor,
netra ne ra diouer din-me.
Va fastor eo an Aotrou, n'eus tra ebet o vankout din :
war bradeier leton glas em laka da c'hourvez.
Va ren a ra d'an dourioù diskuizhus,
da advevaat va ene.
Va bleinañ a ra dre hentoù ar reizhder evit enor e anv.
Ha pa gerzhin dre stankenn ar marv,
n'em bo aon rak droug ebet, c'hwi em c'hichen.
Gant ho pazh hag ho kammell,
a laka dinec'h va ene.
Evidon ec'h aozit ur pred
a-dal d'am enebourien ;
war va fenn e skuilhit ho c'hwez-vat,
va c'halir 'zo leun-barr.
Madelezh ha gras a gerzho ganin
a-hed devezhioù va buhez,
va chomadur a vo ti an Aotrou
a-hed an holl amzer.
📜 2ème lecture
Lennadenn eus lizher an Abostol Paol d'ar Romaned (ro 5, 5b-11)
Va breudeur, karantez Doue a zo bet skuilhet en hor c'halonoù
gant ar Spered Santel a zo bet roet deomp.
Ya, goude ma oamp dinerzh c'hoazh,
ez eo marvet ar C'hrist d’ar c'houlz divizet, evit tud fallakr.
A-vec'h ma varvfe unan bennak evit un den reizh ;
ya, evit un den mat, marteze, e kredfe unan bennak reiñ e vuhez.
Met Doue en deus prouet anat e garantez en hor c'heñver,
o vezañ m’eo deuet ar C'hrist,
goude ma oamp pec'herien c'hoazh, da vervel evidomp.
Kentoc'h a se eta,
bremañ ma 'z omp bet lakaet reizh dre nerzh e wad,
e vezimp salvet gantañ diouzh ar Gounnar.
Rak mard eo gwir,
hon eus adkavet ar peoc'h gant Doue dre varv e Vab,
goude ma oamp enebourien, neuze kent a se,
bremañ m’hon eus adkavet ar peoc'h gantañ,
e vezimp salvet dre e vuhez.
Hag ouzhpenn-se eo surentez ha levenez hon eus e Doue
dre hon Aotrou Jezuz Krist,
o vezañ m’hon eus adal bremañ resevet ar peoc'h drezañ.
✝️ Évangile
Pennad eus an Aviel santel hervez Sant Lukaz (Lk 15, 3-7)
En amzer-se e lavaras Jezuz
d'ar Farizianed ha d'ar Skribed ar barabolenn-mañ :
« Piv ac'hanoc'h, dezhañ kant dañvad, ma teu da goll unan anezho,
daoust ha ne lez ket an naontek ha pevar-ugent all er gouelec'h,
da vont da glask an hini kollet, ken n’en devo henn adkavet ?
Ha p’en deus henn adkavet, en e laka gant levenez war e zivskoaz,
ha distroet er gêr, e c'halv e vignoned hag e amezeien, en ur lavarout dezho :
Bezit laouen ganin, rak kavet em eus va dañvad, an hini a oa kollet !
Me lavar deoc'h, evel-se e vo levenez en Neñvoù evit ur pec'her oc'h ober pinijenn
kentoc'h eget evit naontek ha pevar-ugent den reizh
ha n’o deus ket ezhomm a binijenn. »
🎙️ Écouter l'Évangile du jour
📅 D'ar Gwener 27 a viz Mezheven 2025Lukaz 15, 3-7 - Gant Annaig Le Coz eo displeget an Aviel.
