Aller au contenu
Accueil » Bible en breton » Ancien Testament en breton » Livre de la Sagesse » Chapitre 9

Livre de la Sagesse - Chapitre 9

Levr : Levr ar Furnez
Chapitre : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19

Chapitre 9



« Dieu de mes pères et Seigneur de miséricorde, par ta parole tu fis l’univers, Sg 9, 1 : Doue hon Tadoù, Aotrou a drugarez, Te hag ac’h eus, gant da gomz, graet an hollved,

Tu formas l’homme par ta Sagesse pour qu’il soit maître de tes créatures, Sg 9, 2 : Te hag ac’h eus gant da Furnez stummet an den, evit ma vestronio war ar c’hrouadurioù bet savet ganit,

qu’il gouverne le monde avec justice et sainteté, qu’il rende, avec droiture, ses jugements. Sg 9, 3 : evit gouarn ar bed er santelezh hag er reizhder, hag evit barn an dud e eeunded ar galon,

Donne-moi la Sagesse, assise auprès de toi ; ne me retranche pas du nombre de tes enfants : Sg 9, 4 : ro din an hini he deus lec’h war da dron en da gichen, ar Furnez, ha n’am argas ket er-maez eus niver da vugale.

je suis ton serviteur, le fils de ta servante, + un homme frêle et qui dure peu, trop faible pour comprendre les préceptes et les lois. Sg 9, 5 : Rak da servijer ez on ha mab da servijerez, un den gwan ha berrbad e vuhez, divarrek da intent ar reizhadurezh hag al lezennoù.

Le plus accompli des enfants des hommes, s’il lui manque la Sagesse que tu donnes, sera compté pour rien. [ Sg 9, 6 : Ha pa vije e-touez mibien an dud unan peurvat, ma vank dezhañ ar Furnez a zeu diganit, e vo kontet evel netra.

Tu m’as choisi pour régner sur ton peuple, pour gouverner tes fils et tes filles ; Sg 9, 7 : Te hag ac’h eus va dibabet da ren da bobl, da c’houarn da vibien ha da verc’hed,

tu m’as ordonné de bâtir un temple sur ta montagne sainte, un autel dans la ville où tu demeures, imitation de la demeure sainte que tu fondas dès l’origine.] Sg 9, 8 : ac’h eus gourc’hemennet din sevel un Templ war da Venez santel, hag un aoter er gêr-se ac’h eus diazezet enni da deltenn, skeudenn eus an deltenn sakr ac’h eus aozet a-dal an deroù.

Or la Sagesse est avec toi, elle qui sait tes œuvres ; elle était là quand tu fis l’univers ; elle connaît ce qui plaît à tes yeux, ce qui est conforme à tes décrets. Sg 9, 9 : Ganit emañ ar Furnez a anavez da oberoù, dre m’edo aze ganit pa raes an hollved. Hi a oar petra ’zo plijus d’az taoulagad, ha petra ’zo kenson gant da c’hourc’hemennoù.

Des cieux très saints, daigne l’envoyer, fais-la descendre du trône de ta gloire. Qu’elle travaille à mes côtés et m’apprenne ce qui te plaît. Sg 9, 10 : Kas anezhi eus an Neñvoù santel, he laka da ziskenn eus kador veur da glod, evit ma 'm skoazello ha ma labouro ganin ha ma-z anavezin petra 'blij dit,

Car elle sait tout, comprend tout, guidera mes actes avec prudence, me gardera par sa gloire. Sg 9, 11 : rak gouzout a ra pep tra, kompren a ra pep tra. Va bleinañ a ray gant poellegezh em oberoù, va diwall a ray gant nerzh he gloar.

Alors mes œuvres te seront agréables, je jugerai ton peuple avec justice, et serai digne du trône de mon père. Sg 9, 12 : Ha plijus dit e vo neuze va labour, gouarn a rin da bobl gant justis ha dellezek e vin eus kador-veur va zad.

Quel homme peut découvrir les intentions de Dieu ? Qui peut comprendre les volontés du Seigneur ? Sg 9, 13 : Pehini an den a c’hell anavezout mennad Doue ? Ha piv a c’hell meizañ bolontez an Aotrou ?

Les réflexions des mortels sont incertaines, et nos pensées, instables ; Sg 9, 14 : Rak lent eo soñjoù an dud varvus hag horjellus hor mennadoù ;

car un corps périssable appesantit notre âme, et cette enveloppe d’argile alourdit notre esprit aux mille pensées. Sg 9, 15 : hor c’horf breinadus a bonnera hon ene, hag an ti-annez priek-mañ a sach d’an traoñ ar spered mil-ha-mil e nec’hamantoù.

Nous avons peine à nous représenter ce qui est sur terre, et nous trouvons avec effort ce qui est à notre portée ; ce qui est dans les cieux, qui donc l’a découvert ? Sg 9, 16 : A vec’h ma tivinomp ar pezh a zo war an douar, a boan ma kavomp ar pezh a zo dindan hon dorn : piv eta en deus dizoloet ar pezh a zo en Neñvoù ?

Et qui aurait connu ta volonté, si tu n’avais pas donné la Sagesse et envoyé d’en haut ton Esprit Saint ? Sg 9, 17 : Ha da youl, piv en divije anavezet anezhi, mar n’az pije da-unan roet ar Furnez, ha kaset eus an nec’h da Spered santel ?

C’est ainsi que les sentiers des habitants de la terre sont devenus droits ; c’est ainsi que les hommes ont appris ce qui te plaît et, par la Sagesse, ont été sauvés. » Sg 9, 18 : Evel-se eo bet lakaet reizh hentoù ar re a chom war an douar, evel-se o deus desket an dud petra ’zo plijus dit, ha gant ar Furnez int bet salvet".