Lectures du dimanche - 05/07/2026
📅 D'ar Sul 5 a viz Gouere 2026
📜 1ère lecture
Lennadenn eus levr diougan Zakaria (Zak 9, 9-10)
Setu ma teu davedout da roue paour.
Setu pezh a lavar an Aotrou :
Trid gant nerzh, merc'h Sion,
ha youc'h gant al levenez, merc'h Jeruzalem !
Setu ma teu davedout da Roue,
reizh ha trec'her,
dilorc'h hag azezet war un azen,
war un azenig, hini bihan un azenez.
Dilemel a raio kuit kirri Efraim
ha kezeg Jeruzalem ;
Torret e vo ar wareg-emgann.
Kemenn a raio ar peoc'h d'ar broadoù.
E rouantelezh a yelo eus ar Mor d'ar Mor
hag eus ar Stêr betek harzoù an douar.
🎶 Psaume
(Sa 145 (144), 1-2, 8-9, 10-11, 13cd-14)
D : Bennigañ a rin hoc'h anv da viken, o Doue va roue !
Pe : Allelouia.
Ho kanmeuliñ a rin, va Doue ha va Roue,
hag hoc'h anv a vennigin, atav ha da viken.
Bemdez e lavarin bennozh deoc'h
hag hoc'h anv a ganmeulin, atav ha da viken.
Trugarezus ha tener a galon eo an Aotrou,
gorrek da gounnariñ, largentezus da reiñ.
Mat ouzh an holl eo an Aotrou,
ha trugarezus e-keñver e holl grouadurien.
Hoc'h holl grouadelezh, Aotrou, da ganañ en hoc'h enor,
hag ho fideled d'ho pennigo.
Ra lavarint splannder ho roueelezh,
ra ziskleriint ho kalloudegezh.
Feal eo an Aotrou en e holl lavaroù,
ha santel en e holl oberoù.
An Aotrou a sikour kement hini a ya da gouezhañ,
digrommañ a ra kement hini a zo daoubleget.
📜 2ème lecture
Lennadenn eus lizher an Abostol sant Paol d'ar Romaned (Ro 8, 9. 11-13)
Mar lakait gant ar Spered oberoù ar c'horf da vervel ennoc'h, ho po ar vuhez.
Va breudeur, c’hwi avat ne vevit ket hervez ar c'horf, met hervez ar spered,
peogwir emañ Spered Doue o chom ennoc'h.
An neb n’en deus ket Spered ar C'hrist, hennezh n’eo ket dezhañ.
Mar d-emañ o chom ennoc'h Spered
an Hini en deus dihunet Jezuz a-douez ar re varv, neuze,
an hevelep hini hag en deus dihunet ar C'hrist Jezuz a-douez ar re varv,
a advevo ivez ho korfoù marvel dre e Spered o chom ennoc'h.
Evel-se 'ta, breudeur, ez omp dleourien,
met n’eo ket e-keñver ar c'horf evit bevañ hervez ar c'horf.
Rak mar bevit hervez ar c'horf, ho po ar marv ;
met mar lakait gant ar Spered oberoù ar c'horf da vervel ennoc'h, ho po ar vuhez.
✝️ Évangile
Pennad eus an Aviel santel hervez sant Mazhev (Mz 11, 25-30)
Dous on hag izel a galon.
Allelouia ! Allelouia ! (Mzh 11, 25)
Bennozh dit o Tad, Aotrou an Neñv hag an douar,
dre m’ec'h eus diskuliet misterioù ar rouantelezh d’ar vugaligoù.
Allelouia !
En amzer-se e lavaras Jezuz d'e ziskibien :
« Bennozh a lavaran dit, o Tad,
Aotrou an Neñv hag an douar,
dre m’ec'h eus kuzhet an traoù-se ouzh ar re fur ha desket,
ha m’ec'h eus o diskuliet d’ar vugaligoù.
Ya, Tad, rak evel-se eo bet plijet dit.
Pep tra a zo bet roet din gant va Zad,
ha den ebet ne anav ar Mab nemet an Tad,
ha den ebet ne anav an Tad nemet ar Mab
hag an neb e plij d’ar Mab en diskuliañ dezhañ. »
« Deuit davedon, C'hwi holl a zo skuizh
hag a bleg dindan ar samm, ha me ho tivec'hio.
Kemerit warnoc'h va yev,
ha deskit diganin ez on dous hag izelek a galon,
ha diskuizh a gavot evit hoc'h eneoù.
Rak aes eo va yev, ha skañv eo va samm. »

