Livre de la Sagesse - Chapitre 6
Chapitre : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19
Chapitre 6
Écoutez donc, ô rois, et comprenez ; instruisez-vous, juges de toute la terre. Sg 6, 1 : Selaouit enta, Rouaned, ha komprenit, klevit ar gelennadurezh, gouarnerien termenoù an douar !
Soyez attentifs, vous qui dominez les foules, qui vous vantez de la multitude de vos peuples. Sg 6, 2 : Roit ho skouarn, c’hwi mistri an engroezioù, hag a zo lorc’h ennoc’h gant niver bras ho pobladoù !
Car la domination vous a été donnée par le Seigneur, et le pouvoir, par le Très-Haut, lui qui examinera votre conduite et scrutera vos intentions. Sg 6, 3 : An Aotrou eo an hini en deus roet deoc’h ar galloud, an Uhel-dreist eo a c’hrata mestroniezh ; Eñ eo a sello pizh ouzh ho labour hag a sonto ho mennadoù.
En effet, vous êtes les ministres de sa royauté ; si donc vous n’avez pas rendu la justice avec droiture, ni observé la Loi, ni vécu selon les intentions de Dieu, Sg 6, 4 : C’hwi eta, servijerien e rouantelezh evel ma-z oc’h, mar n’hoc’h eus ket gouarnet hervez ar Reizhder, na miret al Lezenn, na kerzhet hervez youl Doue,
il fondra sur vous, terrifiant et rapide, car un jugement implacable s’exerce sur les grands ; Sg 6, 5 : e plaouio warnoc’h spouronus hag a daol-trumm. Rak ar varnedigezh dizamant a c’hortoz ar pennoù bras.
au petit, par pitié, on pardonne, mais les puissants seront jugés avec puissance. Sg 6, 6 : An den izel, e c’heller dre druez pardoniñ dezhañ, hogen ar re c’halloudek eo galloudek ma vo sellet outo.
Le Maître de l’univers ne reculera devant personne, la grandeur ne lui en impose pas ; car les petits comme les grands, c’est lui qui les a faits : il prend soin de tous pareillement. Sg 6, 7 : Mestr an holl ne gil dirak den ebet, n’eus meurded ebet en divije selladoù eviti ; ar re vihan hag ar re vras kenkoulz, o graet en deus, ha preder en deus ken-ha-ken ouzh an eil re hag ar re all,
Les puissants seront soumis à une enquête rigoureuse. Sg 6, 8 : nemet ez eus garvoc’h enklask o c’hortoz an dud uhel.
C’est donc pour vous, souverains, que je parle, afin que vous appreniez la sagesse et que vous évitiez la chute, Sg 6, 9 : C’hwi eta, pennrenerien, eo a gomzan ouzhoc’h, ma teskot ar furnez ha ma chomot hep kouezhañ ;
car ceux qui observent saintement les lois saintes seront reconnus saints, et ceux qui s’en instruisent y trouveront leur défense. Sg 6, 10 : rak ar re a vir ar santelezh a galon santel a vezo kavet santel, hag ar re a vo bet kenteliet ganti a gavo enni o difenn.
Recherchez mes paroles, désirez-les ; elles feront votre éducation. Sg 6, 11 : Gant-se ’ta, c’hoantait va c’homzoù, en em zougit dezho : ho kelenn a raint.
La Sagesse est resplendissante, elle ne se flétrit pas. Elle se laisse aisément contempler par ceux qui l’aiment, elle se laisse trouver par ceux qui la cherchent. Sg 6, 12 : Skedus eo ar Furnez ha ne goll ket he lufr, aes da welout evit ar re a gar anezhi, aes da zizoleiñ evit ar re a zo ouzh he c’hlask.
Elle devance leurs désirs en se faisant connaître la première. Sg 6, 13 : Dont a ra a-benn-hent d’ar re a c’hoanta anezhi, hag en em ziskouez a ra dezho, hi da gentañ.
Celui qui la cherche dès l’aurore ne se fatiguera pas : il la trouvera assise à sa porte. Sg 6, 14 : An neb he c’hlask a-dal ar beure, n’en devo ket a boan : Kavout a ray anezhi, azezet ouzh e zor.
Penser à elle est la perfection du discernement, et celui qui veille à cause d’elle sera bientôt délivré du souci. Sg 6, 15 : Rak prederiañ warni a zo poellegezh peurvat, ha beilhañ eviti a zo en em lakaat buan e-maez a nec’h.
Elle va et vient à la recherche de ceux qui sont dignes d’elle ; au détour des sentiers, elle leur apparaît avec un visage souriant ; dans chacune de leurs pensées, elle vient à leur rencontre. Sg 6, 16 : Ar re a zo dellezek anezhi eo hi hec’h-unan a ya d’o c’hlask dre holl ; hag en em ziskouez a ra dezho war an hentoù gant madelezh ; dont a ra d’o diambroug en o mennadoù.
Le commencement de la Sagesse, c’est le désir vrai d’être instruit ; le souci de l’instruction, c’est l’amour ; Sg 6, 17 : Rak an deroù anezhi eo ar c’hoant gwirion d’he deskiñ, ha c’hoantaat he deskiñ eo karout anezhi ;
l’amour, c’est de garder ses lois ; observer les lois, c’est l’assurance de l’incorruptibilité, Sg 6, 18 : karout anezhi eo mirout he lezennoù, mirout he lezennoù a zo ur warantiz a zivarvelezh,
et l’incorruptibilité rend proche de Dieu. Sg 6, 19 : hag an divarvelezh a ro lec’h e-kichen Doue.
Ainsi le désir de la Sagesse élève à la royauté. Sg 6, 20 : Evel-se c’hoant ar Furnez a gas d’ar roueelezh.
Si donc vous, souverains des peuples, vous prenez plaisir aux trônes et aux sceptres, rendez hommage à la Sagesse afin de régner pour toujours. Sg 6, 21 : Mar plij deoc’h eta kaout tronioù ha bizhier-ren, o c’hwi, mistri ar pobloù, enorit ar Furnez evit bezañ rouaned da viken.
Mais qu’est-ce que la Sagesse et comment est-elle née ? Je vais l’exposer ; loin de vous en cacher les mystères, je suivrai ses traces depuis le principe de son origine et je mettrai en lumière ce que l’on connaît d’elle ; je n’écarterai pas mon chemin de la vérité, Sg 6, 22 : Petra eo ar Furnez ha peseurt orin he deus ? Mont a ran bremañ d’hen diskleriañ, ne guzhin ket ouzhoc’h he sekredoù. Heuliañ a rin he roudoù betek anavezout he deroù, evit lakaat e sklêrijenn petra a ouzomp diwar he fenn hep diheñchañ diwar ar wirionez.
et ne marcherai jamais avec l’esprit de jalousie, car cela n’a rien de commun avec la sagesse. Sg 6, 23 : Nann, n’in ket d’ober hent gant ar warizi sec’h, houmañ n’he deus netra kumun gant ar Furnez.
Au contraire, une multitude de sages est salut pour le monde, et un roi qui gouverne avec discernement, c’est le bien-être du peuple. Sg 6, 24 : Rak un niver bras a furien a zo silvidigezh evit ar bed, hag ur roue poellek a zegas stabilded d’e bobl.
Aussi laissez-vous instruire par mes paroles : vous en tirerez profit. Sg 6, 25 : En em lezit eta da vezañ kenteliet gant va c’homzoù, ur gounid evidoc’h e vo kement-se.
