Livre d’Ezekiel - Chapitre 36
Chapitre : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40 | 41 | 42 | 43 | 44 | 45 | 46 | 47 | 48
Chapitre 36
« Et toi, fils d’homme, prophétise contre les montagnes d’Israël. Tu diras : Montagnes d’Israël, écoutez la parole du Seigneur. Ez 36, 1 : Ha te, Mab-den, diougan evit menezioù Israel, lavarout a ri : Menezioù Israel, selaouit lavar an Aotrou :
Ainsi parle le Seigneur Dieu : L’ennemi a dit de vous : “Ha ! Ha ! Ces antiques lieux sacrés sont devenus notre possession !” Ez 36, 2 : Evel-hen e komz Doue an Aotrou : Peogwir en deus lavaret an enebour a-enep deoc’h : A ! Drastet da viken, setu-int dindan hor perc’henniezh !
Eh bien, prophétise. Tu diras : Ainsi parle le Seigneur Dieu : On vous a dévastées, on vous a convoitées de tous côtés, et vous êtes devenues la possession des autres nations, vous avez alimenté les propos et les rumeurs des gens. Ez 36, 3 : Ac’hanta, diougan, lavarout a ri : evel-hen e komz Doue an Aotrou : o vezañ ma-z oc’h bet gwastet ha flastret a bep tu ; en doare ma-z oc’h deut da vezañ perc’henniezh ar Broadoù all ha ma-z oc’h deuet da vezañ danvez klakennerezh ha drouk-komzoù an dud,
Eh bien, montagnes d’Israël, écoutez la parole du Seigneur Dieu. Ainsi parle le Seigneur Dieu aux montagnes, aux collines, aux ravins, aux vallées, aux ruines désertes, aux villes abandonnées, livrés au pillage et aux moqueries des autres nations alentour ; Ez 36, 4 : ac’hanta, menezioù Israel, selaouit lavar Doue an Aotrou : Evel-hen e komz Doue an Aotrou d’ar menezioù ha d’an torgennoù, d’ar stankennoù ha d’an traoniennoù, d’ar rivinoù digenvez ha d’ar c’hêrioù dilezet deuet da vezañ ur preizh hag un danvez a c’hoap evit ar Broadoù all diwar-dro :
– ainsi parle le Seigneur Dieu : Je le jure, dans le feu de ma jalousie je parlerai contre les autres nations et contre Édom tout entier parce que, la joie au cœur et le mépris dans l’âme, ils se sont attribué mon pays pour en piller les pâturages. Ez 36, 5 : Ac’hanta, evel-hen e komz Doue an Aotrou : Ya, e tan va gwarizi e komzin a-enep d’ar Broadoù all-se ha da Edom a-bezh, int hag o deus lakaet o c’hraban war va bro, levenez vras en o c’halon ha disprizañs en o ene, evit he ferc’hennañ hag he freizhata.
C’est pourquoi, prophétise sur le pays d’Israël, dis aux montagnes, aux collines, aux ravins, aux vallées : Ainsi parle le Seigneur Dieu : Me voici ! Je parle dans ma jalousie et ma fureur, parce que les nations vous font subir le déshonneur. Ez 36, 6 : Setu perak diougan evit douar Israel ; lavarout a ri d’ar menezioù ha d’an torgennoù, d’ar stankennoù ha d’an traoniennoù : Evel-hen e komz Doue an Aotrou : Em gwarizi hag em fulor e komzan, dre m’hoc’h eus douget dismegañs ar Broadoù ;
C’est pourquoi, ainsi parle le Seigneur Dieu : Je le jure, la main levée : les nations qui vous entourent, ce sont elles qui subiront le déshonneur. Ez 36, 7 : setu perak e komz evel-hen Doue an Aotrou : Sevel a ran va dorn, hen touiñ a ran : ar Broadoù a zo en-dro deoc’h eo int-i a zougo o dismegañs.
Vous, montagnes d’Israël, vous produirez vos rameaux et vous porterez votre fruit pour mon peuple Israël, car il va bientôt revenir. Ez 36, 8 : C’hwi avat, menezioù Israel, c’hwi a daolo ho skourradur hag a zougo ho frouezh evit va fobl Israel ; rak dont a raint en-dro prestik.
Oui, je viens vers vous, je me tourne vers vous : vous serez cultivées, vous serez ensemencées. Ez 36, 9 : Setu ma teuan d’ho kaout ma ’n em droan etrezek ennoc’h ; labouret e viot, hadet e vo ennoc’h.
Sur vous, je multiplierai la population, la maison d’Israël tout entière ; les villes seront habitées, et les ruines rebâties. Ez 36, 10 : Liesaat a rin warnoc’h an dud, holl diegezh Israel : annezet e vo ar c’hêrioù hag adsavet ar rivinoù.
Sur vous, je multiplierai population et bétail ; ils se multiplieront et seront féconds. Je vous rendrai aussi peuplées qu’auparavant, je vous ferai plus de bien qu’autrefois. Alors vous saurez que Je suis le Seigneur. Ez 36, 11 : Liesaat a rin warnoc’h an dud hag al loened, kreskiñ a ray o niver ha teurel frouezh ; ho lakaat a rin da vezañ annezet evel en ho stad a wechall-gozh, ha vad a rin deoc’h muioc’h eget en amzerioù kent ; ha gouzout a reot ez eo me eo an Aotrou !
Sur vous, je ferai circuler des hommes, mon peuple Israël. Ils prendront possession de toi. Tu seras leur héritage et tu ne les priveras plus de leurs enfants. Ez 36, 12 : Lakaat a rin an dud da vont-dont va fobl warnout, douar Israel, kemer a raint perc’henniezh warnout, ha dont a ri da vezañ o hêrezh.
Ainsi parle le Seigneur Dieu : On dit de toi : “Tu dévores les hommes, et tu prives ta nation de ses enfants.” Ez 36, 13 : Evel-hen e komz Doue an Aotrou : Peogwir e vez lavaret diwar da benn : Un debrer tud ez out, lakaet ac’h eus da vroad da goll he bugale !
Eh bien, tu ne dévoreras plus d’hommes, tu ne priveras plus ta nation de ses enfants – oracle du Seigneur Dieu. Ez 36, 14 : Ac’hanta, ne zebri ket ken an dud, ne denni ket ken digant da vroad he bugale, diougan Doue an Aotrou !
Je ne te ferai plus entendre les propos déshonorants des nations, et tu n’auras plus à subir les humiliations des peuples. Tu ne priveras plus ta nation de ses enfants – oracle du Seigneur Dieu. » Ez 36, 15 : Ne roin ket ken dit klevout kunujennerezh ar Broadoù all, ne zougi ket ken disprizañs ar pobloù, ha ne lakai ket ken da vroad da goll he bugale, diougan Doue an Aotrou !
La parole du Seigneur me fut adressée : Ez 36, 16 : Lavar Doue an Aotrou a zeuas din dindan ar c’homzoù-mañ :
« Fils d’homme, lorsque les gens d’Israël habitaient leur pays, ils le rendaient impur par leur conduite et leurs actes. Leur conduite a été devant moi comme la souillure d’une femme pendant son impureté. Ez 36, 17 : Mab-den, pa oa tiegezh Israel o chom war e zouar en deus e saotret gant e vuhezegezh hag e oberoù ; o buhezegezh a oa dirazon evel dic’hlanded mizioù ur plac’h.
Alors j’ai déversé sur eux ma fureur, à cause du sang qu’ils avaient versé dans le pays, à cause des idoles immondes qui l’avaient rendu impur. Ez 36, 18 : Neuze em eus skuilhet warno va c’hounnar, en abeg d’ar gwad o deus skuilhet war ar vro hag en abeg d’an idoloù euzhus o deus lakaet dic’hlan o bro ganto.
Je les ai dispersés parmi les nations, ils ont été disséminés dans les pays étrangers. Selon leur conduite et leurs actes, je les ai jugés. Ez 36, 19 : O stlabezet em eus e-touez ar Broadoù, o dasstrewet em eus e-mesk ar pobloù. O barnet em eus hervez o buhezegezh hag hervez o oberoù.
Dans les nations où ils sont allés, ils ont profané mon saint nom, car on disait : “C’est le peuple du Seigneur, et ils sont sortis de son pays !” Ez 36, 20 : Degouezhet e-touez ar Broadoù ma oant aet en o metoù, o deus disakret va anv santel en ur lakaat da lavarout diwar o fenn : Pobl an Aotrou ez int, eus e vro e teuont !
Mais j’ai voulu épargner mon saint nom, que les gens d’Israël avaient profané dans les nations où ils sont allés. Ez 36, 21 : Met truez am eus bet ouzh va anv santel bet disakret gant tiegezh Israel e-touez ar Broadoù ma oa aet en o metoù.
Eh bien ! tu diras à la maison d’Israël : Ainsi parle le Seigneur Dieu : Ce n’est pas pour vous que je vais agir, maison d’Israël, mais c’est pour mon saint nom que vous avez profané dans les nations où vous êtes allés. Ez 36, 22 : Setu perak, lavar da diegezh Israel : evel-hen e komz Doue an Aotrou : N’eo ket en abeg deoc’h e ran ar pezh a ran, tiegezh Israel, met en abeg d’am anv santel hoc’h eus dizenoret e-touez ar Broadoù ma-z oc’h aet en o metoù.
Je sanctifierai mon grand nom, profané parmi les nations, mon nom que vous avez profané au milieu d’elles. Alors les nations sauront que Je suis le Seigneur – oracle du Seigneur Dieu – quand par vous je manifesterai ma sainteté à leurs yeux. Ez 36, 23 : Santelaat a rin va anv meur bet dizenor-et e-touez ar Broadoù hoc’h eus disakret anezhañ en o metoù ; hag e ouio ar Broadoù ez eo me eo an Aotrou, diougan Doue an Aotrou, pa ’n em ziskouezin santel drezoc’h d’o daoulagad-int.
Je vous prendrai du milieu des nations, je vous rassemblerai de tous les pays, je vous conduirai dans votre terre. Ez 36, 24 : Ho kemer a rin a-douez ar Broadoù, ho podañ a rin a-douez an holl vroioù evit ho tegas a rin war ho touar.
Je répandrai sur vous une eau pure, et vous serez purifiés ; de toutes vos souillures, de toutes vos idoles, je vous purifierai. Ez 36, 25 : Skuilhañ a rin warnoc’h un dour glan ha glan e vezot ; eus hoc’h holl loustonioù, eus hoc’h holl idoloù hudur e c’hlanain ac’hanoc’h.
Je vous donnerai un cœur nouveau, je mettrai en vous un esprit nouveau. J’ôterai de votre chair le cœur de pierre, je vous donnerai un cœur de chair. Ez 36, 26 : Reiñ a rin deoc’h ur galon nevez, ur spered nevez a lakain ennoc’h. Lemel a rin eus ho korf ho kalon vaen evit reiñ deoc’h ur galon gig.
Je mettrai en vous mon esprit, je ferai que vous marchiez selon mes lois, que vous gardiez mes préceptes et leur soyez fidèles. Ez 36, 27 : Va Spered a lakain ennoc’h, hag e rin deoc’h kerzhout hervez va lezennoù, mirout va gourc’hemennoù hag o seveniñ.
Vous habiterez le pays que j’ai donné à vos pères : vous, vous serez mon peuple, et moi, je serai votre Dieu. Ez 36, 28 : Chom a reot er Vro am eus roet d’ho tadoù ; c’hwi a vo va fobl, ha me a vo ho Toue.
Je vous délivrerai de toutes vos souillures, je convoquerai le froment, je le multiplierai, je ne vous soumettrai plus à la famine. Ez 36, 29 : Ho tieubiñ a rin eus hoc’h holl loustonioù. Gervel a rin an ed hag e lakaat a rin da fonnusaat, ha ne rin ket ken d’an naonegezh dont warnoc’h.
Je multiplierai le fruit de l’arbre, le produit des champs, afin que vous n’ayez plus à supporter l’humiliation de la famine parmi les nations. Ez 36, 30 : Lakaat a rin da fonnusaat frouezh ar gwez ha trevadoù ar parkeier, evit na resevot ket ken dismegañs an naonegezh a-berzh ar Broadoù.
Vous vous souviendrez de votre mauvaise conduite, de vos actes qui n’étaient pas bons. Le dégoût vous montera au visage, à cause de vos péchés et de vos abominations. Ez 36, 31 : Soñj ho po eus ho puhezegezh fall, eus hoc’h oberoù divat ; en doare m’ho po heug ganeoc’h hoc’h-unan en abeg d’ho pec’hedoù ha d’hoc’h euzhusterioù.
Ce n’est pas à cause de vous que je vais agir – oracle du Seigneur Dieu –, sachez-le bien. Soyez honteux et confus de votre conduite, maison d’Israël. Ez 36, 32 : N’eo ket abalamour deoc’h-c’hwi e rafen ar pezh a ran - diougan Doue an Aotrou ! - hen gouezit mat ! Bezit mezhek gant hoc’h oberoù, tiegezh Israel !
Ainsi parle le Seigneur Dieu : Le jour où je vous purifierai de tous vos péchés, je peuplerai les villes, et les ruines seront rebâties. Ez 36, 33 : Evel-hen e komz Doue an Aotrou : d’an deiz ma naetain ac’hanoc’h eus hoc’h holl bec’hedoù, e lakain ar c’hêrioù da vezañ annezet hag ar rivinoù da vezañ adsavet ;
Le pays qui était désolé sera cultivé, alors qu’il était une désolation aux yeux de tous les passants. Ez 36, 34 : an douar gwastet a vo labouret, goude bezañ bet ur mantr ouzh daoulagad an holl dremenerien.
On dira : “Ce pays qui était désolé est devenu comme un jardin d’Éden ; les villes qui étaient en ruines, désolées, démolies, sont fortifiées et peuplées.” Ez 36, 35 : Lavaret e vo : an douar-se bet gwastet a zo evel ul liorzh eus an Eden, hag ar c’hêrioù dismantret, gwastet ha rivinet, a zo mogeriet hag annezet.
Alors les nations qui subsisteront autour de vous sauront que Je suis le Seigneur : je reconstruis ce qui était démoli, je replante ce qui était désolé. Je suis le Seigneur, j’ai parlé, et je le ferai. Ez 36, 36 : Hag ar Broadoù chomet en-dro deoc’h a ouio eo me an Aotrou am eus adsavet ar pezh a oa diskaret, adplantet ar pezh a oa drastet. Me, an Aotrou, am eus komzet hag hen ober a rin.
Ainsi parle le Seigneur Dieu : En outre, je me laisserai chercher par la maison d’Israël afin d’agir en sa faveur ; les hommes, je les multiplierai comme un troupeau. Ez 36, 37 : Evel-hen e komz Doue an Aotrou : Ha kement-mañ c’hoazh a rin diwar bedenn tiegezh Israel : O lakaat a rin da fonnusaat evel un tropellad a dud.
Comme un troupeau de bêtes consacrées, le troupeau qui remplit Jérusalem lors de ses solennités, les hommes rempliront, tels un troupeau, les villes en ruines. Alors on saura que Je suis le Seigneur. » Ez 36, 38 : Evel un tropellad a loened gouestlet d’ar sakrifisoù, evel un tropellad strollet e Jeruzalem gant ar gouelioù meur, evel-se en em leunio ar c’hêrioù dismantret gant un tropellad a dud ; hag e vo gouezet ez eo me eo an Aotrou !
