Aller au contenu
Accueil » Bible en breton » Nouveau Testament en breton » Lettre aux Hébreux » Chapitre 11

Lettre aux Hébreux - Chapitre 11

Levr : Al lizher d’an Hebreed
Chapitre : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13

Chapitre 11



La foi est une façon de posséder ce que l’on espère, un moyen de connaître des réalités qu’on ne voit pas. He 11, 1 : Hogen ar feiz eo an diazez eus an traoù a esperer, ar brouenn eus an traoù na weler ket.

Et quand l’Écriture rend témoignage aux anciens, c’est à cause de leur foi. He 11, 2 : Ya, en abeg d’o feiz ez eus bet roet d’ar re gozh testeni mat.

Grâce à la foi, nous comprenons que les mondes ont été formés par une parole de Dieu, et donc ce qui est visible n’a pas son origine dans ce qui apparaît au regard. He 11, 3 : Dre ar feiz e ouzomp eo bet stummet ar bedoù gant Komz Doue, en doare ma teu ar gwelus eus an diwelus.

Grâce à la foi, Abel offrit à Dieu un sacrifice plus grand que celui de Caïn ; à cause de sa foi, il fut déclaré juste : Dieu lui-même rendait témoignage à son offrande ; à cause de sa foi, bien qu’il soit mort, il parle encore. He 11, 4 : Dre ar feiz e kinnigas Abel da Zoue un aberzh gwelloc’h eget hini Kaïn ; hag en abeg dezhi e voe diskleriet e oa reizh, Doue e-unan o reiñ testeni diwar-benn e brofoù ; ha dre ar feiz-se, petra bennak ma-z eo marv, e talc’h da gomz.

Grâce à la foi, Hénok fut retiré de ce monde, et il ne connut pas la mort ; personne ne le retrouva parce que Dieu l’avait retiré ; avant cet événement, il avait été agréable à Dieu, l’Écriture en témoigne. He 11, 5 : Dre ar feiz e voe savet Henoc’h d’an Neñv evit na welfe ket ar marv ha na vefe kavet mui, o vezañ bet dilamet kuit gant Doue. Rak a-raok lavarout ez eo bet lamet kuit, e touger testeni diwar e benn o tiskleriañ en devoa plijet da Zoue ;

Or, sans la foi, il est impossible d’être agréable à Dieu ; car, pour s’avancer vers lui, il faut croire qu’il existe et qu’il récompense ceux qui le cherchent. He 11, 6 : hep ar feiz avat ne c’hell den plijout da Zoue, rak an neb a dosta ouzh Doue eo ret dezhañ krediñ ez eus un Doue hag e vez gopraet gantañ ar re a vez ouzh e glask.

Grâce à la foi, Noé, averti de choses encore invisibles, accueillit cet oracle avec respect et construisit une arche pour le salut de sa famille. Sa foi condamnait le monde, et il reçut en héritage la justice qui s’obtient par la foi. He 11, 7 : Dre ar feiz, Noe, diskuliet dezhañ traoù diwelus c’hoazh a voe karget a zoujañs Doue, hag a reas un arc’h evit salviñ tud e di. Drezi e kondaonas ar bed hag e teuas da gaout perzh er reizhder-se a zeu eus ar feiz.

Grâce à la foi, Abraham obéit à l’appel de Dieu : il partit vers un pays qu’il devait recevoir en héritage, et il partit sans savoir où il allait. He 11, 8 : Dre ar feiz e sentas Abraham ouzh galv Doue, evit mont kuit d’ar vro a dlee kaout anezhi da hêrezh, ma-z eas war-raok hep gouzout da belec’h edo o vont.

Grâce à la foi, il vint séjourner en immigré dans la Terre promise, comme en terre étrangère ; il vivait sous la tente, ainsi qu’Isaac et Jacob, héritiers de la même promesse, He 11, 9 : Dre ar feiz e teuas da chom e douar ar bromesa, evel en ur vro estren, o vevañ eno dindan deltennoù, evel ivez Izaak ha Jakob, kenhêred an hevelep promesa.

car il attendait la ville qui aurait de vraies fondations, la ville dont Dieu lui-même est le bâtisseur et l’architecte. He 11, 10 : Rak gortoz a rae ar gêr diazezet divrall a zo Doue an ijinour hag ar saver anezhi.

Grâce à la foi, Sara, elle aussi, malgré son âge, fut rendue capable d’être à l’origine d’une descendance parce qu’elle pensait que Dieu est fidèle à ses promesses. He 11, 11 : Dre ar feiz ivez, Sara hec’h-unan a resevas ar galloud da goñsev ur mab, ha kement-se daoust ma oa erru war an oad, o vezañ ma kredas e gwirionez an hini a rae ar bromesa.

C’est pourquoi, d’un seul homme, déjà marqué par la mort, a pu naître une descendance aussi nombreuse que les étoiles du ciel et que le sable au bord de la mer, une multitude innombrable. He 11, 12 : Hag evel-se, diwar un den hepken, hag eñ hanter varv, ez eus bet ganet ul lignez "ken stank hag ar stered en neñv hag ar grouan war ribl ar mor... diniver".

C’est dans la foi, sans avoir connu la réalisation des promesses, qu’ils sont tous morts ; mais ils l’avaient vue et saluée de loin, affirmant que, sur la terre, ils étaient des étrangers et des voyageurs. He 11, 13 : Er feiz ez eo marvet ar re-se holl, hep bezañ resevet an traoù prometet, met ouzh o gwelout hag ouzh o saludiñ a-ziabell, pa zisklerient e oant estrenien ha tremenidi war an douar.

Or, parler ainsi, c’est montrer clairement qu’on est à la recherche d’une patrie. He 11, 14 : Rak ar re a gomz evel-se a ziskouez fraezh emaint o klask ur vammvro.

S’ils avaient songé à celle qu’ils avaient quittée, ils auraient eu la possibilité d’y revenir. He 11, 15 : Ha m’o dije miret soñj eus an hini e oant aet kuit diouti, o dije bet amzer a-walc’h da zistreiñ dezhi.

En fait, ils aspiraient à une patrie meilleure, celle des cieux. Aussi Dieu n’a pas honte d’être appelé leur Dieu, puisqu’il leur a préparé une ville. He 11, 16 : Hogen ur vro welloc’h a c’hoantaent, da lavarout eo, unan neñvel. Ha dre-se, Doue n’en deus ket mezh o vezañ anvet o Doue. Kempennet en deus evit gwir, ur gêr dezho.

Grâce à la foi, quand il fut soumis à l’épreuve, Abraham offrit Isaac en sacrifice. Et il offrait le fils unique, alors qu’il avait reçu les promesses He 11, 17 : Dre ar feiz eo e kinnigas Abraham Izaak, pa voe amprouet. Hag e vab unganet eo an hini a oa profet gantañ

et entendu cette parole : C’est par Isaac qu’une descendance portera ton nom. He 11, 18 : goude resev ar promesaoù ha pa oa bet lavaret dezhañ : « En Izaak e vezo dit un lignez a zougo da anv.»

Il pensait en effet que Dieu est capable même de ressusciter les morts ; c’est pourquoi son fils lui fut rendu : il y a là une préfiguration. He 11, 19 : Rak krediñ a rae ez eo Doue galloudus a-walc’h evit dasorc’hiñ a varv da vev ; ha gant-se e resevas anezhañ en-dro, pezh a zo un arouez.

Grâce à la foi encore, Isaac bénit Jacob et Ésaü en vue de l’avenir. He 11, 20 : Dre ar feiz c’hoazh, Izaak e-sell eus an traoù da zont, a vennigas Jakob hag Esaou.

Grâce à la foi, Jacob mourant bénit l’un et l’autre des fils de Joseph, et il se prosterna, appuyé sur l’extrémité de son bâton. He 11, 21 : Dre ar feiz, Jakob war e dremenvan a vennigas pep hini eus mibien Yozef, hag a soublas oc’h en em harpañ war benn e vazh.

Grâce à la foi, Joseph, à la fin de sa vie, évoqua l’exode des fils d’Israël et donna des ordres au sujet de ses ossements. He 11, 22 : Dre ar feiz, Yozef, pa oa e par ar marv, a gomzas eus ermaeziadeg bugale Israel hag a roas urzhioù diwar-benn e relegoù.

Grâce à la foi, Moïse, après sa naissance, fut caché pendant trois mois par ses parents, car ils avaient vu que l’enfant était beau, et ils n’eurent pas peur du décret du roi. He 11, 23 : Dre ar feiz, Moizez, pa voe ganet, a voe kuzhet gant e dud e-pad tri miz, dre ma welent e oa ur bugel kaer ; ha m’o devoe aon rak gourc’hemennoù ar roue.

Grâce à la foi, Moïse, devenu grand, renonça au titre de fils de la fille du Pharaon. He 11, 24 : Dre ar feiz, Moizez, pa voe deuet bras, a nac’has bezañ anvet mab da verc’h ur Faraon.

Choisissant d’être maltraité avec le peuple de Dieu plutôt que de connaître une éphémère jouissance du péché, He 11, 25 : Gwelloc’h e oa gantañ bezañ gwallgaset war un dro gant pobl Doue eget tañva plijadurezh berrbad ar pec’hed ;

il considéra l’injure subie par le Christ comme une richesse plus grande que les trésors de l’Égypte : en effet, il regardait plus loin, vers la récompense. He 11, 26 : soñjal a rae e oa dizenor ar C’hrist brasoc’h pinvidigezh eget teñzorioù an Egipt : rak parañ a rae e zaoulagad war ar gopr.

Grâce à la foi, il quitta l’Égypte sans craindre la colère du roi ; il tint ferme, comme s’il voyait Celui qui est invisible. He 11, 27 : Dre ar feiz ez eas kuit eus an Egipt, hep kaout aon rak kounnar ar Roue. Derc’hel start a reas evel pa welje an Diwelus.

Grâce à la foi, il a fait célébrer la Pâque et appliquer du sang sur les portes, pour que l’Exterminateur des premiers-nés ne touche pas ceux d’Israël. He 11, 28 : Dre ar feiz e lidas ar Pask hag e reas sparfadur ar gwad evit na stokfe ket an distrujer ouzh ar re gentañ ganet eus Israel.

Grâce à la foi, ils passèrent à travers la mer Rouge comme sur une terre sèche, alors que les Égyptiens, essayant d’en faire autant, furent engloutis. He 11, 29 : Dre ar feiz e treuzjont ar Mor Ruz evel dre un douar sec’h ; ha pa glaskas Egiptiz ober kement-all e voent islonket.

Grâce à la foi, les remparts de Jéricho tombèrent après qu’on en eut fait le tour pendant sept jours. He 11, 30 : Dre ar feiz e kouezhas mogerioù Yeriko en o foull, goude ober an dro anezho e-pad seizh devezh.

Grâce à la foi, Rahab la prostituée ne périt pas avec ceux qui avaient résisté, car elle avait accueilli pacifiquement les hommes envoyés en reconnaissance. He 11, 31 : Dre ar feiz, Rac’hab, ar serc’h, ne voe ket lazhet a-gevret gant ar re all, dre m’he devoa degemeret gant peoc’h ar spierien.

Que dire encore ? Le temps me manquerait pour rappeler l’histoire de Gédéon, Barak, Samson, Jephté, David, Samuel et les prophètes. He 11, 32 : Ha petra lavarout c’hoazh ? N’em befe ket amzer a-walc’h ma karfen komz hini hag hini eus Gedeon, Barak, Samzun, Jefte, David, evel eus Samouel hag an diouganerien ;

Par leur foi, ils ont conquis des royaumes, pratiqué la justice, obtenu la réalisation de certaines promesses. Ils ont fermé la gueule des lions, He 11, 33 : int-i hag o deus dre o feiz, gounezet rouantelezhioù, barnet hervez ar reizhder, resevet ar madoù prometet, serret o genou d’al leoned,

éteint la flamme des brasiers, échappé au tranchant de l’épée, retrouvé leurs forces après la maladie, montré du courage à la guerre, mis en fuite des armées étrangères. He 11, 34 : mouget nerzh an tan, en em ziwallet diouzh barvenn ar c’hleze, a zo bet pareet eus o c’hleñvedoù, en em ziskouezet galloudek er brezel hag o deus bountet kuit an armeoù estren.

Des femmes dont les enfants étaient morts les ont retrouvés ressuscités. Mais certains autres ont été torturés et n’ont pas accepté la libération qui leur était proposée, car ils voulaient obtenir une meilleure résurrection. He 11, 35 : Gwragez o deus adkavet o re varv adsavet da vev. Reoù all a zo bet merzheriet pa nac’hent bezañ dieubet, evit kaout gwelloc’h dasorc’hidigezh.

D’autres ont subi l’épreuve des moqueries et des coups de fouet, des chaînes et de la prison. He 11, 36 : Reoù all c’hoazh o deus gouzañvet goapaerezh ha skourjezataerezh, pe c’hoazh ar chadennoù hag ar prizon.

Ils furent lapidés, sciés en deux, massacrés à coups d’épée. Ils allèrent çà et là, vêtus de peaux de moutons ou de toisons de chèvres, manquant de tout, harcelés et maltraités He 11, 37 : Labezet int bet, heskennet int bet, lazhet a daolioù kleze, bevet o deus amañ hag a-hont dindan krec’hin deñved ha krec’hin givri, en dienez, heskinet, gwallgaset,

– mais en fait, c’est le monde qui n’était pas digne d’eux ! Ils menaient une vie errante dans les déserts et les montagnes, dans les grottes et les cavernes de la terre. He 11, 38 : int-i ha ne oa ket ar bed dellezek anezho ; kantreet o deus dre ouelec’hioù ha menezioù, e mougevioù ha groc’hioù an douar.

Et, bien que, par leur foi, ils aient tous reçu le témoignage de Dieu, ils n’ont pas obtenu la réalisation de la promesse. He 11, 39 : Hag ar re-se holl, daoust m’o deus bet testeni mat evit o feiz, n’o deus ket resevet ar madoù prometet ;

En effet, pour nous Dieu avait prévu mieux encore, et il ne voulait pas les mener sans nous à la perfection. He 11, 40 : rak Doue, pa ragaoze gwelloc’h tonkadur evidomp, ne felle ket dezhañ e tizhfent hepdomp ar barfeted.