Aller au contenu
Accueil » Bible en breton » Ancien Testament en breton » Deuxième livre de Samuel » Chapitre 12

Deuxième livre de Samuel - Chapitre 12

Levr : Eil levr Samouel
Chapitre : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24

Chapitre 12



Le Seigneur envoya vers David le prophète Nathan qui alla le trouver et lui dit : « Dans une même ville, il y avait deux hommes ; l’un était riche, l’autre était pauvre. 2S 12, 1 : Hag e kasas an Aotrou Doue Natan da Zavid, hag e teuas davetañ, hag e lavaras dezhañ : "Daou zen a oa en ur gêr : unan pinvidik, hag unan paour.

Le riche avait des moutons et des bœufs en très grand nombre. 2S 12, 2 : An hini pinvidik en devoa deñved ha saout e-leizh-meurbet.

Le pauvre n’avait rien qu’une brebis, une toute petite, qu’il avait achetée. Il la nourrissait, et elle grandissait chez lui au milieu de ses fils ; elle mangeait de son pain, buvait de sa coupe, elle dormait dans ses bras : elle était comme sa fille. 2S 12, 3 : Ar paour n’en devoa netra nemet un dañvadez vihan en devoa prenet, ha bevet, ha kresket he devoa en e di war un dro gant e vugale. Debriñ a rae eus e vara, evañ en e werenn ha kousket a rae war boull e galon ; bez’ e voe evitañ evel ur verc’h.

Un voyageur arriva chez l’homme riche. Pour préparer le repas de son hôte, celui-ci épargna ses moutons et ses bœufs. Il alla prendre la brebis du pauvre, et la prépara pour l’homme qui était arrivé chez lui. » 2S 12, 4 : Met dont a reas un diavaeziad da di ar pinvidig. Hemañ avat, ne fellas ket dezhañ kemerout unan bennak eus e loened, na bras na munut, evit aozañ boued d’ar beajour a oa deuet d’e di ; laerezh a reas dañvadez ar paour hag aozañ anezhi evit an hini a oa deuet d’e di".

Alors, David s’enflamma d’une grande colère contre cet homme, et dit à Nathan : « Par le Seigneur vivant, l’homme qui a fait cela mérite la mort ! 2S 12, 5 : Droug bras a savas neuze e David ouzh an den-se, meurbet, hag e lavaras da Natan : "Ker gwir ha ma-z eo bev an Aotrou Doue, Mab an Ankou eo an den en deus graet se !

Et il remboursera la brebis au quadruple, pour avoir commis une telle action et n’avoir pas épargné le pauvre. » 2S 12, 6 : Hag an dañvadez a baeo d’ar pevarc’hementad, peogwir en deus graet an dra-se, peogwir ez eo bet didruez !"

Alors Nathan dit à David : « Cet homme, c’est toi ! Ainsi parle le Seigneur Dieu d’Israël : Je t’ai consacré comme roi d’Israël, je t’ai délivré de la main de Saül, 2S 12, 7 : Hag e lavaras Natan da Zavid : "Te eo an den-se ! Evel-hen e komz an Aotrou, Doue Israel : Da olevet am eus da roue war Israel, ha da dennet am eus diouzh dorn Saoul,

puis je t’ai donné la maison de ton maître, j’ai mis dans tes bras les femmes de ton maître ; je t’ai donné la maison d’Israël et de Juda et, si ce n’est pas assez, j’ajouterai encore autant. 2S 12, 8 : roet em eus dit ti da aotrou, gwragez da aotrou etre da zivrec’h, roet em eus dit tiegezh Israel ha Youda, ha mar deo kement se re nebeut, e oan prest da reiñ dit kalz muioc’h.

Pourquoi donc as-tu méprisé le Seigneur en faisant ce qui est mal à ses yeux ? Tu as frappé par l’épée Ourias le Hittite ; sa femme, tu l’as prise pour femme ; lui, tu l’as fait périr par l’épée des fils d’Ammone. 2S 12, 9 : Perak ec’h eus disprizet Komz an Aotrou, en ur ober ar pezh a zo fall dirak e zaoulagad ? Ouria an Hitiad ac’h eus lazhet gant ar c’hleze ; e wreg ac’h eus kemeret evidout da wreg, hag e lazhet ec’h eus dre gleze Bugale Amon.

Désormais, l’épée ne s’écartera plus jamais de ta maison, parce que tu m’as méprisé et que tu as pris la femme d’Ourias le Hittite pour qu’elle devienne ta femme. 2S 12, 10 : Bremañ, biken ne bellaio ar c’hleze diouzh da di, dre m’ac’h eus va disprizet ha m’ac’h eus kemeret evel gwreg, pried Ouria an Hitiad.

Ainsi parle le Seigneur : De ta propre maison, je ferai surgir contre toi le malheur. Je t’enlèverai tes femmes sous tes yeux et je les donnerai à l’un de tes proches, qui les prendra sous les yeux du soleil. 2S 12, 11 : Evel-hen e lavar an Aotrou : setu amañ petra a lavar an Aotrou Doue : Me a lako ar gwalleur da sevel eus a-greiz da di da-unan a-enep dit. Da wragez a gemerin dindan da zaoulagad, evit o reiñ d’un den all hag hemañ a gousko ganto dindan lagad an heol-mañ !

Toi, tu as agi en cachette, mais moi, j’agirai à la face de tout Israël, et à la face du soleil ! » 2S 12, 12 : Rak graet az poa an taol-se e kuzh, met me a ray an dra-mañ dirak Israel a-bezh ha dirak an heol".

David dit à Nathan : « J’ai péché contre le Seigneur ! » Nathan lui répondit : « Le Seigneur a passé sur ton péché, tu ne mourras pas. 2S 12, 13 : Hag e lavaras David da Natan : "Pec’het em eus a-enep an Aotrou Doue !" Hag e lavaras Natan da Zavid : "An Aotrou en deus pardonet dit da bec’hed : ne varvi ket !

Cependant, parce que tu as bafoué le Seigneur, le fils que tu viens d’avoir mourra. » 2S 12, 14 : Met peogwir ec’h eus lakaet enebourien an Aotrou Doue da zroukpediñ, e varvo ar mab a zo bet ganet dit".

Et Nathan retourna chez lui. Le Seigneur frappa l’enfant que la femme d’Ourias avait donné à David, et il tomba gravement malade. 2S 12, 15 : Hag ez eas Natan d’ar gêr. Skeiñ a reas an Aotrou Doue gant ar bugel a oa bet ganet da Zavid gant gwreg Ouria, hag e voe gwall-glañv.

David implora Dieu pour le petit enfant : il jeûna strictement, et, quand il rentrait chez lui, il passait la nuit couché par terre. 2S 12, 16 : Hag ec’h aspedas David Doue evit ar paotrig, hag e reas David ur yun, hag ez ae, da noz, da gousket war an douar.

Les anciens de sa maison insistaient auprès de lui pour qu’il se relève, mais il refusa, et ne prit avec eux aucune nourriture. 2S 12, 17 : Hag e savas Kozhidi e diegezh en-dro dezhañ, ma savje diwar an douar. Met n’houllas ket debriñ ganto pred ebet.

Le septième jour, l’enfant mourut. Les serviteurs de David n’osaient pas lui annoncer que l’enfant était mort. Ils se disaient en effet : « Lorsque l’enfant était vivant, nous lui avons parlé, et il ne nous a pas écoutés. Maintenant, comment lui dire que l’enfant est mort ? Il ferait un malheur ! » 2S 12, 18 : Ha setu, d’ar seizhvet deiz e varvas ar bugel. Aon o devoa servijerien David da reiñ ar c’heloù dezhañ e oa marvet ar bugel, rak, emezo, "Pa oa bev ar bugel, e komzemp gantañ ha ne selaoue ket ouzh hor mouezh ; penaos eta e lavarimp dezhañ : marvet eo ar bugel ? Ober a ray ur gwalleur !"

Voyant ses serviteurs chuchoter entre eux, David comprit que l’enfant était mort. Il demanda aux serviteurs : « L’enfant est-il mort ? » Ils répondirent : « Il est mort. » 2S 12, 19 : Met gwelout a rae David e servijerien o vouskomz, hag e komprenas David e oa marv ar bugel, hag e lavaras David d’e servijerien : "Ha marvet eo ar bugel ?" Hag e lavarjont : "Marv eo".

Alors David se releva de terre, se baigna, se parfuma et changea de vêtement. Il entra dans la Maison du Seigneur et se prosterna. Puis il rentra chez lui ; il demanda qu’on lui serve de la nourriture et il mangea. 2S 12, 20 : Hag e savas David eus an douar hag en em walc’has, hag e lakaas frondoù hag e cheñchas e zilhad, hag ez eas da di an Aotrou, hag e stouas. Hag erruet er gêr e c’houlennas, hag e voe lakaet dezhañ boued hag e tebras.

Ses serviteurs lui dirent : « Mais que fais-tu ? Pour l’enfant, quand il était en vie, tu as jeûné et pleuré, et maintenant qu’il est mort, tu te relèves et tu prends de la nourriture ! » 2S 12, 21 : Hag e lavaras e servijerien dezhañ : "Petra ac’h eus graet aze ? E-keit ma oa ar bugel bev ec’h eus yunet ha gouelet, ha pa-z eo marv ar bugel e savez hag e tebrez boued ?"

Il répondit : « Tant que l’enfant était encore en vie, j’ai jeûné et j’ai prié en me disant : Qui sait ? Le Seigneur aura peut-être pitié de moi, et l’enfant vivra ! 2S 12, 22 : Hag e lavaras : "Pa oa bev ar bugel, e yunen hag e ouelen, o lavarout : Piv a oar ? Marteze en devo truez ouzhin an Aotrou, hag e vevo ar bugel ;

Mais maintenant qu’il est mort, à quoi bon jeûner ? Pourrais-je encore le faire revenir ? C’est moi qui m’en irai le rejoindre, mais lui ne reviendra pas vers moi. » 2S 12, 23 : met bremañ pa-z eo marv, perak e yunfen ? Hag-eñ e c’hellfen e lakaat da addont ken ? Me a yelo davetañ, met eñ ne zeuio ken davedon".

David consola Bethsabée sa femme : il la retrouva et coucha avec elle. Elle lui donna un fils qu’il nomma Salomon. Le Seigneur l’aima, 2S 12, 24 : Hag e frealzas David Betsabea, e wreg, hag ez eas daveti hag e kouskas ganti. Hag houmañ a c’hanas ur mab, hag eñ a c’halvas e anv Salomon, hag an Aotrou hen karas,

et il le fit savoir par le prophète Nathan qui lui donna, à cause du Seigneur, le nom de Yedidya : Aimé-du-Seigneur. 2S 12, 25 : hag a gemennas dre Natan, ar profed, gervel e anv : Iedidia, abalamour d’an Aotrou.

Joab attaqua la ville de Rabba, celle des fils d’Ammone. Comme il allait s’emparer de la ville royale, 2S 12, 26 : Hag e vrezelas Joab enep Rabba Bugale Amon, hag e tapas kêr ar roue.

il envoya des messagers à David pour lui dire : « J’ai attaqué Rabba et j’ai même pris la ville basse. 2S 12, 27 : Hag e kasas Joab kannaded da Zavid evit lavarout : "Graet em eus brezel da Rabba ha tapet kêr an dour.

Rassemble maintenant le reste des troupes et viens dresser ton camp devant la ville pour t’en emparer ; sinon c’est moi qui le ferai, et la ville porterait mon nom ! » 2S 12, 28 : Ha bremañ, bod an nemorant eus ar bobl, ha kamp e-kichen kêr ha kemer anezhi, pe e tapin-me ar gêr-se, hag e vo roet va anv dezhi".

Ayant donc rassemblé toutes les troupes, David marcha sur Rabba, lui donna l’assaut et s’en empara. 2S 12, 29 : Hag e vodas David an holl soudarded, hag ez eas da Rabba d’ober brezel outi hag e tapas anezhi.

David enleva la couronne qui était sur la tête de leur roi ; elle pesait un talent d’or et était ornée d’une pierre précieuse. On la mit sur la tête de David. Puis celui-ci emporta de la ville une très grande quantité de butin. 2S 12, 30 : Hag e kemeras kurunenn o roue diwar e benn, he fouez, un talant aour, gant ur maen prizius, hag e voe houmañ war benn David. Ha preizh eus kêr a dennas, kalz meurbet.

Quant à sa population, il l’emmena, lui imposa le travail de la scie, des pics de fer et des haches, et l’affecta aux fours à briques. Il traita ainsi toutes les villes des fils d’Ammone. Puis David et toutes ses troupes revinrent à Jérusalem. 2S 12, 31 : An dud a oa e-barzh a dennas hag a lakaas d’an heskennoù, d’an ogedoù houarn ha d’ar bouc’hili houarn, hag e kasas anezho d’ar brikennoù. Evel-se e rae da holl gêrioù Bugale Amon. Hag e chomas David hag an holl bobl e Jeruzalem.