Aller au contenu
Accueil » Bible en breton » Ancien Testament en breton » Livre d’Amos » Chapitre 7

Livre d’Amos - Chapitre 7

Levr : Diougan Amos
Chapitre : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9

Chapitre 7



Le Seigneur Dieu me donna cette vision : voici qu’il formait des sauterelles au temps où le regain commence à pousser, le regain après la fenaison pour le roi. Am 7, 1 : Kement-mañ am lakaas an Aotrou Doue da welout : Kilheien-raden o tiflukañ d’ar c’houlz ma krog ar gwim da sevel, an adtroc’h goude falc’hadenn ar Roue.

Comme elles achevaient de dévorer l’herbe du pays, je dis : « Seigneur Dieu, je t’en prie, pardonne ! Jacob est si petit ! Qui le relèverait ? » Am 7, 2 : Hag echuet ganto debriñ geot ar vro e lavaris : Aotrou va Doue, pardon, dre druez !

Le Seigneur s’en repentit. « Cela n’arrivera pas », dit le Seigneur. Am 7, 3 : Penaos e talc’hfe Jakob, ken bihan ma-z eo ! Ha keuz en devoe an Aotrou : Kement-se ne vo ket eta ! eme an Aotrou.

Le Seigneur Dieu me donna cette vision : voici que le Seigneur Dieu en appelait au procès par le feu ; celui-ci avait dévoré les eaux profondes et déjà il dévorait la campagne. Am 7, 4 : Kement-mañ am lakaas an Aotrou Doue da welout : Va Doue, an Aotrou, a c’halve an tan evit ar varnedigezh : hemañ a zevas an islonk bras, dêviñ a reas ar parkeier.

Je dis : « Seigneur Dieu, je t’en prie, arrête ! Jacob est si petit ! Qui le relèverait ? » Am 7, 5 : Hag e lavaris : Aotrou va Doue, paouez, dre druez ! Penaos e talc’hfe Jakob, ken bihan ma-z eo !

Le Seigneur s’en repentit. « Cela non plus n’arrivera pas », dit le Seigneur. Am 7, 6 : Ha keuz en devoe an Aotrou eus kement-se ; ne vo ket eta kennebeut-all, eme an Aotrou.

Il me donna cette vision : voici que le Seigneur se tenait sur un rempart monté d’aplomb, il avait en main un fil à plomb. Am 7, 7 : Hag Eñ a ziskouezas din kement-mañ : En e sav e oa va Doue e-kichen ur vogerenn hag en e zorn un neudenn-blom.

Le Seigneur me dit : « Que vois-tu, Amos ? » Je répondis : « Un fil à plomb ». Le Seigneur me dit : « Voici que je tiens le fil à plomb au milieu de mon peuple Israël ; j’en ai fini de passer outre en sa faveur. Am 7, 8 : Hag an Aotrou a lavaras din : "Petra ’welez, Amos ?" Respont a ris : "Un neudenn-blom". Hag e lavaras din an Aotrou : Setu ma-z an da lakaat un neudenn-blom e-kreiz ma fobl Israel, ne dremenin ken hep kastizañ he faot ;

Les lieux sacrés d’Isaac seront dévastés, et les sanctuaires d’Israël, rasés ; je me dresserai avec l’épée contre la maison de Jéroboam. » Am 7, 9 : uhel-lec’hioù Izaag a vo gwastet santualioù Israel rivinet, hag e savin em sav a-enep Tiegezh Jeroboam gant ar c’hleze.

Amazias, le prêtre de Béthel, envoya dire à Jéroboam, roi d’Israël : « Amos prêche la révolte contre toi, en plein royaume d’Israël ; le pays ne peut plus supporter tous ses discours, Am 7, 10 : Amasia, beleg Betel, a gasas da lavarout da Jeroboam, roue Israel : emañ Amos oc’h irienniñ a-enep dit e-kreiz Ti Israel ; ne c’hell ket ar vro gouzañv e holl gomzoù.

car voici ce que dit Amos : “Le roi Jéroboam périra par l’épée, et Israël sera déporté loin de sa terre.” » Am 7, 11 : Rak evel-hen e komz Amos : dre ar c’hleze e varvo Jeroboam, hag Israel a vo divroet diwar e zouar.

Puis Amazias dit à Amos : « Toi, le voyant, va-t’en d’ici, fuis au pays de Juda ; c’est là-bas que tu pourras gagner ta vie en faisant ton métier de prophète. Am 7, 12 : Hag e lavaras Amasia da Amos : gweler ! Kae kuit ac’hann ! Tec’h da vro Youda, kae da zebriñ da vara du-hont da ziouganañ !

Mais ici, à Béthel, arrête de prophétiser ; car c’est un sanctuaire royal, un temple du royaume. » Am 7, 13 : Met n’eo ket e Betel e kendalc’hi da ziouganañ, rak ur santual roueel ez eo, un templ eus ar rouantelezh !

Amos répondit à Amazias : « Je n’étais pas prophète ni fils de prophète ; j’étais bouvier, et je soignais les sycomores. Am 7, 14 : Amos a respontas hag a lavaras da Amasia : me n’on ket ur profed, na Mab Profeded ; me a zo ur mesaer hag un tailher sikamor.

Mais le Seigneur m’a saisi quand j’étais derrière le troupeau, et c’est lui qui m’a dit : “Va, tu seras prophète pour mon peuple Israël, car tu ne parleras pas contre la maison d’Isaac.” Am 7, 15 : An Aotrou en deus ma c’hemeret eus a-drek an tropell, an Aotrou eo en deus lavaret din : kae, diougan d’am fobl Israel, rak ne ziougani ket a-enep Tiegezh Izaag.

Eh bien, voici ce que le Seigneur a dit : Ta femme devra se prostituer en pleine ville, tes fils et tes filles tomberont par l’épée, la terre qui t’appartient sera partagée au cordeau, toi, tu mourras sur une terre impure, et Israël sera déporté loin de sa terre. » Am 7, 17 : Ha gant se eo kement-mañ a lavar an Aotrou : da wreg-te a vo gwallet e kêr ; da vibien ha da verc’hed a gouezho dindan ar c’hleze, da zouar a vo lodennet gant ar gordenn ; ha te, mervel a ri war un douar dic’hlan, rak divroet e vo Israel a-ziwar e dachenn".