Aller au contenu
Accueil » Lectures du dimanche » 27/12/2026

Lectures du dimanche - 27/12/2026

📅 D'ar Sul 27 a viz Kerzu 2026

✨ Gouel an Tiegezh Santel⚪ Gwenn
Autres noms : Gouel ar Familh Santel, Jezuz, Mari ha Jozef

📜 1ère lecture

Lennadenn eus levr ar C’heneliezh (Ge 15, 1-6 ; 21, 1-3)

📖 Voir dans la Bible

An hini a zeuio eus da lounezhi, hennezh a vezo hon hêrezh.

En deizioù-se e voe disklêriet Komz an Aotrou Doue da Abram en ur weledigezh : « Na spont ket, Abram, me eo da zifennour, bras-meurbet e vo da zigoll ».
Hag e respontas Abram : « Aotrou Doue, petra a roiot-hu din-me ? Me a zo hep bugel hag heritour va zi eo Eliezer eus Damask ».
Hag e lavaras c’hoazh : « N’hoc’h eus ket roet din a vugale hag ez eo unan bennak eus va servijerien eo a vo va heritour ».
Met an Aotrou Doue a lavaras kement-mañ dezhañ : « Nann, n’eo ket hennezh eo a vo da heritour met unan hag a zeuio ac’hanout, hennezh eo a vo da heritour ».
An Aotrou Doue er c’hasas er-maez hag a lavaras dezhañ : « Sav da zaoulagad war-zu an neñv, ha kont ar stered. Mar gallez o c’hontañ ». Hag e lavaras dezhañ : « Evel-se e vo da lignez ».
Abram a gredas e Doue, hag e voe kontet kement-se dezhañ evel justis.
An Aotrou a weladennas Sara evel m’en devoa lavaret ; ober a reas an Aotrou evit Sara ar pezh en devoa prometet.
Hag o vezañ koñsevet e c’hanas Sara da Abraham ur mab eus e gozhni, d’ar mare m’en devoa prometet dezhañ Doue.
Hag e c’halvas Abraham ar mab ganet dezhañ, ganet dezhañ gant Sara : Izaag.

⇧ Retourner en haut de page

🎶 Psaume

 (Sa 105 (104), 1b-2. 3-4. 5-6. 8-9)

📖 Psautier : Psaume 105

D : Hon Doue, an Aotrou en deus bet soñj eus an emglev da virviken.

Dougit trugarez d'an Aotrou ha pedit e anv,
embannit e oberoù meur e-touez ar pobloù.
Kanit e vraster ha salmit dezhañ,
danevellit e holl vurzhudoù.

Lakait ho kloar en e anv santel,
ra drido kalon ar re a glask an Aotrou.
Klaskit an Aotrou ha braster e c'halloud,
klaskit dalc'hmat arvestiñ ouzh e splannder.

Ho pet soñj eus ar burzhudoù en deus graet,
eus e daolioù kaer, eus urzhioù e c'henou,
c'hwi diskennadur e servijer Abraham,
c'hwi bugale Jakob, ar re dibabet gantañ.

Mirout a ra soñj eus e Emglev da virviken,
eus ar bromesa en deus graet evit ur mil a rummadoù,
eus an emglev en deus diazezet gant Abraham,
eus al le en deus touet da Izaag.

⇧ Retourner en haut de page

📜 2ème lecture

Lennadenn eus al lizher d'an Hebreed (Heb 11, 8. 11-12. 17-19)

📖 Voir dans la Bible

Feiz Abraham, Sara hag Izaag.

Breudeur, dre ar feiz e sentas Abraham ouzh galv Doue,
evit mont kuit d’ar vro a zlee kaout da hêrezh,
ma-z eas war-raok hep gouzout da belec'h edo o vont.
Dre ar feiz ivez, Sara hec'h-unan a resevas ar galloud da goñsev ur mab,
ha kement-se daoust ma oa erru war an oad,
o vezañ ma kredas e gwirionez an hini a rae ar bromesa.
Hag evel-se, diwar un den hepken, hag eñ hanter varv, ez eus bet ganet ul lignez
« ken stank hag ar stered en neñv hag ar grouan war ribl ar mor... diniver. »
Dre ar feiz eo e kinnigas Abraham Izaag, pa voe amprouet.
Hag e vab unganet eo an hini a oa profet gantañ
goude resev ar promesaoù ha pa oa bet lavaret dezhañ :
«En Izaag e vezo dit ul lignez a zougo da anv.»
Rak krediñ a rae ez eo Doue galloudus da zasorc'hiñ ar re varv zoken ; hag abalamour da-se e voe rentet dezhañ e vab, pezh a zo ur rakskeudenn.

⇧ Retourner en haut de page

✝️ Évangile

Pennad eus an Aviel santel hervez sant Lukaz (Lk 2, 22-40)

📖 Voir dans la Bible

Ar bugel a greske, leun a furnez.

Allelouia ! Allelouia ! (Hb 1, 1-2)
Goude bezañ, meur a wech hag e meur a c'hiz,
komzet gwechall ouzh hon Tadoù dre ar Brofeded,
Doue, en deizioù-mañ, ar re ziwezhañ, en deus komzet ouzhomp dre e Vab.
Allelouia !

Hag a-benn an deizioù merket evit ar buridigezh, hervez Lezenn Voizez,
e kasjont anezhañ da Jeruzalem, da vezañ kinniget d’an Aotrou,
evel ma-z eo skrivet e Lezenn an Aotrou :
«  Pep mab kentañ-ganet a vo gouestlet d’an Aotrou  »,
ha da reiñ ur prof, hervez ma-z eo lavaret e Lezenn an Aotrou :
«  Ur re durzhunelled, pe ziv goulm yaouank  ».
Ha bez’ e oa e Jeruzalem un den, e anv Simeon ;
hag an den-se a oa reizh hag a zoujañs Doue,
hag a c’hortoze frealzidigezh Israel ; hag ar Spered Santel a oa gantañ.
Diskleriet e oa bet dezhañ gant ar Spered Santel ne welje ket ar marv, a-raok dezhañ gwelout Krist an Aotrou.
Lusket gant ar Spered, e teuas d’an Templ,
ha pa voe degaset ar bugel Jezuz gant e dud evit ober diouzh kustumoù al Lezenn en e geñver,
e kemeras anezhañ etre e zivrec’h hag e vennigas Doue en ur lavarout :
«  Bremañ, o Mestr, e c’hellit lezel ho servijer, hervez ho komz, da dremen e peoc’h ;
Rak gwelet o deus va daoulagad ho silvidigezh,
An hini hoc’h eus aozet dirak an holl bobloù,
Gouloù da sklerijennañ ar broadoù ha klod evit ho pobl Israel  ».
E dad hag e vamm a estlamme ouzh ar pezh a lavared diwar e benn.

Ha Simeon o bennigas hag a lavaras da Vari, e vamm :
«  Gwel ! Hemañ a zo lakaet da vezañ diskar hag adsav evit kalz en Israel, ha da vezañ ur sin a enebiezh -
ha te a vo treuzet da ene gant ar c’hleze, - ma vo diskuliet mennozhioù kalz a galonoù  ».
Hag e oa ivez un diouganerez, Anna, merc'h Fanouel, eus meuriad Aser.
Erru e oa kozh-bras.
Goude he eured he devoa bevet seizh vloaz gant he gwaz.
Ha neuze chomet intañvez hag erru en oad a bevar-ugent vloaz,
ne dec'he ket diouzh an Templ, o servijañ Doue noz-deiz, gant yun ha pedenn.
O tegouezhout d’an ampoent, e stagas da veuliñ Doue
ha da gomz eus ar bugel ouzh kement hini a c'hortoze dieubidigezh Jeruzalem.
Ha goude bezañ sevenet pep tra, hervez Lezenn an Aotrou,
e tistrojont da C'halilea, da Nazared, o c'hêr.
Ar bugel a greske hag a greñvae, leun a furnez, ha gras Doue a oa warnañ.

⇧ Retourner en haut de page

pe, al lennadenn verr

Pennad eus an Aviel santel hervez sant Lukaz (Lk 2, 22. 39-40)

📖 Voir dans la Bible

Ar bugel a greske, leun a furnez.

Allelouia ! Allelouia ! (Hb 1, 1-2)
Goude bezañ, meur a wech hag e meur a c'hiz,
komzet gwechall ouzh hon Tadoù dre ar Brofeded,
Doue, en deizioù-mañ, ar re ziwezhañ, en deus komzet ouzhomp dre e Vab.
Allelouia !

Hag a-benn an deizioù merket evit ar buridigezh, hervez Lezenn Voizez,
e kasjont anezhañ da Jeruzalem, da vezañ kinniget d’an Aotrou,
evel ma-z eo skrivet e Lezenn an Aotrou.

Ha goude bezañ sevenet pep tra, hervez Lezenn an Aotrou,
e tistrojont da C'halilea, da Nazared, o c'hêr.
Ar bugel a greske hag a greñvae, leun a furnez, ha gras Doue a oa warnañ.

⇧ Retourner en haut de page