Aller au contenu
Accueil » Bible en breton » Ancien Testament en breton » Livre d’Ezekiel » Chapitre 25

Livre d’Ezekiel - Chapitre 25

Levr : Levr Ezekiel
Chapitre : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40 | 41 | 42 | 43 | 44 | 45 | 46 | 47 | 48

Chapitre 25



La parole du Seigneur me fut adressée : Ez 25, 1 : Lavar an Aotrou a zeuas din dindan ar c’homzoù-mañ :

« Fils d’homme, dirige ton regard vers les fils d’Ammone et prophétise contre eux. Ez 25, 2 : Mab-den, sell a-bann etrezek mibien Amon ha diougan a-enep dezho.

Tu diras aux fils d’Ammone : Écoutez la parole du Seigneur Dieu. Ainsi parle le Seigneur Dieu : Parce que tu as ri de mon sanctuaire qui a été profané, de la terre d’Israël qui a été dévastée, de la maison de Juda qui est partie en exil, Ez 25, 3 : Lavarout a ri da vibien Amon : Selaouit lavar Doue an Aotrou : Evel-hen e komz Doue an Aotrou : Peogwir e lavarez "Ac’ha !" war va santual dre ma-z eo bet disakret, war douar Israel dre ma-z eo bet gwastet, ha war diegezh Youda dre ma-z eo aet d’an harlu,

eh bien ! voici : je te livre en possession aux fils de l’Orient ; ils établiront chez toi leurs campements, ils feront chez toi leur demeure. Ce sont eux qui mangeront tes fruits, eux qui boiront ton lait. Ez 25, 4 : ac’hanta, setu ma roan ac’hanout e perc’henniezh da vibien ar sav-heol ; diazezañ a raint o c’hampadurioù du-se, hag ober du-se o annez. Int-i a zebro da frouezh, int-i a evo da laezh.

Je changerai Rabba en pâturage à chameaux, et les villes du pays des fils d’Ammone en bercail à brebis. Alors vous saurez que Je suis le Seigneur. Ez 25, 5 : Ober a rin eus Rabba ur peurvan evit kañvaled, hag eus kêrioù mibien Amon ur ched evit deñved. Hag e ouiot ez eo me eo an Aotrou.

Ainsi parle le Seigneur Dieu : Parce que tu as battu des mains et tapé du pied, que tu as eu une joie profonde, un mépris total pour ce qui arrivait à la terre d’Israël, Ez 25, 6 : Rak evel-hen e komz Doue an Aotrou : Peogwir ec’h eus stlaket da zaouarn ha tridet gant da dreid, peogwir ec’h eus kemeret joa vil, gant da holl zismegañ ez ene e-keñver douar Israel,

eh bien ! voici : j’étends la main contre toi, je vais te livrer aux nations pour être pillé, je te retrancherai d’entre les peuples, je te ferai disparaître d’entre les pays, je t’anéantirai. Alors tu sauras que Je suis le Seigneur. Ez 25, 7 : ac’hanta, setu ma ’m eus astennet va dorn a-enep dit : da reiñ a rin d’ar Broadoù da vezañ ur preizh evito ; da lemel a rin a-douez ar pobloù, ha da gas a rin da get e-mesk ar broioù. Da gas a rin da netra, ha gouzout a ri ez eo me eo an Aotrou !

Ainsi parle le Seigneur Dieu : Parce que Moab et Séïr ont dit : “Voilà que la maison de Juda est devenue comme toutes les nations”, Ez 25, 8 : Evel-hen e komz Doue an Aotrou : Peogwir en deus lavaret Moab : Setu ma-z eo evel an holl Vroadoù, tiegezh Youda !

eh bien ! voici : je vais dégarnir de leurs villes les contreforts de Moab, ces villes qui sont les joyaux des extrémités du pays : Beth-Yeshimoth, Baal-Meone et Qiryataïm. Ez 25, 9 : Ac’hanta, setu ma tigoran d’an alouberien torgennoù sonn Moab ha ma tiskaran e gêrioù penn-da-benn, kaerder ar vro : Beth-ha-Yeshinot, Baal-Meon, ha Keriataïm.

Je les livre en possession aux fils de l’Orient, et cela outre les fils d’Ammone, pour qu’on ne se souvienne plus des fils d’Ammone parmi les nations. Ez 25, 10 : Da vibien ar reter e roin anezho e perc’henniezh en tu-hont da vibien Ammon, evit na vo ket soñj anezho e-touez ar Broadoù.

Et je ferai justice de Moab. Alors on saura que Je suis le Seigneur. Ez 25, 11 : Ya, va c’hastiz a skoin ouzh Moab ; hag e ouzint ez eo me eo an Aotrou !

Ainsi parle le Seigneur Dieu : Parce qu’Édom a agi par vengeance contre la maison de Juda, et qu’il s’est rendu gravement coupable en se vengeant d’elle, Ez 25, 12 : Evel-hen e komz Doue an Aotrou : Peogwir ez eo aet Edom d’en em veuziñ a-enep tiegezh Youda hag ez eo en em lakaet kablus-bras gant e veñjañs a-enep dezho,

eh bien ! ainsi parle le Seigneur Dieu : Je vais étendre la main contre Édom, en retrancher hommes et bêtes. J’en ferai une ruine depuis Témane, et l’on tombera par l’épée jusqu’à Dedane. Ez 25, 13 : ac’hanta, evel-hen e komz Doue an Aotrou : Astenn a rin va dorn enep Edom, hag e falc’hin ac’hano tud ha loened ur gwastadur eus Teman betek Dedan hag e kouezhint dre ar c’hleze.

J’aurai ma revanche sur Édom par la main d’Israël, mon peuple. Il agira contre Édom selon ma colère et ma fureur. Alors ils connaîtront ma revanche – oracle du Seigneur Dieu. Ez 25, 14 : Hag e lakain va veñjañs enep Edom etre daouarn va fobl Israel, d’ober ouzh Edom hervez va c’hounnar ha va fulor, ma anavezint va veñjañs - diougan Doue an Aotrou -.

Ainsi parle le Seigneur Dieu : Parce que les Philistins ont agi par vengeance, prenant leur revanche, le mépris au cœur, avec la volonté de détruire dans une haine perpétuelle, Ez 25, 15 : Evel-hen e komz Doue an Aotrou : Peogwir o deus klasket Filistiz en em veñjiñ, peogwir o deus sevenet o veñjañs, gant dispriz leun o ene, en ur zistrujañ pep tra en o enebiezh a-viskoazh

eh bien ! ainsi parle le Seigneur Dieu : Voici que je vais étendre la main contre les Philistins, je retrancherai les Kerétiens, je ferai disparaître ce qui reste du littoral de la mer. Ez 25, 16 : ac’hanta, eo evel-hen e komz Doue an Aotrou : Setu mac’h astennan va dorn enep ar Filistiz ; raskañ a rin kuit Keretiz hag e kasin da get restad an dud war vevenn ar mor.

Je prendrai sur eux une grande revanche, je les châtierai dans ma fureur. Alors ils sauront que Je suis le Seigneur quand j’aurai ma revanche sur eux. » Ez 25, 17 : Kas a rin da benn dialoù bras enep dezho gant kastizadurioù fuloret, ha gouzout a raint ez eo me an Aotrou, pa sevenin va veñjañs warno.