Livre d’Ezekiel - Chapitre 34
Chapitre : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40 | 41 | 42 | 43 | 44 | 45 | 46 | 47 | 48
Chapitre 34
La parole du Seigneur me fut adressée : Ez 34, 1 : Lavar an Aotrou a zeuas din dindan ar c’homzoù-mañ :
« Fils d’homme, prophétise contre les bergers d’Israël, prophétise. Tu leur diras : Ainsi parle le Seigneur Dieu : Quel malheur pour les bergers d’Israël qui sont bergers pour eux-mêmes ! N’est-ce pas pour les brebis qu’ils sont bergers ? Ez 34, 2 : Mab-den, diougan a-enep pastored Israel, diougan ; lavarout a ri dezho : Mesaerien ! Evel-hen e komz Doue an Aotrou : Gwa mesaerien Israel a vez o’n em vesa o-unan. Hag eñ n’eo ket an tropell e tle mesa ar vesaerien ?
Vous, au contraire, vous buvez leur lait, vous vous êtes habillés avec leur laine, vous égorgez les brebis grasses, vous n’êtes pas bergers pour le troupeau. Ez 34, 3 : En em vagañ a rit gant o laezh, en em wiskañ a rit gant o gloan, lazhañ a rit al loened lart ; met ne rit ket d’an tropell bezañ mesaet.
Vous n’avez pas rendu des forces à la brebis chétive, soigné celle qui était malade, pansé celle qui était blessée. Vous n’avez pas ramené la brebis égarée, cherché celle qui était perdue. Mais vous les avez gouvernées avec violence et dureté. Ez 34, 4 : An dañvadez divi n’hoc’h eus ket kennerzhet ; an hini glañv n’hoc’h eus ket louzaouet ; an hini gloazet n’hoc’h eus ket bandennet ; an hini dianket n’hoc’h eus ket degaset en-dro ; an hini kollet n’hoc’h eus ket klasket ; an hini a oa nerzhus hoc’h eus mestroniet warni dre nerzh ha gant rustoni.
Elles se sont dispersées, faute de berger, pour devenir la proie de toutes les bêtes sauvages. Ez 34, 5 : Va deñved a zo en em strewet dre faot a vesaer, ha deut int da vezañ ur boued evit holl loened ar maezioù.
Mon troupeau s’égare sur toutes les montagnes et toutes les collines élevées ; mes brebis sont dispersées dans tout le pays, personne ne les cherche, personne ne part à leur recherche. Ez 34, 6 : Va deñved o deus kantreet amañ hag aze, war an holl venezioù, war an holl grec’hiennoù uhel ; va deñved a zo en em stlabezet war-c’horre ar vro, ha n’eus den o prederiañ warno, den ebet ouzh o c’hlask.
C’est pourquoi, bergers, écoutez la parole du Seigneur : Ez 34, 7 : Setu perak, mesaerien, selaouit lavar an Aotrou :
Par ma vie – oracle du Seigneur Dieu –, puisque mon troupeau est mis au pillage et devient la proie des bêtes sauvages, faute de berger, parce que mes bergers ne s’occupent pas de mon troupeau, parce qu’ils sont bergers pour eux-mêmes au lieu de l’être pour mon troupeau, Ez 34, 8 : Dre va buhez, diougan Doue an Aotrou, peogwir eo deuet va deñved da vezañ ur breizhadenn, da vezañ ur boued evit holl loened ar maezioù, dre faot a vesaerien, dre m’o deus va mesaerien preder ebet gant va deñved, dre m’en em vesae o-unan ar vesaerien, ha ne vesaent ket va deñved,
eh bien, bergers, écoutez la parole du Seigneur : Ez 34, 9 : ac’hanta, mesaerien, selaouit Komz an Aotrou :
Ainsi parle le Seigneur Dieu : Me voici contre les bergers. Je m’occuperai de mon troupeau à leur place, je les empêcherai de le faire paître, et ainsi ils ne seront plus mes bergers ; j’arracherai mes brebis de leur bouche et elles ne seront plus leur proie. Ez 34, 10 : rak evel-hen e komz Doue an Aotrou : Mont a ran d’ober gant ar vesaerien : goulenn a rin diganto kont eus va deñved ; ne lezin ket ken anezho da vesa va deñved, hag e paouezo ar vesaerien d’en em vesa o-unan. Tennañ a rin va deñved eus o genou, ha ne vint ket ken ur boued evito.
Car ainsi parle le Seigneur Dieu : Voici que moi-même, je m’occuperai de mes brebis, et je veillerai sur elles. Ez 34, 11 : Rak evel-hen e komz Doue an Aotrou : Setu-me va-unan ! Prederiañ a rin me va-unan en-dro d’am zeñved, hag ober a rin ar gweloù warno.
Comme un berger veille sur les brebis de son troupeau quand elles sont dispersées, ainsi je veillerai sur mes brebis, et j’irai les délivrer dans tous les endroits où elles ont été dispersées un jour de nuages et de sombres nuées. Ez 34, 12 : Evel ma ra ar mesaer un distremen war e zeñved d’an deiz m’en em gav e-kreiz e zeñved bet stlabezet, evel-se e rin un distremen war va deñved hag e tennin anezho eus an holl lec’hioù ma oant bet dasstrewet enno e deiz ar c’houmoul hag ar malkennoù du.
Je les ferai sortir d’entre les peuples, je les rassemblerai des différents pays et je les ramènerai sur leur terre ; je les ferai paître sur les montagnes d’Israël, dans les vallées, dans les endroits les meilleurs. Ez 34, 13 : O lakaat a rin da vont er-maez eus ar pobloù, hag o dastum a rin a-douez ar broioù evit o tegas war o douar. Hag ober a rin dezho peuriñ war venezioù Israel, er stankennoù hag e holl chomlec’hioù ar vro.
Je les ferai paître dans un bon pâturage, et leurs prairies seront sur les hauteurs d’Israël. Là, mes brebis se reposeront dans de belles prairies, elles brouteront dans de gras pâturages, sur les monts d’Israël. Ez 34, 14 : E peurvanoù mat e vesain anezho. War venezioù Israel e roin dezho da zebriñ ; eno e tiskuizhint e pradoù mat, druz e vo o feurvan war venezioù Israel.
C’est moi qui ferai paître mon troupeau, et c’est moi qui le ferai reposer, – oracle du Seigneur Dieu. Ez 34, 15 : Me eo an hini a vesaio va deñved, me an hini a raio dezho diskuizhañ, diougan Doue an Aotrou !
La brebis perdue, je la chercherai ; l’égarée, je la ramènerai. Celle qui est blessée, je la panserai. Celle qui est malade, je lui rendrai des forces. Celle qui est grasse et vigoureuse, je la garderai, je la ferai paître selon le droit. Ez 34, 16 : An hini kollet a glaskin, an hini dianket a zegasin en-dro ; an hini gloazet a vandennin, an hini glañv a gennerzhin, an hini druz ha kreñv a zistrujin, o mesa a rin gant eeunded.
Et toi, mon troupeau – ainsi parle le Seigneur Dieu –, voici que je vais juger entre brebis et brebis, entre les béliers et les boucs. Ez 34, 17 : Evit ar pezh a sell ouzhoc’h, va deñved, evel-hen e komz Doue an Aotrou : Setu ma-z an da varn etre dañvad ha dañvadez, etre meot ha bouc’hed.
Ne vous suffit-il pas de paître dans un bon pâturage ? Faut-il encore que vous fouliez aux pieds ce qui reste du pâturage ? Ne vous suffit-il pas de boire une eau limpide ? Faut-il que vous troubliez le reste avec vos pieds ? Ez 34, 18 : Hag eñ eo re nebeut deoc’h peuriñ en ur peurvan mat pa vac’hit dindan ho treid ar peurrest eus ho peurvan ? Evañ dour boull pa strafuilhit ar peurrest gant ho treid ?
Ainsi mes brebis doivent paître dans ce que vos pieds ont foulé, et boire l’eau que vos pieds ont troublée. Ez 34, 19 : Ma rank va deñved peuriñ ar pezh o deus mac’het ho treid hag evañ ar pezh ’zo bet strafuilhet ganto ?
C’est pourquoi, ainsi parle le Seigneur Dieu : Voici que moi-même je jugerai entre la brebis grasse et la brebis maigre. Ez 34, 20 : Setu perak e komz evel-hen d’ar re-se Doue an Aotrou : Setu-me o tont me va-unan ! Dont a ran da varn tre an dañvadez lart hag an dañvad treut.
Parce que vous avez bousculé du flanc et de l’épaule toutes celles qui étaient malades, et que vous leur avez donné des coups de corne jusqu’à les disperser hors du pâturage, Ez 34, 21 : Peogwir e vountit gant ho kostez hag ho skoaz ha ma skoit gant ho kernioù an holl deñved skuizh, betek m’ho po stlabezet anezho er-maez,
je viendrai au secours de mes brebis et elles ne seront plus une proie ; je jugerai entre brebis et brebis. Ez 34, 22 : ez an da saveteiñ va deñved, ha ne vin ket ken ur preizh, mont a ran da varn etre dañvad ha dañvad.
Je susciterai à leur tête un seul berger ; lui les fera paître : ce sera mon serviteur David. Lui les fera paître, il sera leur berger. Ez 34, 23 : Lakaat a rin da sevel warno ur mesaer e-unan-penn a vesaio anezho, va servijer David ; eñ an hini o mesaio, eñ an hini a vo evito o mesaer.
Alors moi, le Seigneur, je serai leur Dieu, et mon serviteur David sera prince au milieu d’elles. Je suis le Seigneur, j’ai parlé. Ez 34, 24 : Ha me, an Aotrou, a vo evito un Doue, ha va servijer David a vo priñs en o zouez. Me, an Aotrou, eo an hini hen lavar.
Je conclurai avec mes brebis une alliance de paix, je supprimerai du pays les animaux féroces, elles habiteront en sécurité dans le désert et dormiront dans les forêts. Ez 34, 25 : Skoulmañ a rin ganto un emglev a beoc’h, lakaat a rin al loened ferv da vont da get eus ar vro ; va deñved a chomo er gouelec’h gant surentez hag a gousko er c’hoadegoù ;
Je ferai d’elles une bénédiction aux alentours de ma colline. Je ferai tomber la pluie en sa saison, et ce seront des pluies de bénédiction. Ez 34, 26 : lec’hiañ a rin anezho tro-war-dro d’am c’hrec’hienn, hag ober a rin d’ar glav kouezhañ en e goulz : glaveier benniget e vezint.
L’arbre des champs donnera son fruit, et la terre donnera ses produits. Tous seront en sécurité sur leur sol ; et ils sauront que Je suis le Seigneur, quand je briserai les barres de leurs jougs et que je les délivrerai de la main de ceux qui les asservissaient. Ez 34, 27 : Gwez ar maezioù a roio o frouezh, hag an douar a daolo e drevad, hag e vezint e surentez en o douar. Ha gouzout a raint ez eo me an Aotrou, pa dorrin barrennoù o yev ha pa dennin anezho diouzh daouarn ar re o dalc’he er sklavelezh.
Ils ne seront plus la proie des nations, et les bêtes de la terre ne les dévoreront plus. Ils habiteront en sécurité, sans personne pour les faire trembler. Ez 34, 28 : Ne vezint ket ken ur preizh evit ar Broadoù, ne vezint ket ken lonket gant al loened gouez. Met e surentez e vezint o chom, hep nikun d’o zrubuilhañ.
Je ferai croître pour eux une plantation renommée. Il n’y aura plus dans le pays de gens emportés par la famine ; les nations ne leur feront plus subir de déshonneur. Ez 34, 29 : Lakaat a rin da sevel evito plantennoù a vo brudet o anv, ne vo ken er vro tud skrapet gant an naonegezh, ha n’o devo ken da zougen dismegañs ar Broadoù.
Alors ils sauront que Je suis le Seigneur leur Dieu avec eux, et qu’ils sont mon peuple, la maison d’Israël – oracle du Seigneur Dieu. Ez 34, 30 : Hag anavezout a raint emaon-me ganto, me an Aotrou, o Doue hag ez int-i va fobl, tiegezh Israel, diougan Doue an Aotrou !
Vous, mes brebis, les brebis de mon pâturage, vous êtes des humains ; moi, je suis votre Dieu – oracle du Seigneur Dieu. » Ez 34, 31 : C’hwi avat, va zropell, bagad deñved va feurvan, c’hwi eo an tropell a vesaan, ha me a zo ho Toue, diougan Doue an Aotrou !
