Livre d’Amos - Chapitre 8
Chapitre 8
Le Seigneur Dieu me donna cette vision : c’était une corbeille de fruits mûrs. Am 8, 1 : Kement-mañ am lakaas an Aotrou an Aotrou da welout : Ur gestad frouezh darev e oa.
Il dit : « Que vois-tu, Amos ? » Je répondis : « Une corbeille de fruits mûrs. » Le Seigneur me dit : « Mon peuple Israël est mûr, sa fin est arrivée ; j’en ai fini de passer outre en sa faveur. Am 8, 2 : Hag e lavaras din : Petra ’welez, Amos ? Respont a ris : ur gestad frouezh darev ! Ha an Aotrou a lavaras din : Darev eo ma fobl Israel evit he zermen ; ne dremenin ket ken war he fazi hep kastizañ ;
Ce jour-là, les chants du palais hurleront, – oracle du Seigneur Dieu. Nombreux seront les cadavres, en tout lieu on les jettera. Silence ! » Am 8, 3 : yudadegoù e vo kanadeg ar palez en deiz-se ! - Diougan an Aotrou Doue ! - Niverus-bras e vo ar c’horfoù marv ! E pep lec’h e vezint taolet, digomz !
Écoutez ceci, vous qui écrasez le malheureux pour anéantir les humbles du pays, Am 8, 4 : Selaouit kement-mañ, c’hwi hag a flastr an ezhommeg o klask diraskañ kuit tud izel ar vro :
car vous dites : « Quand donc la fête de la nouvelle lune sera-t-elle passée, pour que nous puissions vendre notre blé ? Quand donc le sabbat sera-t-il fini, pour que nous puissions écouler notre froment ? Nous allons diminuer les mesures, augmenter les prix et fausser les balances. Am 8, 5 : Lavarout a rit : pegoulz eta e vo tremenet al loar nevez ma c’hellimp gwerzhañ an ed, hag ar sabad, ma tigorimp gwerzh ar gwinizh ? Ober a raimp an Efa bihanoc’h hag ar sikl ponneroc’h, falsañ a raimp ar balañsoù evit tromplañ ;
Nous pourrons acheter le faible pour un peu d’argent, le malheureux pour une paire de sandales. Nous vendrons jusqu’aux déchets du froment ! » Am 8, 6 : prenañ a raimp an dud dic’halloud gant hon arc’hant hag an den ezhommek evit ur re sandalennoù. Gwerzhañ a raimp ar restachoù gwinizh.
Le Seigneur le jure par la Fierté de Jacob : Non, jamais je n’oublierai aucun de leurs méfaits. Am 8, 7 : Hen touet en deus an Aotrou dre lorc’hentez Jakob : Nann, morse n’ankouain hini ebet eus o oberoù !
À cause de cela, la terre ne va-t-elle pas trembler, et toute sa population, prendre le deuil ? Ne va-t-elle pas monter, tout entière, comme le Nil, déborder, inonder, comme le fleuve d’Égypte ? Am 8, 8 : Gant se, hep mar ebet, e kreno an douar, hag a vo e kañv ar re holl a zo o chom warnañ : Sevel a raio evel ar Nil, en ur pezh, koeñviñ a raio ha goude-se koazhañ evel Nil an Egipt.
Ce jour-là – oracle du Seigneur Dieu –, je ferai disparaître le soleil en plein midi, en plein jour, j’obscurcirai la lumière sur la terre. Am 8, 9 : C’hoarvezout a raio en deiz-se, - Diougan an Aotrou Doue ! - ma lakain an heol da guzhat da greisteiz, ha ma ledin teñvalijenn war an douar en un deiz a sklerijenn ;
Je changerai vos fêtes en deuil, tous vos chants en lamentations ; je vous obligerai tous à vous vêtir de toile à sac, à vous raser la tête. Je mettrai ce pays en deuil comme pour un fils unique, et, dans la suite des jours, il connaîtra l’amertume. Am 8, 10 : Kemmañ a rin ho kouelioù da gañvoù hag ho kantikoù e gouelvanoù ; lakaat a rin ar sac’h en-dro d’ho kouriz, hag an touzadur war an holl bennoù ; ober a rin evel ur c’hañv a vab unel, hag e vo ho fin un deiz c’hwerv.
Voici venir des jours – oracle du Seigneur Dieu –, où j’enverrai la famine sur la terre ; ce ne sera pas une faim de pain ni une soif d’eau, mais la faim et la soif d’entendre les paroles du Seigneur. Am 8, 11 : Setu deizioù o tont - Diougan an Aotrou Doue ! - ma kasin an naon war ar vro, n’eo ket un naon a vara, n’eo ket ur sec’hed a zour, met naon da glevout komzoù an Aotrou !
On se traînera d’une mer à l’autre, marchant à l’aventure du nord au levant, pour chercher en tout lieu la parole du Seigneur, mais on ne la trouvera pas. Am 8, 12 : Kantreet e vo eus ur mor d’egile treiñ-distreiñ eus an norzh d’ar reter evit klask komz an Aotrou, ha ne vo ket kavet !
Ce jour-là, les jeunes filles en leur beauté se faneront et les jeunes hommes souffriront de la soif. Am 8, 13 : En deiz-se e semplaio gant ar sec’hed ar plac’hed yaouank kaer hag ar baotred yaouank
Ceux qui juraient par l’idole sacrilège de Samarie, et qui disaient : « Vive ton dieu, Dane ! » et : « Vive ton chemin, Bershéba ! », ils tomberont et ne se lèveront plus. Am 8, 14 : ar re a dou dre bec’hed Samaria en ur lavarout : bevet da Zoue, Dan ! Ha : bevet da vuiañ karet, Bersabea ! Kouezhañ a raio ar re-se, hep adsevel mui-ken !
