Livre de la Sagesse - Chapitre 2
Chapitre : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19
Chapitre 2
Ils ne sont pas dans la vérité lorsqu’ils raisonnent ainsi en eux-mêmes : « Notre existence est brève et triste, rien ne peut guérir l’homme au terme de sa vie, on n’a jamais vu personne revenir du séjour des morts. Sg 2, 1 : Rak en o soñjoù faos e lavaront dezho o-unan : Berr ha trist eo hor buhez, remed ebet pa zeu evit an den e dremenvan, n’anavezer den ebet a vefe distroet eus an Hades,
Nous sommes nés par hasard, et après, nous serons comme si nous n’avions pas existé ; le souffle de nos narines, c’est de la fumée, et la pensée, une étincelle qui jaillit au battement de notre cœur : Sg 2, 2 : dre zegouezh omp deuet da vezañ, ha goude-se e vezimp evel pa ne vijemp ket bet ; ur vogedenn eo c’hwezh hon difron, hag hor soñj, un elienenn o strinkañ eus talmerezh hor c’halon.
si elle s’éteint, le corps s’en ira en cendres, et l’esprit se dissipera comme l’air léger. Sg 2, 3 : Mar deu hi da vougañ e tistro hor c’horf da ludu hag e steuz hor spered evel un aezhenn skañv.
Avec le temps, notre nom tombera dans l’oubli, et nul ne saura plus ce que nous avons fait. Notre vie passera comme un nuage, sans laisser de traces ; elle se dissipera comme la brume chassée par les rayons du soleil, écrasée par sa chaleur. Sg 2, 4 : Gant an amzer e kouezho hon anv en ankounac’h ha den ebet ken n’en devo koun eus hon oberoù. Tremen a ray hor buhez evel roudoù ur goumoulenn, steuziañ a ray kuit evel ur vrumenn skarzhet kuit gant skinoù an heol ha dispennet gant an tommder.
Nos jours passent comme une ombre, l’heure de notre fin ne peut être reculée : elle est scellée, et nul ne revient. Sg 2, 5 : Ya, evel tremen ur skeud eo hor buhez : Hag hor fin a zo hep distro, lakaet e vez ar siell, ha n’eus den o tont endro.
Alors allons-y ! Jouissons des biens qui sont là ; vite, profitons des créatures, tant que nous sommes jeunes : Sg 2, 6 : Deuit ’ta ! Tennomp plijadur eus ar madoù a-vremañ ; hastomp keit ha ma-z omp yaouank ober implij eus ar c’hrouadurioù.
enivrons-nous de bons vins et de parfums, ne laissons pas échapper la fleur du printemps, Sg 2, 7 : En em vezvomp gant gwin a briz ha porfumoù, na lezomp ket bleunienn an nevez-amzer da dremen.
couronnons-nous de roses en boutons, avant qu’elles ne soient fanées ! Sg 2, 8 : En em gurunennomp gant boutonoù-roz a-raok na weñvfent.
Qu’aucun de nous ne manque à nos orgies, laissons partout des signes de réjouissance, car c’est là notre part et c’est là notre lot ! Sg 2, 9 : Ha na vezet hini ac’hanomp o vankout d’ar vezvadeg ; lezomp dre-holl sinoù eus hon ebat, rak hennezh eo hol lod, hennezh hon tonkadur !
Écrasons le pauvre et sa justice, soyons sans ménagement pour la veuve, et sans égard pour le vieillard aux cheveux blancs. Sg 2, 10 : Gwaskomp ar just mard eo paour, na espernomp ket an intañvez, doujañs ebet evit ar c’hozhiad karget a vloavezhioù.
Que notre force soit la norme de la justice, car ce qui est faible s’avère inutile. Sg 2, 11 : Hon nerzh da vezo lezenn-diazez hor justis : Rak kement ’zo gwan, sklaer eo, ne servij da netra.
Attirons le juste dans un piège, car il nous contrarie, il s’oppose à nos entreprises, il nous reproche de désobéir à la loi de Dieu, et nous accuse d’infidélités à notre éducation. Sg 2, 12 : Enkomp an den reizh, peogwir e ra diaezamant deomp, peogwir emañ oc’h enebiñ ouzh hon doareoù pa rebech deomp terriñ al lezenn, pa damall deomp bezañ treitourien d’hor c’helennadurezh.
Il prétend posséder la connaissance de Dieu, et se nomme lui-même enfant du Seigneur. Sg 2, 13 : Eñ gant stad a gav dezhañ perc’hennañ anaoudegezh Doue ; hag en em envel a ra mab an Aotrou ;
Il est un démenti pour nos idées, sa seule présence nous pèse ; Sg 2, 14 : bepred emañ aze evel ur rebech d’hor soñjoù ; ar gwel anezhañ zoken a zo deomp ur bec’h.
car il mène une vie en dehors du commun, sa conduite est étrange. Sg 2, 15 : Rak e vuhez n’eo tamm ebet heñvel ouzh hini ar re all, diforc’h a-grenn ez eo e zoareoù.
Il nous tient pour des gens douteux, se détourne de nos chemins comme de la boue. Il proclame heureux le sort final des justes et se vante d’avoir Dieu pour père. Sg 2, 16 : D’e soñj ned omp nemet danvez brein, hag en em zistreiñ a ra diouzh hon hentoù evel diouzh kaoc’haj. Uhelembann a ra ez eo evurus fin an den just, hag en em fougeal a ra da gaout Doue da dad.
Voyons si ses paroles sont vraies, regardons comment il en sortira. Sg 2, 17 : Gwelomp daoust ha gwir e vefe e lavaroù, arnodomp petra a vezo e dremenvan.
Si le juste est fils de Dieu, Dieu l’assistera, et l’arrachera aux mains de ses adversaires. Sg 2, 18 : Rak mard eo an den just mab da Zoue, e teuio Doue d’e zifenn ; e zieubiñ a raio a-dre daouarn e enebourien
Soumettons-le à des outrages et à des tourments ; nous saurons ce que vaut sa douceur, nous éprouverons sa patience. Sg 2, 19 : amprouomp anezhañ gant dismegañsoù ha boureviadur deomp da anavezout e habaskter, ha da wiriekaat e basianted.
Condamnons-le à une mort infâme, puisque, dit-il, quelqu’un interviendra pour lui. » Sg 2, 20 : Kondaonomp anezhañ d’ur marv mezhus, peogwir, diouzh e glevout, e vo sikouret.
C’est ainsi que raisonnent ces gens-là, mais ils s’égarent ; leur méchanceté les a rendus aveugles. Sg 2, 21 : Setu petra a soñjont, met faziañ a reont, dallet ma-z int gant o fallagriezh.
Ils ne connaissent pas les secrets de Dieu, ils n’espèrent pas que la sainteté puisse être récompensée, ils n’estiment pas qu’une âme irréprochable puisse être glorifiée. Sg 2, 22 : N’anavezont ket sekredoù Doue, ne c’hortozont gopr ebet evit ar santelezh, n’houllont ket krediñ e gounid an eneoù dinamm.
Or, Dieu a créé l’homme pour l’incorruptibilité, il a fait de lui une image de sa propre identité. Sg 2, 23 : Doue avat en deus krouet an den evit an Divarvelezh, e c’hraet en deus da vezañ ur skeudenn eus E natur-Eñ ;
C’est par la jalousie du diable que la mort est entrée dans le monde ; ils en font l’expérience, ceux qui prennent parti pour lui. Sg 2, 24 : Nemet eo dre warizi an Diaoul ez eo antreet ar marv er bed : Hen arnodiñ a raint, ar re-se hag a zo dezhañ !
