Lectures du dimanche - 09/04/2028
📅 D'ar Sul 9 a viz Ebrel 2028
An Iliz, hiziv, a eñvor donedigezh ar C'hrist an Aotrou e Jeruzalem evit kas da benn mister e Bask. Setu perak e vez graet eñvor eus antre an Aotrou e kêr, dre ul Lidkerzh pe un antre lidus a-raok an Oferenn bennañ, met un antre Eeun a-raok an Oferennoù all.
✝️ Aviel Donedigezh Jezuz da Jeruzalem
Aviel Jezuz-Krist hervez sant Lukaz (Lk 19, 28-40)
Jezuz a yae a-raok e ziskibien evit pignat da Jeruzalem. Pa voe degouezhet tost da Vetfaje ha da Vetania, nepell diouzh ar menez anvet Menez an Olivez, e kasas daou eus e ziskibien en ur lavarout dezho : “ It d'ar gêriadenn a zo dirazoc'h. O vont enni, e kavot un azen yaouank ouzh ar stag, ha n'eus bet c'hoazh den ebet azezet war e gein. Distagit anezhañ hag en degasit amañ. Ma c'houlenn unan bennak ouzhoc'h perak en distagit, respontit evel-henn : “ An Aotrou en deus ezhomm anezhañ ”.
Mont a reont, hag e kavont an traoù evel m'en doa lavaret dezho. Pa edont o tistagañ an azen yaouank, e c'houlennas e vistri outo : “ Perak e tistagit an azen yaouank-se ? ” Hag int-i da respont : “ An Aotrou en deus ezhomm anezhañ ”.
En degas a rejont da Jezuz, teurel o mantilli war e gein, ha lakaat Jezuz da azezañ warnañ. Dre ma 'z ae, e lede an dud o mantilli war an hent. Tostaat a ra ouzh diribin Menez an Olivez, pa stagas e holl e ziskibien, leun a joa, da veuliñ Doue a vouezh uhel, evit an holl vurzhudoù o doa gwelet, en ur lavarout : “ Meuleudi d'an hini a zeu, eñ ar Roue, en anv an Aotrou. Peoc'h en Neñv, ha gloar e lein an Neñv ”.
Lod Farizined, eus a-douez an dud, a lavaras da Jezuz : “ Mestr, gourdrouz 'ta da ziskibien ”. Hag eñ a respontas dezho : “ M'en lavar deoc'h, ma chom ar re-mañ sioul, e youc'ho ar vein ! ”.
📜 1ère lecture
Lennadenn eus levr ar profed Izaiaz (Iz 50, 4-7)
An Aotrou Doue en deus roet din teod un diskibl a zesk mat e gentel, evit ma vin gouest, dre va c'homzoù, da gonfortiñ d’am zro ar re 'zo aet skuizh. Bep mintin e teu komz Doue d'am dihuniñ, bep mintin e vezan dihunet ganti, din da selaou evel ma selaou un diskibl e vestr. An Aotrou Doue en deus digoret din va skouarn ; n'am eus ket enebet, n'am eus ket tennet a-dreñv. Va c'hein am eus kinniget d'ar re a skoe warnon, ha va divjod d'ar re a ziframme va barv ; n'am eus ket distroet va dremm diouzh an dismegañsoù hag ar skopadennoù. An Aotrou Doue eo a zeu d'am sikour : rak-se ne santan ket an dismegañsoù, rak-se am eus lakaet va dremm ken kalet hag ur maen, ha gouzout a ran n'am bo ket da gaout mezh.
🎶 Psaume
(Sa 21 (22), 8-9, 17-18a, 19-20, 22c-24a)
En tu all d'am anken, grit din bevañ, Aotrou !
(pe)
Va Doue, va Doue, perak hoc’h eus va dilezet ?
Ar re a wel ac'hanon a zo ganto komzoù trenk,
C'hoarzhin goap a reont hag hejañ o fenn :
“ Tro war-zu an Aotrou !
Hemañ d'e zilivrañ ha d'e ziboaniañ,
peogwir e kar anezhañ ! ”
En-dro din ez eus chas,
Ur vandennad tud drouk e kelc'h en-dro din.
Toullañ 'reont va daouarn ha va zreid ;
Niveriñ a c'hellan va holl eskern.
An dud-se a wel ac'hanon, a sell ouzhin,
Lodennañ reont va dilhad etrezo,
Ha war va gwiskamant e tennont plouz.
Met c'hwi, Aotrou, na chomit ket pell :
Respontet 'peus din !
Embann a rin hoc'h Anv d'am breudeur,
Ho meuliñ a rin e-kreiz an emvod.
Doujerien an Aotrou, meulit anezhañ.
📜 2ème lecture
Lennadenn eus lizher an abostol sant Paol d'ar Filipianed (Fip 2, 6-11)
Hor Salver Jezuz, eñ hag a oa er stad a Zoue, n'en doa ket soñjet ez oa ur preizh da zerc’hel krog ennañ, bezañ par da Zoue. Ar c'hontrol eo, dilezet en deus ar stad-se, kemeret gantañ ar stad a sklav, deuet da dennañ d'an dud, ha diouzh e zoare, anavezet evel un den. En em izelaet en deus o tont da vezañ sentus betek mervel, ha mervel war ur groaz. Setu perak en deus Doue savet anezhañ uhel ha roet dezhañ an Anv a zo dreist pep anv, evit ma taoulino pep hini dirak anv Jezuz, en neñv, war an douar ha dindan an douar, ma teuio pep teod da zisklêriañ ez eo Jezuz-Krist an Aotrou evit gloar Doue an Tad.
✝️ Évangile
Aviel Jezuz-Krist hervez sant Lukaz (Lk 22, 14–23, 56)
En abardaez-se, pa oe deuet an eur, ez eas Jezuz ouzh taol gant e ebestel, hag e lavaras dezho :
— “ C'hoant bras am eus bet da zebriñ ar Pask-mañ ganeoc'h a-raok gouzañv va Fasion. Rak en Lavarout a ran deoc'h, ne zebrin mui anezhañ ken na vo peurc'hraet Rouantelezh Doue ”.
Neuze, goude bezañ kemeret ur c'haliriad gwin ha lavaret trugarez, e lavaras :
— “ Kemerit ha lodennit etrezoc'h, rak m'en lavar deoc'h, ne evin mui eus frouezh ar winienn ken na vo deuet Rouantelezh Doue ”.
Hag goude bezañ kemeret ar bara ha graet ar bedenn a drugarez, e torras anezhañ hag en roas dezho en ur lavarout :
— “ Va c'horf eo hemañ, an hini roet evidoc'h ; grit kement-mañ gant ar soñj ac'hanon ”.
Evel-se e reas evit ar c'haliriad, goude koan, en ur lavarout :
— “ Bez ez eo ar c'haliriad-mañ an emglev nevez em gwad, an hini skuilhet evidoc'h. Setu, evelato, emañ dorn an hini am gwerzh ganin-me war an daol. Rak Mab an Den a zo o vont kuit evel m'eo merket. Siwazh avat d'an den a werzh anezhañ ”.
Hag an ebestel a glask etrezo piv bennak en o zouez a oa o vont da ober kement-se.
Rendael a sav ivez etrezo da c'houzout piv anezho eo ar brasañ evit doare. Jezuz avat a lavaras dezho :
— “ Rouaned ar broadoù a ra o mistri warno, hag ar renerien galloudus a anver madoberourien. Diwallit, c'hwi, da vezañ evel-se. Met, ar brasañ en ho touez, d'en em lakaat par d'an disterañ, hag ar rener, par d'ar servijer. Pehini eo ar brasañ evit gwir : an hini a zo ouzh taol, pe an hini a zo o servijañ ? Daoust ha n'eo ket an hini a zo ouzh taol ? Ha me, koulskoude, a zo en ho touez evel an hini a servij.
C'hwi eo ar re a zo chomet ganin e-kreiz va zrubuilhoù ; ha me a lak ar Rouantelezh en ho kerzh, evel m'eo bet lakaet em c'herzh gant va Zad, evit ma viot ouzh va zaol o tebriñ hag oc'h evañ em Rouantelezh, azezet war tronioù evit ren an daouzek rummad eus pobl Israel.
Simon, Simon, azgoulennet oc’h bet gant Satan da vezañ kroueriet evel ma vez kroueriet ar gwinizh. Met me am eus pedet evidout, evit ma chomo da feiz hep fallaenn. Ha te, pa vi distroet, kennerzh da vreudeur ”.
Per a lavaras dezhañ :
— “ Aotrou, ganit on prest da vont ha d'ar prizon ha d'ar marv ”.
Met Jezuz a lavaras dezhañ :
— “ M'en lavar dit, Per, ne gano ket ar c'hilhog hiziv, a-raok m'az po, dre deir gwech, lavaret groñs n’am anavezes ket ”.
Hag e lavaras dezho :
— “ P'am boa kaset ac'hanoc'h hep yalc'h, na bisac'h, na botoù, daoust ha diouer hoc’h eus bet eus un dra bennak ? ”
— “ Seurt ebet, emezo ”.
Hag e lavaras dezho :
— “ Met, bremañ, d'an neb en deus ur yalc'h, kemeret anezhi, ha kemend-all evit ar bisac'h. D'an neb n'en deus kleze ebet, gwerzhañ e vantell da brenañ unan. Rak m'en lavar deoc'h, bez e rank dont da wir ennon-me ar gomz-mañ eus ar Skritur : “ Lakaet eo bet e renk an dorfetourien ”. Emañ kaset da-benn ar pezh a zo skrivet diwar va fenn ”.
Int-i a lavaras dezhañ :
— “ Setu amañ daou gleze ”.
— “ Trawalc'h eo ! ”
O vezañ aet er-maez, Jezuz a gerzhas, evel kustum, da Venez an Olivez. D'e heul e teuas ivez an diskibien. Erruet eno, e lavaras dezho :
— “ Pedit evit na gouezhot ket e temptadur ”.
Pellaat a reas diouto war hed bann ur maen, ha war e zaoulin, e pedas evel-henn :
— “ Tad, ma plij ganit, pella ar c'haliriad-mañ diouzhin. Koulskoude, n'eo ket va bolontez din-me, met da hini-te bezet graet ”.
Neuze e paras dirazañ un Ael eus an Neñv d'e gennerzhañ. Gwasket gant an anken, e pede startoc'h. E c'hwezenn a oa evel beradoù gwad o tiverañ betek an douar. Savet diwar e bedenn hag aet davet e ziskibien, e kavas anezho kousket gant samm o glac'har. Hag e lavaras dezho :
— “ Perak oc'h kousket ? Savit ha pedit evit na gouezhot ket e temptadur ”.
Edo c'hoazh o komz, pa zegouezhas ur vandennad tud, hag an hini anvet Judaz, unan eus an Daouzek, a gerzhe en o fenn. Tostaat a reas ouzh Jezuz, da bokat dezhañ. Jezuz a lavaras dezhañ :
— “ Judaz, gant ur pok e werzhez Mab an Den ? ”
O welet petra a oa o vont da c'hoarvezout, e c'houlennas outañ ar re a oa en-dro da Jezuz :
- “ Aotrou, ha ma skofemp a daolioù kleze ? ”
Hag unan anezho a sko un taol gant mevel ar Beleg-Bras hag a zistag dioutañ e skouarn zehou. Met Jezuz a lavaras :
— “ Lezit. Trawalc’h evel-se ”
Touch a reas ouzh ar skouarn ha pareañ an den. Neuze e komzas Jezuz ouzh ar re a oa deuet warnañ : Beleien-Vras, gwardoù an Templ, ha Pennoù-Bras ar bobl :
— “ Evel d'ul laer oc'h deuet, gant klezeier ha bizhier. Pa vezen bemdez ganeoc'h en Templ, n'hoc’h eus ket taolet ho taouarn warnon, met bremañ emañ hoc'h eur ha galloud an deñvalijenn ”.
Kregiñ a rejont ennañ, e gas ganto, hag e ren da di ar Beleg-Bras. Per a zeuas da heul, a-ziabell. Tan o devoa graet e-kreiz ar porzh hag azezet e oant tro-dro, ha Per a yeas da azezañ en o zouez. Ur vatezh, ouzh e welet azezet er sklêrijenn hag o parañ he selloù warnañ, a lavaras :
— “ Hemañ ivez a oa gantañ ”.
Met eñ a nac'has en ur lavarout :
— “ Maouez, n'anavezan ket anezhañ ”.
Un nebeud goude, unan all ouzh e welet, a lavaras :
— “ Te ivez a zo eus an dud-se ! ”
Ha Per a respontas :
— “ Va den, ned on ket ”.
War-dro un eur diwezhatoc'h, setu unan all c'hoazh o pouezañ kreñv da lavarout :
— “ E gwirionez, hemañ ivez a oa gantañ, rak Galilead eo ivez ! ”.
Respont a reas Per :
— “ Va den, n'ouzon ket petra a lavarez ”.
Kerkent, ha Per c'hoazh o komz, e kanas ar c'hilhog. Distreiñ a reas an Aotrou, da barañ e sell war Per, hag e teuas soñj da Ber eus komz an Aotrou : “ A-raok m'en do ar c'hilhog kanet hiziv, az po dinac'het ac'hanon teir gwech ”. Mont a reas Per er-maez hag e ouelas c'hwerv.
Hogen, ar re a oa o tiwall Jezuz a c'hoarzhe hag a skoe gantañ. Mouchañ 'rejont dezhañ e benn ha goulenn outañ :
— “ C'hoari da brofed ! Piv en deus skoet ganit ? ”
Hag e-leizh a wall-gomzoù all a zistagent dezhañ.
Deuet an deiz, ec'h en em vodas Pennoù-Bras ar bobl, ar Veleien-Vras hag ar Skribed, hag e rejont degas Jezuz dirak ar C'huzul-Meur. Hag e lavarjont dezhañ :
— “ Ma 'z out ar Mesiaz, lavar deomp ”.
Eñ a respontas dezho :
— “ Ma lavaran deoc'h, ne gredot ket, ha ma ran goulennoù ouzhoc'h, ne respontot ket. Met diwar vremañ e vo Mab an Den azezet en tu dehou d'an Hollc'halloudek ”.
Holl e lavarjont neuze :
— “ Te eta, te a zo Mab Doue ? ”
Ha Jezuz a respontas :
— “ C'hwi en lavar : Bez ez on ”.
Neuze e lavarjont :
— “ Perak e klaskomp c'hoazh testoù ? Rak ni hon-unan hon eus klevet diwar e vuzelloù ”.
Holl a-unan, e savas ar holl tud, hag a gasas Jezuz da di Bilat ar gouarnour. Stagañ a rejont d'e damall o lavaret :
— “ Kavet hon eus hemañ o poulzañ ar bobl d'an dispac'h, o tifenn paeañ an tailhoù d'an impalaer, hag o tisklêriañ ez eo-eñ ar Mesiaz-Roue ”.
Pilat a c'houlennas ouzh Jezuz :
— “ Ha roue ar Yuzevien ez out-te ?
Respont a reas Jezuz :
— “ Te en lavar. ”
Ha Pilat da lavarout d'ar Veleien-Vras ha d'ar bobl :
— “ Ne gavan netra da damall d’an den-mañ ”.
Met int-i a lavare kreñvoc'h c'hoazh :
— “ Atiza a ra ar bobl, o prezeg dre vro ar Yuzevien a-bezh, adalek Bro-C'halilea betek amañ ”.
Ouzh o c'hlevet, Pilat a c'houlennas ha Galilead e oa an den. O klevet e oa eus galloud Herodez, e kasas anezhañ da Herodez a oa en em gavet ivez e Jeruzalem d'an deizioù-se. Herodez, o welet Jezuz, a voe laouen bras, rak abaoe pell-amzer en doa c'hoant d'e welet, abalamour d'ar pezh a gleve diwar e benn ; ha fiziañs en doa d'e welet oc'h ober ur burzhud bennak. Meur a c'houlenn a reas outañ, met eñ ne respontas dezhañ ger ebet.
Ar Veleien-Vras hag ar Skribed a oa chomet eno, Herodez hag e warded a daolas dismegañs warnañ, a reas goap anezhañ o wiskañ dezhañ ur sae splann, hag a gasas anezhañ en-dro da Bilat. Herodez ha Pilat a zeuas da vezañ mignoned en deiz-se, rak a-raok o doa kas an eil ouzh egile.
Pilat neuze a c'halv a-unan ar Veleien-Vras, ar renerien hag ar bobl, hag a lavaras dezho :
— “ Degaset hoc’h eus din an den-mañ evel unan hag a boulz ar bobl d'an dispac'h, met, goude bezañ graet enklask dirazoc'h, n'am eus kavet en den-mañ nikun eus an tamalloù a rit dezhañ, nag Herodez kennebeut, rak kaset en deus anezhañ deomp en-dro. N'eus eta netra en e oberoù a vefe din a varv. Rak-se ez an d'e gastizañ ha d'e frankizañ ”.
Hogen, ret e veze dezhañ, da geñver pep gouel, frankizañ dezho ur prizoniad. Met ar bobl a-unan en em lakas da youc'hal :
— “ Kas hemañ d'ar marv ha ro deomp Barabbaz ! ”
Hemañ a oa bet taolet er prizon, abalamour d'un taol dispac'h savet e kêr, ha d'ur muntr. Pilat adarre a gomzas outo a vouezh kreñv, gant ar youl d'e frankizañ. Met i da youc'hal kreñvoc'h :
— “ Ouzh ar groaz ! Ouzh ar groaz ! ”
Evit an trede gwech e lavaras Pilat dezho :
— “ Peseurt droug eta en deus graet ? N'am eus kavet ennañ netra din a varv ; ez an d'e gastizañ ha d'e frankizañ ”.
Met int-i a zalc'he taer da c'houlenn a-bouez-penn ma vefe staget ouzh ar groaz, ha kreñvoc'h kreñvañ e savent o mouezhioù. Neuze Pilat a zougas ar varnadenn, da reiñ dezho o goulenn. Frankizañ a reas an den taolet er prizon evit un taol dispac'h hag ur muntr, an hini a c'houlennent, hag e lakas Jezuz etre o daouarn, evit ober dezhañ ar pezh a garfent.
Pa edont o kas anezhañ ganto, e pakjont un den anvet Simon eus Bro-Siren, a oa o tont d'ar gêr eus ar parkeier, evit e lakaat da zougen ar groaz war-lerc'h Jezuz. Ouzh e heul e oa ur boblad vras a dud hag a verc'hed, a skoe war boull o c'halon hag a hirvoude dezhañ. Met, distroet war-zu enno, Jezuz a lavaras :
— “ Merc'hed Jeruzalem, na ouelit ket warnon-me ; gouelit kentoc'h warnoc'h hoc'h-unan ha war ho pugale. Rak dont a ra deizioù ma vo lavaret : “ Eürus ar gwragez difrouezh, ar re n'o deus ket ganet bugale, hag ar re n'o deus ket maget ”. Neuze e lavaro an dud d'ar menezioù : “ Kouezhit warnomp ”, ha d'an torgennoù : “ Goloit ac'hanomp ”. Rak ma vez graet kement-mañ d'ar c'hoad glas, petra ne vo ket graet d'ar c'hoad sec'h ”.
Kas a raed e oa ivez daou dorfedour all, a-unan gant Jezuz, evit bezañ lakaet d'ar marv. En em gavet el lec'h anvet ar C'halvar, e stagjont Jezuz ouzh ar Groaz, hag an dorfedourien ivez, unan en tu dehou, egile en tu kleiz. Jezuz a lavare :
— “ Tad, pardon dezho, rak n'ouzont ket petra emaint oc’h ober ”.
Neuze e lodennjont e zilhad hag e tennjont plouz warno. Ar bobl a chome eno da sellet. Renerien ar bobl, int-i, a rae goap anezhañ, en ur lavarout :
— “ Saveteet en deus reoù all, dezhañ d'en em saveteiñ e-unan, mar d'eo Mesiaz Doue, an hini dibabet gantañ ”.
Ar soudarded ivez a rae goap anezhañ ; tostaat a rejont ha kinnig dezhañ gwinegr en ur lavarout :
— “ Ma 'z out roue ar Yuzevien, en em savete da-unan ”.
Bez e oa ivez a-zioc'h e benn ur skritell, gant ar gerioù-mañ e gresianeg, latineg hag hebreeg ; “ Roue ar Yuzevien eo hemañ ”.
Unan eus an dorfedourien lakaet e kroaz a wall-gomze outañ :
— “ Ha n'out ket-te ar Mesiaz ? En em savete da unan, ha ni ganit ivez ”.
Met an torfedour all a rae rebech dezhañ :
— “ N'az peus ket a zoujañs evit Doue zoken, ha te barnet d’ar memes kastiz ? Evidomp-ni eo just, rak gopr hon oberoù a resevomp ; met hemañ n'en deus graet droug ebet ”.
Hag e lavaras :
— “ Jezuz, az pez soñj ac'hanon pa vi degouezhet en da Rouantelezh ”.
Ha Jezuz da respont dezhañ :
— “ E gwirionez, m'en lavar dit, hiziv e vi ganin er Baradoz ”.
War-dro kreisteiz e oa, pa gouezhas teñvalijenn war an douar a-bezh, betek teir eur, gant ur fallaenn war an heol. Hag e rogas gouel an Templ dre an hanter. A vouezh uhel, Jezuz a hopas :
— “ Tad, etre da zaouarn e lakan va ene ”.
Ha goude ar c'homzoù-se e tennas e huanad diwezhañ.
(Amañ e stouer d'an daoulin, hag ec'h ehaner ur pennadig)
O welet ar pezh a oa c'hoarvezet, ar c'hantener a rentas gloar da Zoue, en ur lavarout :
— “ E gwirionez, an den-se a oa just ”.
An holl dud a oa en em vodet eno da sellet, goude bezañ gwelet ar pezh a oa degouezhet, a zistroas en ur skeiñ war boull o c'halon. Chom a rae holl vignoned Jezuz a-ziabell, ha gant ar merc'hed bet ouzh e heul adalek Bro-C'halilea, e choment da sellet.
Ha setu un den, anvet Jozef, unan eus ar C'huzul-Meur, den mat ha just, ha n'oa ket bet a-du gant mennad na gant oberoù ar re all. Eus kêr Arimatea e oa, e Bro-Judea, hag eñ ivez a oa o c'hortoz Rouantelezh Doue. Mont a reas da gavout Pilat da c'houlenn korf Jezuz. Diskenn a reas anezhañ eus ar groaz, e bakañ en ul liñsel, hag e lakaat en ur bez kleuzet er roc'h ha n'oa bet c'hoazh lakaet den ebet ennañ. Deiz ar Pourchas e oa, ha tostaat a rae ar sabad. Mont a reas ar merc’hed, a oa deuet gant Jezuz adalek Bro-C'halilea, da heul Jozef. Sellet a rejont ouzh ar bez hag ouzh an doare ma oa bet lakaet korf Jezuz. Distreiñ a rejont e kêr, evit pourchas louzeier c'hwezh-vat, hag e-pad ar sabad e chomjont da ehanañ, hervez al Lezenn.
🎧 Aviel an deiz ar bloavezhioù tremenet
Lukas 19, 28-40 - Gant Fulup Guillou ha Helene Cariou eo bet displeget an Aviel.
Lukaz 19, 28-40 - Gant Anne Bodénec eo lennet an Aviel er mintin-mañ.

