Lectures du dimanche - 13/04/2028
📅 D'ar Yaou 13 a viz Ebrel 2028
📜 1ère lecture
Lennadenn eus levr an Ermaeziadeg (Er 12, 1-8, 11-14)
Kemennoù evit koan ar Pask.
En deizioù-se e komzas an Aotrou ouzh Moizez hag Aaron e Bro-Egipt,
en ur lavarout :
« Ar miz-mañ a vo evidoc'h ar c'hentañ eus ar mizioù,
ar c'hentañ e vo evidoc'h eus mizioù ar bloaz.
Komzit ouzh holl vodadeg bugale Israel ha lavarit dezho : D’an dekvet eus ar miz-mañ e kemero pep hini un oan, dre diegezh, dre bep ti.
Mar bezer re nebeut en ti evit debriñ un oan, ec’h en em glevor gant e amezeg, an hini nesañ d’e di ; derc’hel a reot kont eus ar pezh eo gouest pep hini da zebriñ.
Un oan disi, ur maout ganet er bloaz a vo da gemer a-douez an deñved pe a-douez ar givri.
En mirout a reot betek ar bevarzekvet deiz eus ar miz, hag holl bobl bugale Israel hel lazho d’abardaez noz.
Kemer a raint eus e wad da lakaat war zaou bost ha war c’hourinoù dorioù an tiez e-lec’h ma vo debret.
Debriñ a raint ar c’hig en noz-se ; debret e vo goude bezañ her rostet ouzh an tan, gant baraennoù dic’hoell ha legumaj c’hwerv.
Setu amañ penaos en debrot : ur gouriz en-dro d’ho kroazell, botoù en ho treid, ur vazh en ho torn, ha c’hwi eo hen debro a-herr, rak Pask an Aotrou ez eo.
En noz-se e tremenin dre Vro Egipt, hag e skoin gant pep kentañ-ganet war zouar an Egipt, re an dud evel re al loened. Ha war holl zoueoù an Egipt e rin justis. Me eo an Aotrou.
Ar gwad a servijo deoc’h da sin, war an tiez e-lec’h ma viot. Pa welin ar gwad e tremenin dreistoc’h. Ha ne gouezho ket warnoc’h taol an distruj pa skoin gant bro Egipt.
Bez’ e vo an deiz-se evidoc’h un deiz-a-eñvoradur. Hel lidañ a reot evel ur gouel d’an Aotrou, a rumm da rumm evel ul lezenn beurbadus ».
🎶 Psaume
(Sa 116 (115), 12-13, 15-16bc. 17-18)
D : Kaliriad ar bennozh a gemerer perzh ennañ eo gwad ar C'hrist.
Petra a brofin d'an Aotrou
evit an holl vad en deus graet din ?
Sevel a rin kalir ar silvidigezh
en ur bediñ anv an Aotrou.
Prizius-meurbet evit an Aotrou
eo marv e dud feal.
Aotrou, me ho servijer,
ha mab ho servijerez.
Profañ a rin deoc'h ur sakrifis a veuleudi,
pediñ a rin anv an Aotrou.
Seveniñ a rin va gouestloù d'an Aotrou
dirak holl dud e boblad.
📜 2ème lecture
Lennadenn eus lizher kentañ an Abostol sant Paol d'ar Gorintiz (1Go 11, 23-26)
Bewezh ma tebrot ha ma evot, e kemennit marv an Aotrou.
Va breudeur : Me avat am eus resevet a-berzh an Aotrou,
ar pezh am eus d’am zro diskleriet deoc'h, penaos an Aotrou Jezuz,
en noz ma voe gwerzhet, a gemeras bara,
ha goude lavarout ur bedenn a drugarez, en rannas en ur lavarout :
« Kement-mañ eo va c'horf, an hini a zo evidoc'h.
Grit an dra-mañ evit ober an eñvoradur ac'hanon. »
Evel-se c'hoazh, goude koan, e kemeras ar c'halir en ur lavarout :
« Ar c'haliriad-mañ eo an Emglev nevez em gwad.
Bep gwezh ma 'z evot dioutañ, grit an dra-se evit ober an eñvoradur ac'hanon. »
Evel-se 'ta, bep gwezh ma tebrit eus ar bara-mañ
ha ma 'z evit eus ar c'haliriad,
e kemennit marv an Aotrou, betek ma teuio en-dro.
✝️ Évangile
Pennad eus an Aviel santel hervez sant Yann (Yn 13, 1-15)
O c'harout a reas betek ar penn.
A-raok gouel Pask, Jezuz o c'houzout e oa deuet e eur
da dremen eus ar bed-mañ davet e Dad,
goude bezañ karet e re a oa er bed, o c'haras betek ar penn pellañ.
E-kerzh koan, p’en devoa dija an diaoul lakaet
e kalon Judaz, mab Simon Iskariot, an diviz d’e zroukreiñ,
Jezuz o c'houzout en deus an Tad lakaet pep tra etre e zaouarn,
e oa deuet eus Doue hag e tistroe davet Doue,
a sav diouzh taol, a denn diwarnañ e zilhad,
ha goude bezañ kemeret ul lienenn, en he laka en-dro d’e zargreiz ;
neuze e taol dour en ur plad, hag en em laka da walc'hiñ treid e ziskibien
ha d’o zorchañ gant al lienenn a oa en-dro dezhañ.
Dont a reas eta da Simon-Pêr, hag hemañ da lavarout dezhañ :
« Aotrou, te gwalc'hiñ va zreid din-me ? »
Respont a reas Jezuz dezhañ en ur lavarout :
« Ar pezh a ran-me n’en komprenez ket bremañ, met anavezout a ri diwezhatoc'h. »
Lavarout a reas Pêr dezhañ : « Nann, ne walc'hi ket va zreid din biken. »
Jezuz a respontas dezhañ : « Mar n ‘az kwalc'han ket, n’az po ket lod ganin ! »
Lavarout a reas Simon-Pêr dezhañ :
« Neuze, Aotrou, n’eo ket hepken va zreid, met ivez va daouarn ha va fenn ! »
Lavarout a reas Jezuz dezhañ :
« An hini a zo bet en dour n’en deus mui ezhomm nemet da welc'hiñ e dreid,
rak glan eo penn-da-benn.
Ha c'hwi, glan ez oc'h, met n’oc'h ket holl. »
Rak anavezout a rae piv a zlee e werzhañ ;
setu perak en devoa lavaret : ''N’oc'h ket glan holl.''
Goude bezañ eta gwalc'het o zreid dezho,
ec'h adkemeras e wiskamant, e c'hourvezas adarre ouzh taol,
hag e lavaras dezho : « Ha kompren a rit-hu ar pezh am eus graet deoc'h ?
Va envel a rit ''Mestr'' hag ''Aotrou'', ha mat a lavarit, rak kement-se on.
Mar em eus eta, me, ho Mestr hag hoc'h Aotrou, gwalc'het ho treid deoc'h, c'hwi ivez a zle gwalc'hiñ ho treid an eil d’egile.
Rak skouer am eus roet deoc'h, evit ma reot evel m’am eus graet deoc'h. »

