Aller au contenu
Accueil » Lectures du dimanche

Lectures du dimanche

📅 D'al Lun 8 a viz Kerzu 2025

Ar Werc'hez koñsevet dinamm⚪ Gwenn
Autres noms : Ar Werc'hez Vari koñsevet dinamm, Ar Werc'hez krouet dinamm, Ar Werc'hez dinammgrouet

Adal kentañ prantad he buhez, ez eo bet Mari diwallet a bep pec'hed dre ur c'hras o tont endeo eus marv salvus he Mab. Krouidigezh dinamm Mari zo diazezet eta war he mammelezh doueel. Evel en he uhelsavidigezh d'an neñv, ez eo Mari, en he c'hrouidigezh, skeudenn ragaroueziet an Iliz ez eus bet fellet da Zoue e vefe hep namm, na roufenn, met santel ha dinamm.

📜 1ère lecture

Lennadenn eus levr ar C'heneliezh (Ge 3, 9-15.20)

📖 Voir dans la Bible

Hag e huchas an Aotrou Doue war an den, o lavarout dezhañ :
« Pelec'h emaout ? »
Hag hemañ da lavarout :
« Da vouezh am eus klevet el liorzh, hag em eus bet aon,
rak en noazh emaon, hag ez on aet da guzhat. »
Hag e lavaras : « Piv en deus diskleriet dit edos en noazh ?
Eus ar wezenn am boa berzet ouzhit debriñ diouti az pefe debret ? »
Hag e lavaras an den : « Ar vaouez ac'h eus lakaet ganin
eo he deus roet din eus ar wezenn, hag em eus debret. »
Hag e lavaras an Aotrou Doue d’ar vaouez : « Petra ac'h eus graet ? »
Hag e lavaras ar vaouez : « An naer he deus va zouellet, hag em eus debret. »
Hag e lavaras an Aotrou Doue d’an naer :
« Evit bezañ graet se, milliget ra vezi dreist an holl anevaled
hag an holl loened gouez !
War da gof ez i, ha poultr a zebri holl deizioù da vuhez.
Enebiezh a lakaan etrezout hag ar vaouez,
etre da ziskennadur hag he diskennadur ;
hemañ a flastro da benn, ha te a flastro he seul. »
Hag e c'halvas an den anv e wreg :
Eva, pa oa da vezañ mamm an holl re vev.

⇧ Retourner en haut de page

🎶 Psaume

Psaume 98 Salm 98 (97), 1. 2-3ab. 3c-4

📖 Psautier : Psaume 98

D : Kanit d'an Aotrou ur ganenn nevez !

Kanit d'an Aotrou ur ganenn nevez,
dre m'en deus graet burzhudoù.
Gounezet en deus an trec'h gant e zorn dehou,
ha gant e vrec'h santel.

An Aotrou en deus diskouezet e silvidigezh,
diskleriet en deus e reizhder d'an holl vroioù.
Soñj en deus bet eus e vadelezh
hag eus e fealded e-keñver tiegezh Israel.

Gwelet o deus broioù pellañ an douar
silvidigezh hon Doue.
Youc'hit d'an Aotrou, C'hwi an holl douaroù,
tridit gant levenez ha kanit.

⇧ Retourner en haut de page

📜 2ème lecture

Lennadenn eus lizher an Abostol Paol d’an Efeziz (Ef 1, 3-6.11-12)

📖 Voir dans la Bible

Hon dibabet en deus Doue e Jezuz a-ziaraok krouidigezh ar bed

Ra vo benniget Doue, Tad hon Aotrou Jezuz-Krist,
eñ hag en deus hor benniget ha roet deomp pep bennozh speredel a holl viskoazh, er C’hrist.
Rak hon dibabet en deus ennañ a-ziaraok krouidigezh ar bed, da vezañ santel ha dinamm dirazañ, er garantez,
en ur rakdivizout diwar hor penn e vefemp advibien dezhañ dre Jezuz Krist. Setu petra eo bet plijet gantañ ober en e vadelezh,
evit ma vefe kanmeulet splannder ar c’hras en deus roet deomp en e Vab muiañ-karet,
er C’hrist, ni ar Yuzevien, a oa bet rak-dibabet da vezañ e lod, hervez diviz an Hini a gas pep tra war-raok diouzh mennad e youl,
evit ma vefe meulet e c’hloar ganeomp-ni, ar re o deus a-ziaraok esperet er C’hrist.

⇧ Retourner en haut de page

✝️ Évangile

Pennad eus an Aviel santel hervez sant Lukaz (Lk 1, 26-38)

📖 Voir dans la Bible

Me ho salud Mari,
ganeoc’h emañ an Aotrou Doue


Allelouia ! Allelouia ! (Kv. Lk 1, 28)
Bez laouen, Mari leun a c'hras, an Aotrou a zo ganit,
benniget out dreist an holl wragez.
Allelouia !

En amzer-se, er c'hwec'hvet miz e voe kaset an Ael Gabriel gant Doue
d’ur gêr a C’halilea anvet Nazared,
da gaout ur werc'hez gouestlet e dimezi
d’un den anvet Jozef, eus tiegezh David, hag anv ar werc'hez a oa Maria.
Hag antreet en he betek e lavaras :
« Bez laouen, leun a c'hras, an Aotrou a zo ganit ! »
Hi avat a voe strafuilhet gant ar gerioù-se,
oc'h en em c'houlenn petra 'oa ar salud-se.
Hag an Ael a lavaras dezhi :
« Na spont ket, Mari, gras ac'h eus kavet dirak Doue.
Setu ma vi dougerez, ha ma c'hani ur mab, hag e roi dezhañ Jezuz da anv.
Hennezh a vo bras ha Mab an Uhelañ a vo graet anezhañ,
hag an Aotrou Doue a roy dezhañ tron David, e dad.
Ren a ray war diegezh Yakob da virviken,
hag e rouantelezh ne vo dibenn ebet dezhi. »
Neuze e lavaras Mari d’an Ael :
« Penaos e c'hoarvezo kement-se pa n’anavezan ket ar gwaz ? »
Hag an Ael a respontas dezhi : « Ar Spered Santel a zeuio warnout,
ha galloud an Uhelañ az koloio gant e skeud ;
rak-se eta, da grouadur santel a vo anvet Mab Doue.
Ha gwel, Elizabed da garez, setu m’he deus koñsevet ur mab en he c'hozhni,
hag ar miz-mañ eo ar c'hwec'hvet evit an hini a veze anvet gaonac'h
rak n’eus netra a vefe trec'h da c'halloud Doue. »
Ha Mari da lavarout : « Setu servijerez an Aotrou :
ra vo graet din hervez da lavar. »
Hag ez eas an Ael kuit diouti.

⇧ Retourner en haut de page


🎙️ Écouter l'Évangile du jour

🎙 Voir l'émission sur RCF

📅 D'al Lun 8 a viz Kerzu 2025
Hébergé par Audiomeans. Visitez audiomeans.fr/politique-de-confidentialite pour plus d\'informations.

⇧ Retourner en haut de page