Lectures du dimanche - 12/07/2026
📅 D'ar Sul 12 a viz Gouere 2026
📜 1ère lecture
Lennadenn eus levr Izaias (Iz 55, 10-11)
Ar glav a ra d'an douar kellidañ.
Selaouit komzoù an Aotrou :
« Evel ma tiskenn ar glav hag an erc'h eus an Neñvoù,
ha na zistroont ket hep bezañ douraet ha strujusaet an douar,
hep bezañ en lakaet da gellidañ,
'vit ma roio had d'an hader ha bara d'an debrer ;
evel-se emañ kont gant al lavar a zeu er-maez eus va genoù
ne zistroio ket davedon hep bezañ kavet efed,
hep bezañ graet ar pezh a vennan
ha kaset da benn ar gefridi am eus roet dezhañ da seveniñ. »
🎶 Psaume
(Sa 65 (64), 10abcd. 10 e-11. 12-13. 14)
D : An had a gouezhas en douar mat hag a daolas frouezh.
Gweladennet hoc'h eus an douar ha roet dour dezhañ ;
skuilhet hoc'h eus warnañ pinvidigezh.
Leun-barr a zour eo gwazh Doue ;
pourchaset hoc’h eus gwinizh d’an dud, evel-henn e kempennit an douar.
Douret hoc'h eus e antoù,
plaenaet e havregoù ;
e wakaet hoc'h eus gant glaveier,
benniget e gellidoù.
Kurunennet hoc'h eus ar bloaz gant ho madoù,
war ho roudoù e splann ar strujusted.
Goueriet e vez peurvanoù ar gouelec'h,
an torgennoù a zo leun a levenez.
Ar pradeier a zo goloet a dropelloù,
an traoniennoù a zo gwisket a winizh ;
setu ma youc'hont, setu ma kanont !
📜 2ème lecture
Lennadenn eus lizher an Abostol sant Paol d'ar Romaned (Ro 8, 18-22)
Ar grouadelezh gant hiraezh a c'hortoz an erzerc’hadenn-se eus gloar bugale Doue.
Va breudeur, me gav din n’heller ket lakaat poanioù an amzer a-vremañ
e skoaz gant ar c'hloar a zle bezañ diskleriet ennomp.
Rak ar grouadelezh gant hiraezh a c'hortoz an erzerc’hadenn-se
eus gloar bugale Doue.
Gouzout a reomp emañ betek bremañ ar grouadelezh
a-bezh oc'h hirvoudiñ en ur c'houzañv gwentloù ar gwilioud.
Ha n’eo ket hi hepken, ni ivez,
ha goude ma perc'hennomp frouezh kentañ ar Spered,
a vez hon-unan oc'h hirvoudiñ en hon diabarzh en ur c'hortoz
an advabelezh hag ar c'houlz ma vo dieubet hor c'horfoù.
Rak un dra esperet hepken eo hor silvidigezh evidomp.
✝️ Évangile
Pennad eus an Aviel santel hervez sant Mazhev (Mz 13, 1-23)
Aet eo an hader da hadañ.
Allelouia ! Allelouia !
An had eo komz Doue, an hader eo ar C'hrist ;
Kement hini er c’hav a chomo da viken.
Allelouia !
En devezh-se ez eas Jezuz er-maez eus an ti hag ec'h azezas war ribl ar mor.
Un engroez bras a dud en em zastumas en-dro dezhañ,
ma pignas en ur vag ha ma azezas enni, tra ma chome an dud war an aod.
Hag e komzas outo eus kalz traoù dre barabolennoù. Hag e lavare :
« Setu ma 'z eas an hader er-maez da hadañ.
Hag e-pad m’edo oc'h hadañ, e kouezhas lod eus ar greun a-hed an hent,
ha laboused an neñv a zeuas hag o debras.
Greun all a gouezhas en ul lec'h meinek n’o devoa ket eno kalz a zouar ;
kerkent e tiwanjont dre ne oa ket a zonder douar ;
met pa savas an heol e voent suilhet,
hag evel n’o devoa ket gwrizioù e tisec'hjont.
Greun all a gouezhas e-mesk an drein ; met an drein a savas hag o mougas.
Reoù all a gouezhas en douar mat,
hag e rojont frouezh, unan kant evit unan, un all tri-ugent, un all tregont.
Ra glevo an neb en deus divskouarn. »
Neuze e ziskibien, o tostaat outañ, a lavaras :
« Perak e komzez dezho dre barabolennoù ? »
Respont a reas :
«Deoc'h-C'hwi eo bet roet anavezout misterioù Rouantelezh an Neñvoù ;
dezho avat n’eo ket roet.
Rak an neb en deus e vo roet dezhañ, hag en-fonnus en devo ;
met an neb n’en deus ket, e vo tennet digantañ zoken ar pezh en deus.
Setu perak e komzan dezho dre barabolennoù, rak pa sellont ne welont ket,
ha pa selaouont ne glevont ket, ne gomprenont ket.
Evito e teu da wir diougan Izaias :
Klevout a reot gant ho tivskouarn, ha ne gomprenot ket ;
sellout a reot gant ho taoulagad ha ne welot ket.
Rak kaletaet eo kalon ar bobl-mañ,
pounner-glev eo deuet o divskouarn da vezañ ;
ha serret o deus o daoulagad, gant aon n’o divije gwelet o daoulagad,
n’o dije klevet o divskouarn, n’en divije komprenet o spered,
n’o divije kemmet o buhez
ha m’em bije roet dezho ar pare.
Evidoc'h-C'hwi, eürus ho taoulagad dre ma welont
hag ho tivskouarn dre ma klevont.
E gwirionez me ’lavar deoc'h,
kalz diouganerien ha tud santel o deus c'hoantaet gwelout ar pezh
a welit ha n’o deus ket gwelet,
klevout ar pezh a glevit ha n’o deus ket klevet.
C’hwi eta, selaouit petra dalv parabolenn an hader.
Evit kement hini a glev komz ar Rouantelezh hep he c'hompren,
e teu an hini drouk da skrapañ ar pezh a zo bet hadet en e galon ;
setu aze ar pezh a zo bet hadet a-hed an hent.
Ar greun kouezhet war ar meineg a zo evel an hini a glev ar gomz
hag he degemer raktal gant levenez,
hogen n’eus ket donder ennañ, n’en deus ket dalc'hegezh,
ha kerkent ma teu an trubuilh pe an heskinerezh en abeg d’ar gomz,
diouzhtu e kav tro da gouezhañ.
An had taolet e-mesk an drein a zo evel an hini a glev ar gomz,
nemet gant damant ar bed ha touell ar binvidigezh
e vez mouget ar gomz ha difrouezh e chom.
Erfin an had en douar mat a zo evel an hini a glev ar gomz,
he gompren, a zoug frouezh ervat, hag a ro kant,
pe tri-ugent, pe tregont evit unan. »
pe al lennadenn verr :
Pennad eus an Aviel santel hervez sant Mazhev (Mz 13, 1-9)
Aet eo an hader da hadañ.
Allelouia ! Allelouia !
An had eo komz Doue, an hader eo ar C'hrist ;
Kement hini er c’hav a chomo da viken.
Allelouia !
En devezh-se ez eas Jezuz er-maez eus an ti hag ec'h azezas war ribl ar mor.
Un engroez bras a dud en em zastumas en-dro dezhañ,
ma pignas en ur vag ha ma azezas enni, tra ma chome an dud war an aod.
Hag e komzas outo eus kalz traoù dre barabolennoù. Hag e lavare :
« Setu ma 'z eas an hader er-maez da hadañ.
Hag e-pad m’edo oc'h hadañ, e kouezhas lod eus ar greun a-hed an hent,
ha laboused an neñv a zeuas hag o debras.
Greun all a gouezhas en ul lec'h meinek n’o devoa ket eno kalz a zouar ;
kerkent e tiwanjont dre ne oa ket a zonder douar ;
met pa savas an heol e voent suilhet,
hag evel n’o devoa ket gwrizioù e tisec'hjont.
Greun all a gouezhas e-mesk an drein ; met an drein a savas hag o mougas.
Reoù all a gouezhas en douar mat,
hag e rojont frouezh, unan kant evit unan, un all tri-ugent, un all tregont.
Ra glevo an neb en deus divskouarn. »
🎙️ Écouter l'Évangile du jour
📅 D'ar Sul 12 a viz Gouere 2026Pedenn an deiz gant Guillemette In

