Aller au contenu
Accueil » Lectures du dimanche

Lectures du dimanche

📅 D'ar Sadorn 26 a viz Gouere 2025

Santez Anna ⚪ Gwenn
Autres noms : Santez Anna mamm ar Werc'hez Vari, patromez kentañ Breizh

Santez Anna a c’hanas ar Werc’hez Vari, Mamm Doue. An deoliezh da santez Anna e Breizh a hañval bezañ ken kozh ha kristeniezh ar vro. Kehelet e vez Mamm-gozh hor Salver evel mamm-gozh ar Vretoned. War c'houlenn eskibien Breizh eo bet diskleriet ent-kefridiel Patromez Breizh gant ar pab sant Pius X e 1914.

📜 1ère lecture

Lennadenn eus levr kentañ Sirac’h (Sir 44, 1. 10-15)

📖 Voir dans la Bible

O anv a zo bev evit ar remziadoù.

Meulomp eta an dud illur,
Hon tadoù, hervez urzh o ganedigezh.
Tud zo e-leizh ha n'eus ket soñj anezho.
Hogen n’eo ket evel-se evit an dud a drugarez,
n'eo ket bet ankounac’haet o oberoù o reizhded.
O eurvad a bado keit hag o lignez,
Un hêrezh santel eo o diskennidi.
Derc'hel a raio o gourvibien da lezennoù an Emglev,
hag o bugale ivez en abeg dezho.
O lignez a bado da viken
hag o gloar ne vo ket diverket.
O c'horfoù a zo bet sebeliet er peoc'h
Hag o anv a zo bev evit remziadoù.
Ar pobloù a zanevell o furnez,
Hag ar vodadeg a embann o meuleudi.

⇧ Retourner en haut de page

🎶 Psaume

Psaume 132 Salm 132 (131), 11. 13-14. 17-18

📖 Psautier : Psaume 132

D : An Aotrou Doue a roio dezhañ tron David, e dad.

Touet en deus an Aotrou da Zavid
ur bromesa divrall ha na dorro biken :
«Ur mab dit-te, unan eus da wad
a lakain da roue war da dron.

Rak an Aotrou en deus dibabet Sion,
he c'hoantaet en deus evit e chomadur :
«Sed amañ lec'h va diskuizh da virviken ;
amañ e vin o chom p'am eus he c’haret.

Eno e lakain da ziwanañ ur mab galloudus da Zavid,
ul lamp a gempennin e tiegezh va olevad.
E holl enebourien a c'holoin a vezh,
met war e benn e splanno va c'hurunenn.»

⇧ Retourner en haut de page

📜 2ème lecture

Lennadenn tennet eus al Lizher d'an Hebreed  (Heb 11, 1-2, 8-13a)

📖 Voir dans la Bible

Va breudeur, ar feiz a zo anezhi arrez ar pezh a esperer, prouenn ar pezh na weler ket. Ya, en abeg d'o feiz eo bet meulet tud an amzer gozh. Dre ar feiz e sentas Abraham ouzh galv Doue, evit mont war-zu ur vro a zlee kaout en hêrezh, hag ez eas en hent hep gouzout dezhañ da belec'h edo o vont. Dre ar feiz, e chomas evel diavaeziad en Douar Prometet, o vevañ eno dindan teltennoù, evel ivez Izaak ha Yakob, kenhêred an hevelep promesa. Rak gortoz a rae ar gêr diazezet divrall a zo Doue an ijinour hag ar saver anezhi. Dre ar feiz ivez, Sara, daoust ma oa erru war an oad, a resevas ar galloud da engehentañ ur mab o vezañ ma kredas e gwirionez en hini a rae ar bromesa. Hag evel-se, diwar un den hepken, warnañ dija tres ar marv, e teuas er bed ur bobl ken stank hag ar stered en neñv, diniver evel an traezh war ribl ar mor. Er feiz ez int marvet holl hep bezañ resevet an traoù prometet dezho met ouzh o gwelout hag ouzh o saludiñ a-ziabell.

⇧ Retourner en haut de page

✝️ Évangile

Pennad eus an Aviel santel hervez Mazhev (Mz 13, 16-17)

📖 Voir dans la Bible

Klevout ar pezh a glevit ha n’o deus ket klevet.

En amzer-se e lavaras Jezuz : « Deoc'h-c'hwi eo roet da anaout misterioù Rouantelezh an Neñvoù. Eürus ho taoulagad dre ma welont hag ho tivskouarn dre ma klevont.

E gwirionez, me a lavar deoc'h, kalz diouganerien ha tud santel o deus c'hoantaet gwelout ar pezh a welit ha n’o deus ket gwelet, klevout ar pezh a glevit ha n’o deus ket klevet. »

⇧ Retourner en haut de page