Livre d’Amos - Chapitre 4
Chapitre 4
Écoutez cette parole, vaches du Bashane, sur la montagne de Samarie, vous qui exploitez les faibles, qui maltraitez les malheureux, qui dites à vos seigneurs : « Apportez-nous à boire ! » Am 4, 1 : Selaouit ar gomz-mañ, buoc’henned ar Basan, a zo war venez Samaria, o vac’homañ ar beorien, o wallgas an ezhommeien, hag a lavar d’hoc’h aotrounez : "Degas da evañ !"
Le Seigneur Dieu le jure par sa sainteté : Oui, voici venir sur vous des jours où l’on vous enlèvera avec des crocs, où votre progéniture sera prise au harpon ; Am 4, 2 : Touet en deus an Aotrou Doue dre e santelezh: Setu ma teu warnoc’h deizioù ma viot tennet kuit gant krapinelloù, hag ho tiskennidi gant higennoù-pesketa.
vous sortirez par les brèches, l’une devant l’autre, et vous serez poussées vers l’Hermon – oracle du Seigneur. Am 4, 3 : ha ma-z eot er-maez dre freuzadennoù ar voger, pep hini dirazañ e-unan, evit bezañ stlapet war-zu an Hermon, diougan an Aotrou !
Allez à Béthel et commettez vos crimes ; à Guilgal, multipliez-les ! Apportez dès le matin vos sacrifices, et le troisième jour, vos dîmes ; Am 4, 4 : Kit da Vetel, da bec’hiñ ! D’ar Gilgal, da liespec’hiñ ! Degasit bep ar beure ho sakrifisoù ha bep tri deiz, ho teogoù !
faites fumer en action de grâce du pain sans levain, proclamez en public des offrandes volontaires, car c’est cela que vous aimez, fils d’Israël ! – oracle du Seigneur Dieu. Am 4, 5 : Lakait da zivogediñ ho profoù-trugarekaat gant goell, embannit ho kinnigoù a-youl vat, kemennit anezho ; rak sed ar pezh a blij deoc’h, mibien Israel, diougan an Aotrou Doue !
Quant à moi, voici ce que je vous ai donné : rien à vous mettre sous la dent en toutes vos villes, plus de pain en aucun lieu. Et vous n’êtes pas revenus à moi ! – oracle du Seigneur. Am 4, 6 : Setu perak me am eus lakaet ho tent da vezañ naet en hoc’h holl gêrioù, dioueret em eus bara deoc’h en hoc’h holl gêriadennoù ; Met n’oc’h ket distroet davedon ! Diougan an Aotrou !
C’est moi aussi qui vous ai refusé la pluie à trois mois de la récolte : j’ai fait pleuvoir sur une ville, et sur une autre ville je n’ai pas fait pleuvoir ; une parcelle a reçu la pluie, et une autre, sans pluie, s’est desséchée ; Am 4, 7 : Setu perak em eus-me nac’het ar glav ouzhoc’h, tri miz rik a-raok an eost ; Lakaet em eus an dour da gouezhañ war ur gêr pa ne roen takenn d’ur gêr all ; Ur park a reseve glav pa ne c’hlavie ket war un all ha ma tisec’he.
deux ou trois villes se traînaient vers une autre ville pour boire de l’eau, mais sans être désaltérées. Et vous n’êtes pas revenus à moi ! – oracle du Seigneur. Am 4, 8 : Div, teir c’hêriad en em stleje etrezek ur gêr all da evañ dour, hep gallout terriñ o sec’hed ; Met n’oc’h ket distroet davedon ! Diougan an Aotrou !
J’ai frappé votre blé de rouille et de nielle ; et tous vos jardins et vos vignes, vos figuiers et vos oliviers, la chenille les a dévorés. Et vous n’êtes pas revenus à moi ! – oracle du Seigneur. Am 4, 9 : Skoet em eus ouzhoc’h gant mergl hag intr ; drastet em eus ho liorzhoù hag ho kwiniegi, ho kwez fiez hag olivez, a zo bet debret gant al lamperez ; Met n’oc’h ket distroet davedon ! Diougan an Aotrou !
J’ai jeté la peste chez vous, comme en Égypte ; j’ai tué par l’épée vos jeunes gens quand on a capturé vos chevaux ; la puanteur de votre camp, je l’ai fait monter à vos narines. Et vous n’êtes pas revenus à moi ! – oracle du Seigneur. Am 4, 10 : Kaset em eus warnoc’h ar vosenn, evel bosenn an Egipt, lazhet em eus ho paotred yaouank gant ar c’hleze, tra ma veze diskrapet ho kezeg ; lakaet em eus da sevel d’ho fronelloù flaer ho kampoù, met n’oc’h ket distroet davedon ! Diougan an Aotrou !
J’ai tout détruit chez vous, comme Dieu a détruit Sodome et Gomorrhe ; vous étiez comme un tison sauvé de l’incendie. Et vous n’êtes pas revenus à moi ! – oracle du Seigneur. Am 4, 11 : Eilpennet em eus an traoù du-se evel ma eilpennas Doue Sodom ha Gomora hag ez oc’h bet evel ur skod-tan tennet eus an tan-gwall ; met n’oc’h ket distroet davedon ! Diougan an Aotrou !
C’est pourquoi, voici comment je vais te traiter, Israël ! Et puisque c’est ainsi que je vais te traiter, prépare-toi, Israël, à rencontrer ton Dieu. Am 4, 12 : Setu perak, evel-se e rin dit, Israel ! Ha peogwir ez an d’ober se dit, en em laka prest d’en em gaout gant da Zoue, Israel !
Car c’est lui qui façonne les montagnes et crée le vent ; il révèle aux hommes sa pensée, il fait l’aurore et les ténèbres, il marche sur les hauteurs de la terre : son nom est « Le Seigneur, Dieu de l’univers ». Am 4, 13 : Rak Eñ eo an hini a stumm ar menezioù hag a grou an avel, en deus diskleriet d’an den pehini eo e soñj, a grou ar gouloù-deiz hag an noz, hag a gerzh war uhelderioù an douar ; an Aotrou, Doue an armeoù, eo e anv.
