Livre d’Amos - Chapitre 5
Chapitre 5
Écoutez cette parole que je profère contre vous, une lamentation, maison d’Israël : Am 5, 1 : Selaouit ar gomz a zistagan a-enep deoc’h, ur c’han a gañv, tiegezh Israel !
Elle est tombée, la vierge d’Israël, elle ne se relèvera plus ; elle est abandonnée sur sa terre, sans personne qui la relève. Am 5, 2 : Kouezhet eo, ne adsavo ket ken, Gwerc’hez Israel ! Gourvezet eo war he douar, ha den ebet d’hec’h adsevel !
Car ainsi parle le Seigneur Dieu : La ville d’où sortait un millier d’hommes n’en aura plus qu’une centaine, et celle d’où sortait une centaine n’en aura plus que dix pour la maison d’Israël. Am 5, 3 : Rak evel-hen e komz an Aotrou Doue : Ar gêr hag a lakae mil den war ar renk n’he devo ken nemet kant, hag an hini a lakae kant n’he devo ken nemet dek evit tiegezh Israel.
Car ainsi parle le Seigneur à la maison d’Israël : Cherchez-moi et vous vivrez. Am 5, 4 : Rak evel-hen e komz an Aotrou ouzh tiegezh Israel : Va c’hlaskit hag e vevot !
Mais ne cherchez pas à Béthel, n’entrez pas à Guilgal, ne passez pas à Bershéba ; car Guilgal sera entièrement déporté et Béthel, réduit à néant. Am 5, 5 : Met na glaskit ket Betel n’it ket d’ar Gilgal, na dremenit ket da Veer-Sheba ; rak tud ar Gilgal a vo harluet, ha Betel a vo kaset da netra.
Cherchez le Seigneur et vous vivrez, de peur qu’il ne tombe comme le feu sur la maison de Joseph, un feu qui dévore, et personne, à Béthel, pour l’éteindre ! Am 5, 6 : Klaskit an Aotrou hag e vevot, gant aon na gouezhfe evel un tan war diegezh Jozef, ha na lonkfe, hep den d’e vougañ, e Betel.
On change le droit en poison, on jette à terre la justice. Am 5, 7 : Rak int a dro ar justis e huelenn c’hwerv, hag a ziskar ar reizhder d’an traoñ.
L’auteur des Pléiades et d’Orion, qui change en matin l’ombre de la mort et rend le jour obscur comme la nuit, qui convoque les eaux de la mer et les répand à la surface de la terre, son nom est « Le Seigneur ». Am 5, 8 : Eñ a grou ar Yarig hag Orion, a gemm an deñvalijenn e goulou-deiz, hag an deiz e nozc’houlou. Gervel a ra dourioù ar mor hag e skuilh anezho war an douar ; an Aotrou eo e anv.
Sur le puissant il déchaîne la dévastation, et la dévastation arrive sur la citadelle. Am 5, 9 : Eñ a zichadenn ar skrapadeg war an hini a zo kreñv, hag a zegas ar wastidigezh e-barzh ar c’hreñvlec’h.
Au tribunal, on déteste celui qui réprimande, et l’homme intègre dans sa parole, on le hait. Am 5, 10 : Kasaat a reont ouzh Dor-gêr ar rebecher, Argarzhiñ a reer an hini a gomz gant reizhder :
C’est pourquoi, vous qui avez pressuré le faible et prélevé sur lui un tribut de blé, les maisons que vous avez bâties en pierre de taille, vous n’y habiterez pas, les vignes exquises que vous avez plantées, vous n’en boirez pas le vin. Am 5, 11 : Setu perak, dre ma kalemarc’hit ar paour, dre ma savit diwarnañ un truaj a winizh, neuze an tiez-se e mein benerezh bet savet ganeoc’h, ne chomot ket enno ; ar gwiniegoù dispar-se bet plantet ganeoc’h n’evot ket ar gwin diouto.
Oui, je connais vos nombreux crimes, vos énormes péchés, oppresseurs du juste, preneurs de pots-de-vin ; au tribunal les malheureux sont écartés. Am 5, 12 : Rak gouzout a ran eo niverus ho torfedoù ha grevus ho pec’hedoù, mac’homerien an den just, skraperien donezonoù, c’hwi hag a nac’h o gwir d’ar beorien ouzh Dor-gêr.
C’est pourquoi, en ce temps-ci, l’homme avisé se tait, car c’est un temps de malheur. Am 5, 13 : Gant-se an den fur, er mare-mañ, a dav ; rak un amzervezh fall ez eo !
Cherchez le bien et non le mal, afin de vivre. Ainsi le Seigneur, Dieu de l’univers, sera avec vous, comme vous le déclarez. Am 5, 14 : Klaskit ar mad ha n’eo ket an droug evit bevañ, ma vo evel-se ganeoc’h an Aotrou, Doue an armeoù, evel ma lavarit.
Détestez le mal, aimez le bien, faites régner le droit au tribunal ; peut-être alors le Seigneur, Dieu de l’univers, fera-t-il grâce à ce qui reste d’Israël. Am 5, 15 : Kasait an droug ha karit ar mad, ha lakait ar justis da ren ouzh Dor-gêr ; Marteze neuze en devo an Aotrou, Doue an armeoù, truez ouzh restad Jozef.
C’est pourquoi, ainsi parle le Seigneur, le Dieu de l’univers, mon Seigneur : Sur toutes les places, on fera des lamentations, dans toutes les rues, on dira : « Hélas ! hélas ! » On convoquera le paysan au deuil, et aux lamentations, les pleureurs ; Am 5, 16 : Setu perak eo evel-hen e komz an Aotrou, Doue an armeoù, va Aotrou : War an holl leurioù-kêr, gouelvanoù ! Hag e pep straed e vo lavaret : Allas ! Allas ! Al labourer ivez a c’halver d’ar c’hañv, ha d’ar glemmadeg an neb a oar hirvoudiñ ;
dans toutes les vignes, on fera des lamentations, car je passerai au milieu de toi. Le Seigneur a parlé. Am 5, 17 : en holl winiegoù setu gouelvanoù, rak dont a ran evit tremen en ho touez, eme an Aotrou !
Malheur à ceux qui aspirent au jour du Seigneur ! Que sera-t-il pour vous, le jour du Seigneur ? Jour de ténèbre et non de lumière ! Am 5, 18 : Allas evidoc’h-c’hwi a c’hoanta deiz an Aotrou ! Petra a vad e vo evidoc’h Deiz an Aotrou ! Teñvalder e vo, ha n’eo ket sklaerder !
C’est comme un homme qui fuit devant un lion et qui tombe sur un ours ; il arrive à la maison, il pose la main sur le mur, et le serpent le mord. Am 5, 19 : Evel pa dec’h un den dirak ul leon evit en em gaout gant un arzh ! Evel pa antre er gêr, pa harp e zorn ouzh ar voger evit bezañ flemmet gant un naer !
Ainsi sera-t-il ténèbre, le jour du Seigneur, et non lumière, obscur, sans aucune clarté ! Am 5, 20 : Deiz an Aotrou, hag-eñ ne vo ket teñvalijenn ha n’eo ket sklaerder e vo ? Unan du ez eo, unan dic’houloù !
Je déteste, je méprise vos fêtes, je n’ai aucun goût pour vos assemblées. Am 5, 21 : Kasaat, disprizout a ran ho kouelioù, N’hellan ket gouzañv ho podadegoù-lid.
Quand vous me présentez des holocaustes et des offrandes, je ne les accueille pas ; vos sacrifices de bêtes grasses, je ne les regarde même pas. Am 5, 22 : Pa ginnigit din holokostoù, ho profadoù, n’o degemeran ket, ho sakrifisoù loened lart, ne sellan ket outo.
Éloignez de moi le tapage de vos cantiques ; que je n’entende pas la musique de vos harpes. Am 5, 23 : te, kas pell diouzhin tourni da ganennoù, ne glevin ket son da delennoù !
Mais que le droit jaillisse comme une source ; la justice, comme un torrent qui ne tarit jamais ! Am 5, 24 : D’ar justis avat da ruilhañ evel dour, d’ar reizhder da vezañ ur froud diheskus !
Des sacrifices et des offrandes, m’en avez-vous apporté pendant quarante ans au désert, maison d’Israël ? Am 5, 25 : Sakrifisoù ha profadennoù, hag-eñ hoc’h eus er gouelec’h kinniget din diouto ? E-pad daou ugent vloaz, tiegezh Israel ?
Vous portiez les statues de Sikkouth, votre roi, et de Kiyyoun, avec l’étoile de vos dieux que vous aviez fabriqués. Am 5, 26 : Kas a reot ganeoc’h Sakout, ho roue, ha steredenn ho Toue Kevan, ar skeudennoù-se hoc’h eus oberiet dec’h !
Je vous déporterai au-delà de Damas. Le Seigneur a parlé. Son nom est « Dieu de l’univers ». Am 5, 27 : Rak ho tivroañ a rin en tu-hont da Zamask, eme an Aotrou, a zo Doue an armeoù e anv !
