Aller au contenu
Accueil » Lectures du dimanche

Lectures du dimanche

📅 D'ar Sul 21 a viz Kerzu 2025

4e sul an Azvent🟣 Mouk

📜 1ère lecture

Lennadenn eus levr Izaia  (Iz 7, 10-16)

📖 Voir dans la Bible

Setu ma voe koñsevet gant ur werc'hez.

An Aotrou a gomzas c'hoazh ouzh Ac'haz en ur lavarout :
Goulenn un arouez digant an Aotrou da Zoue,
pe en donder an douar pe en uhelder an neñv.
Met Ac'haz a respontas :
Ne c'houlennin ket ha ne demptin ket an Aotrou !
Neuze e lavaras Izaias : Selaouit eta, tud tiegezh David !
Hag-eñ eo re nebeut deoc'h skuizhañ an dud.
Ma skuizhit ivez va Doue ?
Neuze eo an Aotrou anezhañ e-unan a roio deoc'h un arouez :
Setu m'eo dougerez ar Werc'hez hag e c'hano ur mab
A vo roet dezhañ Emmanouel da anv.

⇧ Retourner en haut de page

🎶 Psaume

Psaume 24 Salm 24 (23), 1-2, 3-4ab, 5-6

📖 Psautier : Psaume 24

D : Ra zeuio an Aotrou, ar roue glorius !

D'an Aotrou eo an douar hag e holl bobladur,
ar bed a-bezh ha kement a zo ennañ.

Rak, eñ en deus e ziazezet a-us d'ar morioù,
eñ en deus e startaet a-us d'ar stêrioù.

Piv a bigno da venez an Aotrou,
ha piv a chomo en e di santel,

An den a zo glan e zaouarn ha dinamm e galon,
an hini na ro ket e spered d'an traoù goullo.

Hennezh a vo benniget gant an Aotrou,
ha gopret gant e Salver, e Zoue.

Honnezh eo gouenn ar re er c’hlask,
ar re a glask ho tremm, Doue Yakob.

⇧ Retourner en haut de page

📜 2ème lecture

Lennadenn eus lizher an Abostol sant Paol d'ar Romaned (ro 1, 1-7)

📖 Voir dans la Bible

Jezuz-Krist, eus gouenn David, Mab Doue.

Paol, servijer ar C'hrist Jezuz, dibabet da abostol,
lakaet a gostez evit embann Aviel Doue,
Ar c'heloù-mat-se en devoa grataet gwechall
dre e Brofeded er Skriturioù Sakr
diwar-benn e Vab, hemañ bet ganet eus gouenn David evit ar pezh a sell e gorf-den,
eo an hini bet diskleriet gant galloud evel Mab Doue,
en e spered leun a santelezh,
gant e adsavidigezh a-douez ar re varv, Jezuz-Krist hon Aotrou.
Drezañ eo hon eus bet gras ha karg an abostoliezh,
evit prezeg e-touez an holl vroadoù,
en enor e anv, ar sentidigezh ouzh ar feiz,
hag e-touez ar re-se emaoc'h C'hwi ivez, C'hwi dibabet gant Jezuz-Krist.
D’ar re holl eus Roma karet-kenañ gant Doue, dibabet da vezañ sent,
gras ha peoc'h digant Doue hon Tad hag an Aotrou Jezuz-Krist.

⇧ Retourner en haut de page

✝️ Évangile

Pennad eus an Aviel santel hervez sant Mazhev (Mz 1, 18-24)

📖 Voir dans la Bible

Allelouia ! Allelouia ! (Mzh 1, 23)
Setu ma vo ar Werc'hez dougerez,
ha ma c'hano ur mab a vo anvet Emmanouel, da lavarout eo : “ Doue ganimp ”.
Allelouia !

Ginivelezh Jezuz-Krist a c'hoarvezas evel-henn.
Mari, e vamm, o vezañ prometet da Jozef e dimezi,
en em gavas dougerez dre c'halloud ar Spered Santel,
a-raok dezho mont da vevañ a-gevret.
Jozef, he fried, dre ma oa un den reizh anezhañ, ha ne felle ket dezhañ he gwallvrudañ,
a reas e vennozh d’en em zispartiañ dre guzh diouti.
Divizet en devoa kement-se pa 'n em ziskouezas dezhañ dre e gousk,
un Ael eus an Aotrou, a lavaras dezhañ :
« Jozef, mab David, n’az pez ket aon da gemer ganit Mari da bried ;
rak ar pezh a zo krouet enni a zo eus ar Spered Santel.
Genel a raio ur mab hag e roi dezhañ Jezuz da anv,
rak eñ a salvo e bobl eus he fec'hedoù.»
Ha kement-se a c'hoarvezas
evit ma teufe da wir ar pezh en devoa lavaret an Aotrou dre gomz e brofed :
«Setu ma vo ar Werc'hez o tougen ha ma c'hano ur mab a vo anvet Emmanuel »,
da lavarout eo Doue ganimp.
Jozef, ur wech dihunet eus e gousk, a reas hervez m’en devoa gourc'hemennet Ael an Aotrou : Kemer a reas e bried en e di.

⇧ Retourner en haut de page


🎙️ Écouter l'Évangile du jour

🎙 Voir l'émission sur RCF

📅 D'ar Sul 21 a viz Kerzu 2025
Hébergé par Audiomeans. Visitez audiomeans.fr/politique-de-confidentialite pour plus d\'informations.

⇧ Retourner en haut de page