Aller au contenu
Accueil » Bible en breton » Ancien Testament en breton » Livre d’Amos » Chapitre 9

Livre d’Amos - Chapitre 9

Levr : Diougan Amos
Chapitre : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9

Chapitre 9



Je vis le Seigneur debout près de l’autel. Il dit : Frappe les chapiteaux, et que tremblent les seuils ! Brise tous ceux qui sont en tête, et les suivants, je les tuerai par l’épée ; pas un d’entre eux ne pourra s’enfuir, pas un d’entre eux ne pourra s’échapper. Am 9, 1 : Gwelout a ris an Aotrou en e sav e-kichen an aoter, hag e lavaras : "Sko ouzh al lein ha ra vrallo an treuzoù ; brev anezho war o fenn dezho holl, hag o restad a lazhin dre ar c’hleze ; diouto n’hello tec’hout an tec’had, den ebet diouto n’achapo.

S’ils forcent le séjour des morts, de là, ma main les extirpera ; s’ils escaladent les cieux, de là, je les ferai descendre ; Am 9, 2 : Mar antreont en ifern dre forzh, ac’hano, ma dorn o c’hemero ; mar pignont d’an neñv, ac’hano o lakain da ziskenn ;

s’ils se cachent au sommet du Carmel, là, je les chercherai et les prendrai ; s’ils se dérobent à mes yeux au fond de la mer, là, je commanderai au Serpent de les mordre ; Am 9, 3 : Mar en em guzhont e lein ar C’harmel, ale-hont e tifoupin, e pakin anezho ; Mar diflipont diouzh ma daoulagad e goueled ar mor, eno e c’hourc’hemennin d’ar Sarpant o flemmañ ;

s’ils s’en vont en captivité, poussés par l’ennemi, là-bas, je commanderai à l’épée de les tuer ; j’aurai l’œil sur eux, pour le malheur, non pour le bonheur. Am 9, 4 : Ma-z eont d’an harlu a-zirak o enebourien, eno e e c’hourc’hemennin d’ar c’hleze o lazhañ, en ur startaat ma daoulagad warno evit o gwalleur ha n’eo ket evit o eurvad.

Le Seigneur, Dieu de l’univers, qu’il touche la terre, elle s’effondre, et tous ses habitants sont en deuil ; elle monte, tout entière, comme le Nil, elle baisse comme le fleuve d’Égypte. Am 9, 5 : An Aotrou, Doue an armeoù, Eñ a stok ouzh an douar hag e teuz, ma-z eus kañv gant e holl annezidi pa sav, en ur pezh, evel an Nil ha pa goazh goude-se evel Nil an Egipt ;

Lui qui bâtit son escalier dans le ciel et fonde sa voûte sur la terre, lui qui convoque les eaux de la mer et les répand à la surface de la terre, son nom est « Le Seigneur ». Am 9, 6 : Eñ hag en deus savet e gambroù uhel en Neñvoù ha diazezet bolz an oabl war an douar ; Eñ hag a c’halv dourioù ar mor evit skuilh anezho war c’horre an douar ; an Aotrou eo e anv !

N’êtes-vous pas pour moi, fils d’Israël, comme des fils d’Éthiopiens ? – oracle du Seigneur. N’ai-je pas fait monter Israël du pays d’Égypte ? De Kaftor, les Philistins ? Et de Qir, les Araméens ? Am 9, 7 : Daoust ha n’oc’h ket evidon kenkoulz ha bugale Koush, Mibien Israel, diougan an Aotrou ! Daoust ha n’em eus ket lakaet Israel da sevel eus Bro an Egipt, evel ar Filistiz eus Kaftor ha tud Aram eus Kir ?

Voici les yeux du Seigneur Dieu sur le royaume pécheur : je vais le supprimer de la surface de la terre ; toutefois, je ne supprimerai pas entièrement la maison de Jacob – oracle du Seigneur. Am 9, 8 : Setu m’emañ daoulagad an Aotrou Doue war ar rouantelezh pec’herez : Diraskañ a rin anezhi a-ziwar c’horre an douar ! Koulskoude ne gasin ket a-grenn da netra tiegezh Jakob, diougan an Aotrou ! Rak setu ma-z an da c’hourc’hemenn

Car voici que, moi, je commande ; je vais secouer la maison d’Israël parmi toutes les nations, comme on secoue dans un crible, et pas un caillou n’échappe. Am 9, 9 : hag ec’h hejin Tiegezh Israel e-touez an holl Vroadoù evel ma hejer gant an tamouez hep na gouezhfe greunenn ebet d’an douar.

Tous les pécheurs de mon peuple périront par l’épée, eux qui disaient : « Le malheur n’approchera pas, il ne nous atteindra pas ! » Am 9, 10 : Dre ar c’hleze e varvo holl bec’herien ma fobl, int hag a lavar : Ne zeuio ket warnomp ar gwalleur, ne dizho ket ac’hanomp !

Ce jour-là, je relèverai la hutte de David, qui s’écroule ; je réparerai ses brèches, je relèverai ses ruines, je la rebâtirai telle qu’aux jours d’autrefois, Am 9, 11 : En deiz-se ec’h adsavin lochenn David bet kouezhet ; stouvañ a rin he freuzoù, addresañ he rivinoù, hec’h adsevel a rin evel en deizioù a-wechall,

afin que ses habitants prennent possession du reste d’Édom et de toutes les nations sur lesquelles mon nom fut jadis invoqué, – oracle du Seigneur, qui fera tout cela. Am 9, 12 : Ma perc’hennint restad Edom hag an holl Vroadoù bet galvet dre ma anv - Diougan an Aotrou hag a ra kement-se-.

Voici venir des jours – oracle du Seigneur – où se suivront de près laboureur et moissonneur, le fouleur de raisins et celui qui jette la semence. Les montagnes laisseront couler le vin nouveau, toutes les collines en seront ruisselantes. Am 9, 13 : Setu deizioù o tont, diougan an Aotrou ! ma teuio an arer war seulioù an eoster, ha mac’her ar rezin war seulioù an hader, eus ar menezioù e tivero ar fro, hag an holl runioù a deuzo.

Je ramènerai les captifs de mon peuple Israël ; ils rebâtiront les villes dévastées et les habiteront ; ils planteront des vignes et en boiront le vin ; ils cultiveront des jardins et en mangeront les fruits. Am 9, 14 : Hag e rin distreiñ prizonidi va fobl Israel, adsevel a raint o c’hêrioù dismantret ha chom a raint enno, plantañ a raint gwini hag ec’h evint o gwin, gounit a raint liorzhoù hag e tebrint ar frouezh diouto ;

Je les planterai sur leur sol, et jamais plus ils ne seront arrachés du sol que je leur ai donné. Le Seigneur ton Dieu a parlé. Am 9, 15 : o flantañ a rin war o zachenn-vro, ha ne vint ket skrapet ken a-ziwar o douar, an hini am eus roet dezho, eme an Aotrou, da Zoue-te !