Aller au contenu
Accueil » Lectures du dimanche » 22/11/2026

Lectures du dimanche - 22/11/2026

📅 D'ar Sul 22 a viz Du 2026

✨ Gouel ar C'hrist Roue an Hollved⚪ Gwenn
Autres noms : Gouel ar C'hrist Roue

📜 1ère lecture

Lennadenn eus levr Ezekiel (Ek 34, 11-12. 15-17)

📖 Voir dans la Bible

C'hwi, va zropell, a varnin etre oaned ha givri.

Evel-henn e komz an Aotrou Doue :
Setu-me va-unan,
prederiañ a rin me va-unan en-dro d'am deñved
hag ober a rin ar gweloù warno.
Evel ma ra ar mesaer un distremen war e zeñved
d'an deiz m'en em gav e-kreiz e zeñved bet stlabezet,
evel-se e rin un distremen war va deñved hag en o zennin eus an holl lec'hioù
ma oant bet dasstrewet enno en deiz ar c'houmoul hag ar malkennoù du.
Me eo an hini a vesaio va deñved,
me an hini a raio dezho diskuizhañ, - diougan an Aotrou Doue !
An hini kollet a glaskin, an hini dianket a zegasin en-dro,
an hini gloazet a vandennin, an hini glañv a gennerzhin,
an hini druz ha kreñv a ziwallin, o mesa a rin gant eeunded.
Evit ar pezh a sell ouzhoc'h, va deñved, evel-henn e komz an Aotrou Doue :
Setu ma-z an da varn etre dañvad ha dañvad, etre meot ha bouc'hed.

⇧ Retourner en haut de page

🎶 Psaume

 (Sa 23 (22), 1-2a, 2b-3, 5-6)

📖 Psautier : Psaume 23

D : Va fastor eo an Aotrou, ne ra netra diouer din-me !

Va fastor eo an Aotrou :
Ne ra netra diouer din,
war peurvanoù leton glas
em laka da c'hourvez.

Va ren a ra d'an dourioù diskuizhus,
da advevaat va ene.
Va bleinañ a ra dre hentoù ar reizhder
evit enor e anv.

Evidon ec'h aozit un daol
a-dal d'am enebourien ;
war va fenn e skuilhit ho c’hwez-vat, va c’halir ’zo leun-barr.

Madelezh ha gras a gerzho ganin a-hed devezhioù va buhez, va chomadur a vo ti an Aotrou a-hed an holl amzer.

⇧ Retourner en haut de page

📜 2ème lecture

Lennadenn eus lizher kentañ an Abostol sant Paol da Gorintiz (1Go 15, 20-26. 28)

📖 Voir dans la Bible

Rentañ a rayo ar rouantelezh da Zoue ha Tad, evit ma vo Doue pep tra e kement tra.

Va breudeur,
ar C'hrist a zo adsavet a-douez ar re varv,
an hini kentañ eus ar re gousket.
Rak gant un den eo deuet ar marv,
ha gant un den e teu adsavidigezh ar re varv.
Evel ma varv an holl en Adam,
evel-se ivez eo er C'hrist ec'h adkavo an holl ar vuhez.
Met pep hini en e renk e penn an holl, ar C'hrist evel kentañ ;
war e lerc'h ar re a vo d’ ar C'hrist da zeiz e Emziskleriadur.
Goude-se e vo ar fin, pa lakaio e Rouantelezh etre daouarn Doue an Tad,
goude bezañ diskaret pep Priñselezh, Mestroniezh ha Galloudegezh.
Rak dleet eo dezhañ ren,
betek m’en devo lakaet e holl enebourien dindan e dreid.
Hag an diwezhañ enebour a vo diskaret eo ar Marv.
Rak goude ma vo bet lakaet pep tra dindanañ,
neuze ar Mab e-unan en em lakaio dindan an Hini
en devo lakaet pep tra da sujañ dezhañ,
evit ma vo Doue pep tra e kement tra 'zo.

⇧ Retourner en haut de page

✝️ Évangile

Pennad eus an Aviel santel hervez sant Mazhev  (Mz)

📖 Voir dans la Bible

Azezañ a ray war dron e c'hloar hag e tispartio an dud an eil diouzh egile.

Allelouia ! Allelouia ! (Mk 11, 10)
Benniget an hini a zeu e anv an Aotrou !
Benniget ar rouantelezh o tont, hini David hon Tad !
Allelouia !

Jezuz a gomze d'e ziskibien eus e zistro :
« Pa zeuio Mab an Den en e c'hloar hag e holl Aeled gantañ,
neuze ec'h azezo war e dron glorius,
hag e vo bodet an holl bobloù dirazañ, hag e tispartio an eil re diouzh ar re all,
evel ma tisparti ar mesaer an dañvadezed diouzh ar bouc'hed.
Hag e lakaio an dañvadezed en tu dehou dezhañ hag ar bouc'hed en tu kleiz.
« Neuze e lavaro ar Roue d’ar re a vo en tu dehou dezhañ :
Deuit, c'hwi ar re venniget gant va Zad.
Perc'hennit da hêrezh ar Rouantelezh
a zo bet aozet evidoc'h abaoe diazidigezh ar bed.
Rak naon am eus bet ha roet hoc'h eus din da zebriñ ;
sec'hed am eus bet ha roet hoc'h eus din da evañ ;
estren e oan ha va degemeret hoc'h eus ;
en noazh, ha va gwisket hoc'h eus ; klañv, ha deuet oc'h d’am gwelout ;
er prizon, ha deuet oc'h betek ennon.
An dud just a responto neuze dezhañ :
Aotrou, pegoulz hon eus da welet naon dit, ha roet dit da zebriñ ?
sec'hed dit, ha roet dit da evañ ?
Pegoulz hon eus da welet estren ha da zegemeret ? en noazh, ha da wisket ?
Pegoulz hon eus da welet klañv pe er prizon,
hag ez omp deuet betek ennout ?
Hag e responto ar Roue dezho : E gwirionez me lavar deoc'h,
e kement ha m’hoc'h eus graet se da unan eus ar re vihanañ eus va breudeur,
eo din-me va-unan hoc'h eus en graet.
Neuze ivez e lavaro d’ar re a vezo a-gleiz dezhañ :
It pell diouzhin, tud villiget,
d’an tan peurbadel a zo bet aozet evit an Diaoul hag e aeled.
Rak naon am eus bet, ha n’hoc'h eus ket roet din da zebriñ ;
sec'hed am eus bet, ha n’hoc'h eus ket roet din da evañ ;
estren e oan, ha n’hoc'h eus ket va degemeret ; en noazh,
ha n’hoc'h eus ket va gwisket ;
klañv hag er c’harc’har, ha n’oc'h ket deuet d’am gwelout.
Neuze ar re-mañ a lavaro dezhañ :
Aotrou, pegoulz hon eus da welet naon pe sec'hed dit,
pe estren, pe en noazh, pe glañv, pe er prizon, ha n’hon eus ket da sikouret ?
Hag e responto dezho : E gwirionez me lavar deoc'h,
e kement ha n’hoc'h eus ket en graet da unan eus ar re vihanañ-se,
eo din-me kennebeut all n’hoc'h eus ket en graet.
Ha mont a raio ar re-mañ d’ar c'hastiz peurbadel,
hag ar re just d’ar vuhez peurbadel. »

⇧ Retourner en haut de page