Lettre aux Hébreux - Chapitre 7
Chapitre 7
Ce Melkisédek était roi de Salem, prêtre du Dieu très-haut ; il vint à la rencontre d’Abraham quand celui-ci rentrait de son expédition contre les rois ; il le bénit, He 7, 1 : Rak hennezh, Melkisedek, Roue Salem, beleg an Doue meurbet-uhel, an hini a zeuas a-benn-hent da Abraham p’edo o tistreiñ goude bezañ faezhet ar Rouaned, hag a vennigas anezhañ,
et Abraham lui remit le dixième de tout ce qu’il avait pris. D’abord, Melkisédek porte un nom qui veut dire « roi de justice » ; ensuite, il est roi de Salem, c’est-à-dire roi « de paix », He 7, 2 : hag en devoe ivez digant Abraham an deog eus kement preizhadenn a oa, hennezh a dalv da gentañ e anv da lavarout Roue a Reizhder, hag a zo ivez Roue Salem, da lavarout eo Roue a beoc’h,
et à son sujet on ne parle ni de père ni de mère, ni d’ancêtres, ni d’un commencement d’existence ni d’une fin de vie ; cela le fait ressembler au Fils de Dieu : il demeure prêtre pour toujours. He 7, 3 : a zo hep tad, na mamm, na lignez, hep deroù d’e zeizioù na diwezh d’e vuhez, a zo gant-se ur rakskeudenn da Vab Doue : chom a ra beleg da virviken.
Regardez comme il est grand, celui à qui Abraham, le patriarche, a donné la dîme de son meilleur butin. He 7, 4 : Arvestit bremañ pegen bras eo an hini a voe roet dezhañ gant Abraham, hag eñ an Uheldad, an deog eus ar preizhadennoù priziusañ.
Or, selon la loi de Moïse, les fils de Lévi qui reçoivent le sacerdoce ont l’ordre de percevoir la dîme sur le peuple, c’est-à-dire sur leurs frères, qui pourtant sont issus d’Abraham, eux aussi. He 7, 5 : Evit gwir, ar re eus mibien Levi a resev ar velegiezh, o deus ar gwir, hervez al Lezenn, da zeogañ ar bobl, da lavarout eo da zeogañ o breudeur, petra bennak ma-z int ganet, int ivez, eus askre Abraham.
Melkisédek, lui qui n’était pas d’ascendance lévitique, a soumis Abraham à la dîme, et il a béni celui qui possédait les promesses. He 7, 6 : Hogen, an hini na oa ket eus o gouenn, en deus deoget Abraham ha benniget perc’henn ar promesaoù.
Or il est indiscutable que c’est toujours le supérieur qui bénit l’inférieur. He 7, 7 : Hep mar ebet eo an hini izelañ a vez benniget gant an hini uhelañ.
D’ordinaire, ceux qui perçoivent la dîme sont des hommes qui meurent, et ici, on atteste que celui-là reste en vie. He 7, 8 : Ouzhpenn-se, amañ eo tud varvus a vez o resev an deogoù, met aze eo an hini a destenier diwar e benn ez eo bev.
À travers Abraham, Lévi lui-même, qui normalement perçoit la dîme, a été, pour ainsi dire, soumis à la dîme, He 7, 9 : Erfin, ma c’heller hen lavarout : e Abraham eo Levi e-unan - eñ hag a resev an deogoù - a zo bet ivez deoget,
car il était en germe dans le corps de son ancêtre quand Melkisédek vint à la rencontre de celui-ci. He 7, 10 : rak e askre e dad edo c’hoazh pa zeuas Melkisedek a-benn-hent dezhañ.
Si l’on atteignait la perfection par le moyen du sacerdoce lévitique, sur lequel repose la législation du peuple, pourquoi faudrait-il que se lève un autre prêtre de l’ordre de Melkisédek, et qu’il ne soit pas appelé prêtre de l’ordre d’Aaron ? He 7, 11 : Ma vije eta en em gavet ar barfeted gant belegiezh Levi - a zo bet diazezet warni al Lezenn roet d’ar bobl - peseurt ezhomm a vije e savfe ur beleg all hervez urzh Melkisedek, unan ha n’eo ket lavaret e vefe hervez urzh Aaron ?
Or s’il y a changement de sacerdoce, il y a nécessairement aussi changement de loi. He 7, 12 : Rak pa gemm ar velegiezh e rank ivez al lezenn kemmañ.
Celui dont il s’agit ici appartient à une autre tribu, dont aucun membre n’a jamais été au service de l’autel. He 7, 13 : E gwirionez, hennezh hag a lavarer an traoù-se diwar e benn, a zo eus ur meuriad all, unan ha n’eus bet ennañ den ebet o servijañ ouzh an aoter.
En effet, il est clair que notre Seigneur a surgi de la tribu de Juda, pour laquelle Moïse ne dit rien quand il parle des prêtres. He 7, 14 : Rak un dra anat eo ez eo bet ganet hon Aotrou eus meuriad Youda, meuriad n’en deus lavaret Moizez tra ebet diwar e benn pa oa o komz eus ar veleien.
Les choses sont encore beaucoup plus claires si cet autre prêtre se lève à la ressemblance de Melkisédek He 7, 15 : Kement-se a zeu c’hoazh da vezañ sklaeroc’h ma taoler evezh penaos an hini en em gav da veleg nevez hervez urzh Melkisedek,
et devient prêtre, non pas selon une exigence légale de filiation humaine, mais par la puissance d’une vie indestructible. He 7, 16 : a zo bet diazezet da veleg n’eo ket hervez lezenn ur reolenn gorfel, met hervez galloud ur vuhez divrall.
Car voici le témoignage de l’Écriture : Toi, tu es prêtre de l’ordre de Melkisédek pour l’éternité. He 7, 17 : Rak sed amañ ar pezh a zo bet testeniet diwar e benn : « Te ’zo beleg da viken hervez urzh Melkisedek ».
On a là, d’une part, l’abrogation du commandement précédent, à cause de sa faiblesse et de son inutilité – puisque la Loi n’a rien mené à la perfection – He 7, 18 : Evel-se eo bet diskaret ar reoliadur kentañ en abeg d’e sempladurezh ha d’e zidalvoudegezh.
et, d’autre part, l’introduction d’une espérance meilleure qui nous fait approcher de Dieu. He 7, 19 : Rak al Lezenn n’he deus degaset netra da vezañ peurvat. Bet eo avat an digoradur d’un esperañs gwelloc’h, a ra deomp tostaat ouzh Doue.
Cela ne s’est pas fait sans qu’il y ait eu prestation de serment : en effet, tandis que les autres devenaient prêtres sans aucun serment, He 7, 20 : Ha seul wiroc’h eo ma n’eo ket bet graet an dra-se hep ledoued. Ar re all a zo deuet da vezañ beleien, hep ma vefe ledoued ebet.
celui-là a fait l’objet d’un serment de la part de celui qui lui a dit : Le Seigneur l’a juré dans un serment irrévocable ; toi, tu es prêtre pour l’éternité. He 7, 21 : Hemañ avat eo dre le an Hini en deus lavaret dezhañ : « Hen touet en deus an Aotrou ha n’en devo ket a geuz : Te ’zo beleg da virviken ».
Pour cette raison, Jésus est devenu le garant d’une alliance meilleure. He 7, 22 : Dre-se, un emglev gwelloc’h eo an hini m’eo deuet Jezuz da vezañ ar gwarant anezhañ.
Jusque-là, un grand nombre de prêtres se sont succédé parce que la mort les empêchait de rester en fonction. He 7, 23 : Ouzhpenn-se, ar re-se ez eus bet kalz anezho o tont da veleien, dre ma vire ar marv outo da chom atav ;
Jésus, lui, parce qu’il demeure pour l’éternité, possède un sacerdoce qui ne passe pas. He 7, 24 : eñ avat, o vezañ ma chom da virviken, en deus ur velegiezh na dremen ket.
C’est pourquoi il est capable de sauver d’une manière définitive ceux qui par lui s’avancent vers Dieu, car il est toujours vivant pour intercéder en leur faveur. He 7, 25 : Ha gant se e c’hell saveteiñ da vat ar re a ya drezañ etrezek Doue, bev ma-z eo bepred da erbediñ evito.
C’est bien le grand prêtre qu’il nous fallait : saint, innocent, immaculé ; séparé maintenant des pécheurs, il est désormais plus haut que les cieux. He 7, 26 : Ya, un Arc’hbeleg a seurt-se eo an hini a vanke deomp, santel, didamall, dinamm, dispartiet diouzh ar bec’herien ha savet a-us d’an Neñvoù,
Il n’a pas besoin, comme les autres grands prêtres, d’offrir chaque jour des sacrifices, d’abord pour ses péchés personnels, puis pour ceux du peuple ; cela, il l’a fait une fois pour toutes en s’offrant lui-même. He 7, 27 : unan na vefe ket ret dezhañ, evel an Arc’hbeleien all, kinnig da gentañ aberzhoù evit e bec’hedoù-eñ ha goude-se evit re ar bobl ; rak her graet en deus ur wech evit mat, oc’h en em ginnig e-unan.
La loi de Moïse établit comme grands prêtres des hommes remplis de faiblesse ; mais la parole du serment divin, qui vient après la Loi, établit comme grand prêtre le Fils, conduit pour l’éternité à sa perfection. He 7, 28 : Al Lezenn avat a laka da Arc’hbeleien, tud o deus sempladurezh ; met lavar al ledoued, deuet goude al Lezenn, en deus diazezet da Arc’hbeleg, ar Mab, lakaet da vezañ peurvat da virviken.
