Lectures du dimanche - 02/08/2026
📅 D'ar Sul 2 a viz Eost 2026
📜 1ère lecture
Lennadenn eus levr Izaias (Iz 55, 1-3)
Deuit, ha debrit.
Setu pezh a lavar an Aotrou :
C'hwi holl, sec'hedet, deuit davit an dourioù,
C'hwi zoken hep arc'hant, deuit holl !
Kemerit ha debrit hep talañ mann ebet,
Ar gwin, al laezh evit netra.
Perak dispign arc'hant evit ar pezh n'eo ket bara,
Ho kopr evit traoù na dorront ket an naon ?
Va selaouit hag e tebrot ar pezh a zo mat,
Hag ho kalon a vo plijet gant meuzioù c'hwek.
Digorit ho skouarn ha deuit davedon,
Va selaouit hag hoc'h ene en devo buhez.
Skoulmañ a rin ganeoc'h un emglev peurbadel,
Hervez ar grasoù feal prometet da Zavid.
🎶 Psaume
(Sa 145 (144), 8-9. 15-16. 17-18)
D : Digorit ho torn, Aotrou, ha roit deomp hon gwalc'h.
Trugarezus ha tener a galon eo an Aotrou,
gorrek da gounnariñ, largentezus da reiñ.
Mat ouzh an holl eo an Aotrou,
ha trugarezus e-keñver e holl grouadurien.
Daoulagad an holl a zo en gortoz,
da gaout diganeoc'h o magadur e koulz mat.
Digeriñ a rit ho torn,
hag e roit o gwalc'h da gement a vev.
Reizh eo an Aotrou en e holl hentoù,
ha leun a vadelezh en e holl oberoù.
Tost emañ an Aotrou da gement hini e bed,
da gement hini e bed gant fealded.
📜 2ème lecture
Lennadenn eus lizher an Abostol sant Paol d'ar Romaned (Ro 8, 35. 37-39)
Krouadur ebet na c'hell hon disrannañ diouzh karantez Doue en em ziskleriet e Jezuz-Krist.
Va breudeur, piv hon disranno diouzh karantez ar C'hrist ?
An trubuilhoù, an anken, an heskinerezh, an naon,
an noazhder, ar riskloù, ar c'hleze ?
Met e kement-se n’eo ket diaes deomp trec'hiñ dre an hini en deus hor c'haret.
Ya, sur on eus an dra-se, nag ar marv, nag ar vuhez,
nag an Aeled nag ar Priñselezhioù,
nag an amzer a-vremañ nag an amzer da zont, nag ar galloudegezhioù,
nag an uhelder nag an donder, na krouadur all ebet
ne c'hellint hon disrannañ diouzh karantez Doue
en em ziskleriet e Jezuz-Krist hon Aotrou.
✝️ Évangile
Pennad eus an Aviel santel hervez sant Mazhev (Mz 14, 13-21)
Debriñ a rejont holl, hag o devoe o gwalc'h.
Allelouia ! Allelouia ! (Mzh 4, 4b)
N’eo ket diwar vara hepken e vevo an den,
met diwar gement a zeu eus genoù Doue.
Allelouia !
Pa glevas Jezuz komz eus marv Yann-Vadezour, e yeas kuit ac'hano gant ur vag,
hag en em dennas en ul lec'h digenvez, en distro ;
met ar bobl a ouezas an dra-se,
hag ez eas an dud war e lerc'h, war droad, eus ar c'hêrioù tro-dro.
Evel-se, pa zouaras e welas un engroez bras a dud,
ha truez en devoe outo hag e pareas o zud klañv.
Deuet an abardaez e tostaas e ziskibien outañ, hag e lavarjont :
« Digenvez eo al lec'h-mañ, ha diwezhat eo dija ;
kas kuit an dud-se ma 'z aint d’ar c'hêriadennoù da brenañ peadra da zebriñ. »
Met Jezuz a lavaras dezho :
« N’o deus ket ezhomm da vont war-raok ;
roit dezho, C'hwi hoc'h-unan da zebriñ. »
Respont a rejont dezhañ :
« N’hon eus amañ nemet pemp baraenn ha daou besk. »
« O degasit din amañ », emezañ.
Gourc'hemennet gantañ d’ar bobl azezañ war ar geot
e kemeras ar pemp baraenn hag an daou besk ;
hag o sevel e zaoulagad war-zu an neñv, e lavaras ur vennigadenn ;
ha goude rannañ ar baraennoù,
en o roas d’e ziskibien hag an diskibien d’ar bobl.
Hag an holl a zebras, hag o gwalc'h o devoe ;
hag eus ar restachoù e tastumjont daouzek panerad leun a dammoù.
Ar re o devoa debret a oa anezho pemp mil den pe war-dro,
hep kontañ ar merc'hed hag ar vugale.
🎙️ Écouter l'Évangile du jour
📅 D'ar Sul 2 a viz Eost 2026Pedenn an deiz gant Alan Ar Verj hag Annick Miossec

