Lectures du dimanche
📅 D'ar Sul 31 a viz Eost 2025
📜 1ère lecture
Lennadenn eus levr Sirac'h (Sir 3, 17-18.20.28-29)
En em izela, hag e kavi gras dirak Doue.
Va mab : bugel, gra da oberoù gant douster,
Hag e vi karet gant an den en deus grad vat Doue.
Seul vuioc'h ma 'z out bras, seul vuioc'h bez izel a galon,
Ha dirak an Aotrou e kavi gras.
Rak bras eo galloudegezh an Aotrou,
Ha gant an dud izelek e vez douget klod dezhañ.
N'eus remed ebet da estrenvan al lorc'heg,
Rak plantenn an droug he deus sanket he gwrizioù ennañ.
Kalon ar skiantek en em soñj war ar sturiennoù,
Hag ur skouarn evezhiek a zo c'hoant an den fur.
🎶 Psaume
Psaume 68 Salm 68 (67), 4-5ac, 6-7ab, 10-11
D : En ho madelezh, hoc'h eus aozet un ti d'ar beorien, Aotrou Doue !
An dud reizh avat a drid lirzhin,
e barr al levenez e kanont dirak Doue.
Salmit da Zoue ha meulit e anv ;
digorit an hent da Varc'heger ar c'hoabr.
Tad an emzivaded ha difenner an intañvezed
eo Doue en e balez santel.
Eñ a ro d'an dud dilezet un ti da chom ennañ,
eñ a zigor dor an eurvad d'ar brizonidi.
Glav ho largentezioù hoc'h eus neuze skuilhet war ho tud,
pa oant divi hoc'h eus o adnerzhet.
Eno hoc'h eus roet, o Doue, ur vodenn d'ho teñved,
en ho madelezh hoc'h eus aozet pourvez d'ar reuzeudig.
📜 2ème lecture
Lennadenn eus lizher d'an Hebreed (Heb 12, 18-19.22-24a)
Deuet oc'h da dostaat ouzh Menez Sion, ouzh kêr an Doue bev.
Breudeur, n’hoc'h eus ket tostaet ouzh un dra a c'hellfed stekiñ outañ,
nag ouzh un tan o flammañ, nag ouzh an dic'houloù,
nag ouzh an deñvalijenn, nag ouzh ar gorventenn,
nag ouzh son an drompilh o skiltrañ,
nag ouzh trouz ar vouezh-se ma c'houlenne ar re he c’hleve
na vefe ken komzet outo.
C’hwi avat hoc'h eus tostaet ouzh Menez Sion, ouzh Kêr an Doue bev,
Jeruzalem an neñv, ouzh milmiliadoù an Aeled en o lidadeg,
ouzh bodadenn ar re gentañ-ganet enskrivet en neñvoù,
ouzh Doue barner an holl,
ouzh speredoù an dud justisaet deuet da vezañ peurvat,
ouzh Jezuz, hanterour un Emglev nevez.
✝️ Évangile
Pennad eus an Aviel santel hervez Lukaz (Lk 14, 1.7-14)
An neb en em gav uhel a vo izelaet, hag an neb en em izela a vo savet uhel.
Un deiz ma oa antreet Jezuz e ti unan eus pennoù ar Farizianed
da zebriñ e bred, un deiz sabad, edo ar re-mañ o sellout pizh outañ.
D’an dud pedet e lavaras ur barabolenn,
rak taolet en devoa evezh penaos e kemerent al lec'hioù kentañ ouzh taol :
« Pa vezez pedet gant unan bennak d’un eured,
n’a ket d’en em lakaat er plas kentañ,
gant aon na vefe bet kouviet ivez unan enorusoc'h egedout,
ha na zeufe an hini en deus ho pedet ho-taou da lavarout dit :
'' Ro da blas da hemañ ! ''
ha neuze e rankfes gant mezh en em lakaat er plas diwezhañ.
Hogen pa vezez pedet, kae d’en em lakaat er plas diwezhañ ;
evel-se, p’en em gavo an hini en deus da bedet, e lavaro dit :
'' Va mignon, kae uheloc'h ! ''
ha neuze e vo un enor evidout dirak an holl gouvidi.
Rak an neb en em uhela a vo izelaet,
hag an hini en em izela a vo uhelaet. »
Lavarout a reas ivez d’an hini en devoa e gouviet :
« Bep gwech ma ri merenn pe goan,
na bed ket da vignoned, na da vreudeur,
na da gerent pe da amezeien binvidik,
gant aon n’az pedfent d’o zro ha na vefes digollet evel-se.
Hogen pa ri ur fest bennak,
ped kentoc'h peorien, tud vac'hagnet, tud kamm, tud dall.
Hag eürus e vi peogwir n’o devo ket peadra da rentañ dit ;
rak neuze e vo rentet dit en adsavidigezh an dud just. »
🎙️ Écouter l'Évangile du jour
📅 D'ar Sul 31 a viz Eost 2025Lukaz 14, 7-14 - Gant Dominique Thépaut eo displeget an Aviel.Hébergé par Audiomeans. Visitez audiomeans.fr/politique-de-confidentialite pour plus d\'informations.
📅 D'ar Sul 31 a viz Eost 2025
Lk 14, 1.7-14 - Gant Dominique Thépaut eo displeget an Aviel.Hébergé par Audiomeans. Visitez audiomeans.fr/politique-de-confidentialite pour plus d\'informations.
