Aller au contenu
Accueil » Lectures du dimanche » 28/06/2026

Lectures du dimanche - 28/06/2026

📅 D'ar Sul 28 a viz Mezheven 2026

✨ 13vet sul war ar bloaz🟢 Gwer

📜 1ère lecture

Lennadenn eus an eil levr ar Rouaned (2Ro 4, 8-11. 14-16a)

📖 Voir dans la Bible

Un den Doue, santel, eo hennezh, ra ziskuizho eno.

Un deiz e tremenas Elizeaz dre Sumam.
Hag e oa eno ur vaouez pinvidik, a zalc'has warnañ da zebriñ pred.
Ha bewech ma tremene, e tistroe di da zebriñ pred.
Hag hi da lavarout d’he gwaz :
« Setu : gouzout a ran ez eo un den Doue, santel, an hini a dremen du-mañ dalc'hmat.
Greomp, mar plij, ur pezh e-krec'h, gant ur speurenn, ur gambrig,
hag e lakaimp dezhañ, e-barzh, ur gwele, un daol, ur gador hag ur c'houlaouenn,
ha pa zeuio davedomp, en em denno eno. »
Ha setu, un deiz ma oa erruet eno hag en em dennet er gambr-uhel da gousket enni.
Hag e lavaras : « Petra ober eviti ? »
Hag e lavaras Giezi : « Met n’he deus ket a vab, hag he gwaz a zo kozh ! »
Hag e lavaras (Elizeaz) : « Galv-hi. »
Hag he gervel a reas, hag en em zalc'has-hi war an treuzoù.
Hag e lavaras (Elizeaz) : « D’ar mare-mañ, d’ar bloaz nevez, e vriati ur mab.»

⇧ Retourner en haut de page

🎶 Psaume

 (Sa 89 (88), 2-3, 16-17, 18-19)

📖 Psautier : Psaume 89

D : Trugarezioù an Aotrou da viken a ganmeulin !

Trugarezioù an Aotrou a fell din kanañ da viken, a rummad da rummad ;
me a venn embann ho kwirionez gant va muzelloù.
En lavarout a ran : « Diazezet hoc'h eus ho madelezh evit atav »,
divrall emañ ho fealded en Neñvoù.

Eürus ar Bobl a oar youc'hal en enor deoc'h,
a gerzh e sklêrijenn ho tremm, Aotrou,
ar re a gav bepred ho levenez en hoc'h anv,
hag en ho reizhder an nerzh da adsevel.

C'hwi a ro dezho splannder ha galloud,
diwar-bouez ho krad-vat e sav uhel o nerzh.
Ya, hor skoed-difenn eo an Aotrou,
hon roue-ni eo Doue santel Israel.

⇧ Retourner en haut de page

📜 2ème lecture

Lennadenn eus lizher an Abostol sant Paol d'ar Romaned (Ro 6, 3-4. 8-11)

📖 Voir dans la Bible

A-gevret gantañ omp bet lakaet er bez dre ar vadeziant da vevañ eveltañ en ur vuhez nevez.

Va breudeur, ha n’ouzit ket penaos ni holl hag a zo bet badezet er C'hrist Jezuz, eo en e varv ez omp bet badezet ?
A-gevret gantañ omp bet lakaet er bez dre ar vadeziant evit mervel, evit dont ni ivez, evel ma 'z eo adsavet ar C'hrist a-douez ar re varv dre nerzh gloar an Tad,
da vevañ eveltañ en ur vuhez nevez.
Neuze mar d-omp marv war un dro gant ar C'hrist,
kredomp hor bo buhez ivez war un dro gantañ,
rak, gouezomp mat an dra-se, ar C'hrist adsavet a-douez ar re varv ne varvo ken,
hag ar Marv n’en devo ken galloud warnañ.
E varv a voe ur marv d’ar pec'hed, ur wech evit mat ;
met e vuhez a zo ur vuhez evit Doue.
Ha C'hwi ivez en hevelep doare, en em sellit evel marv d’ar pec'hed,
met o vevañ evit Doue er C'hrist Jezuz.

⇧ Retourner en haut de page

✝️ Évangile

Pennad eus an Aviel santel hervez sant Mazhev (Mz 10, 37-42)

📖 Voir dans la Bible

An neb na gemer ket e groaz n'eo ket dellezek ac'hanon. An neb ho tegemer, am degemer.

Allelouia ! Allelouia ! (1 Pêr 2, 9)
C’hwi a zo ar ouenn dibabet, ar velegiezh roueel, ar vroad santel ; embannit oberoù galloudus
an hini en deus ho kalvet eus an deñvalijenn d’e sklêrijenn vurzhudus.
Allelouia !

En amzer-se e lavare Jezuz d'e ziskibien : « An neb a gar e dad pe e vamm muioc'h egedon, n’eo ket dellezek ac'hanon.
Hag an neb a gar e vab pe e verc'h muioc'h egedon, n’eo ket dellezek ac'hanon.
An neb na gemer ket e groaz ha na zeu ket war va lerc'h,
n’eo ket dellezek ac'hanon.
An neb en devo kavet e vuhez, he c'hollo ;
met an neb en devo he c'hollet en abeg din-me, hennezh he c'havo.
An neb ho tegemer, am degemer ;
hag an neb am degemer a zegemer an Hini en deus va c'haset.
An neb a zegemer un diouganer evel diouganer a resevo ur gopr a ziouganer,
hag an neb a zegemero un den reizh evel den reizh, en devo ur gopr a zen reizh.
Ha piv bennak en devo roet ur werennad dour fresk hepken da unan
eus ar re vihan-se, dre ma'z eo diskibl din-me,
en lavarout a ran deoc'h, e gwirionez, ne gollo ket e c'hopr. »

⇧ Retourner en haut de page


🎙️ Écouter l'Évangile du jour

🎙 Voir l'émission sur RCF

📅 D'ar Sul 28 a viz Mezheven 2026

⇧ Retourner en haut de page