Lectures du dimanche
📅 D'ar Sul 14 a viz Kerzu 2025
📜 1ère lecture
Lennadenn eus levr Izaia (Iz 35, 1-6a.10)
Doue e-unan a zeuio d’hor salviñ.
Ra vo laouen ar gouelec'h hag an douar sec'h,
ra vo lirzhin an dezerzh ha ra vleunio,
Evel ar roz-kamm ra vleunio, ra vleunio, ra drido gant youc'hadennoù a levenez.
Roet e vo dezhañ kaerder al Liban, kened ar C'harmel ha braventez Saron :
Gwelout a raint gloar an Aotrou, splannder hon Doue !
Kreñvait an daouarnioù dinerzhet, startait an daoulinoù o vrallañ ;
Lavarit d'ar re flaket o c'halonoù :
Adnerzhit ho kalon, n'ho pet ket aon ken !
Setu ho Toue ! Emañ o tont gant ar veñjañs,
Emañ o tont gant ar gopr, dont a ra e-unan evit ho salviñ.
Neuze e vo digoret daoulagad an dalled,
Ha distouvet divskouarn ar vouzared ;
Ar c'hamm a lammo evel ur c'harv,
Ha teod an den mut a youc'ho a levenez.
Drezañ e tistroio ar re dieubet gant an Aotrou.
Antren a raint e Sion gant youc'hadennoù a levenez,
Ul levenez peurbadel a vo evel kurunenn o fenn ;
Trid ha trivli a gerzho ganto, tec'het kuit ar boan hag ar c'hlemmvan.
🎶 Psaume
Psaume 146 Salm 146 (145), 7, 8-9a, 9bc-10
D : Deuit, Aotrou, d'hor salviñ.
Pe: Allelouia !
An Aotrou a zalc'h d'e c'her da virviken,
reiñ a ra o gwir d'ar re wasket,
an Aotrou a ro bara d'ar re naoniek,
a dorr o chadennoù d'ar brizonidi.
An Aotrou a zigor daoulagad an dalled,
an Aotrou a zigromm an dud daoubleget,
an Aotrou a gar an dud reizh.
An Aotrou a ziwall ar veajourien.
An Aotrou a sikour ar minor hag an intañvez
met diroudañ a ra mennadoù an dud fall.
An Aotrou a ren, roue da virviken,
da Zoue, o Sion, a rummad da rummad.
📜 2ème lecture
Lennadenn eus lizher Jakez (Jk 5, 7-10)
Kennerzhit ho kalonoù, rak tost emañ donedigezh an Aotrou.
Breudeur, bezit leun a basianted, betek Donedigezh an Aotrou.
Sellit ouzh al labourer-douar : gant an esper da gaout frouezh prizius,
e c'hortoz gant basianted glaveier an diskar-amzer ha re an nevez-amzer.
C’hwi ivez bezit leun a basianted.
Startait ho kalonoù, rak tost emañ Donedigezh an Aotrou.
Na glemmit ket an eil enep egile, breudeur, evit na viot ket barnet.
Setu m’emañ ar Barner e-tal an nor.
Kemerit skouer a c'houzañvegezh hag a basianted, breudeur,
diwar ar Brofeded o deus komzet e anv an Aotrou.
✝️ Évangile
Pennad eus an Aviel santel hervez sant Mazhev (Mz 11, 2-11)
Te eo a zlee dont, pe un all hon eus da c'hortoz ?
Allelouia ! Allelouia ! Iz. 61, 1 (Lk 4, 18)
Spered an Aotrou Doue zo warnon ;
Va c'haset en deus evit kemenn ar c'heloù mat d'ar beorien.
Allelouia !
Yann avat en e garc’har o vezañ klevet petra oa oberoù ar C'hrist,
a gasas hiniennoù eus e ziskibien da c'houlenn digantañ :
« Ha te eo an hini a zle dont, pe un all hon eus da c'hortoz ? »
Jezuz a respontas dezho :
« It da gemenn en-dro da Yann ar pezh a glevit hag a welit :
An dud dall a wel, ar re gamm a gerzh,
ar re lovr a zo glanaet, ar re vouzar a glev, ar re varv a adsav da vev ;
ar re baour a zo kemennet dezho ar c'heloù mat.
Hag eürus an neb na vin ket un droukskoilh evitañ. »
Evel ma oa ar re-mañ o vont war-raok,
en em lakaas Jezuz da lavarout d’ar bobl diwar-benn Yann :
« Na petra oc'h aet da welout er gouelec'h ?
Ur raosklenn brallet gant an avel ?
Met petra oc'h aet da welout ?
Un den gwisket gant dilhad flour ?
Ar re avat a zoug dilhad flour a chom e palezioù ar rouaned.
Met petra 'ta oc'h aet d’ober ? Da welout un diouganer ?
Ya, me lavar deoc'h, ha muioc'h eget un diouganer.
Hennezh eo an hini a zo bet skrivet diwar e benn :
Setu ma kasan va c'hannad dirazout,
evit ma kempenno an hent evidout.
E gwirionez me lavar deoc'h, e-touez bugale ar gwragez,
n’eus bet hini o sevel, brasoc'h eget Yann Vadezour.
Ha koulskoude ar bihanañ e Rouantelezh an Neñvoù a zo brasoc'h egetañ. »
🎙️ Écouter l'Évangile du jour
📅 D'ar Sul 14 a viz Kerzu 2025Kregiñ a ra hiziv trede sizhunvezh an Azvent gant Sul ar Gaudete, ar joa, al levenez.Hébergé par Audiomeans. Visitez audiomeans.fr/politique-de-confidentialite pour plus d\'informations.
