Première lettre de saint Paul Apôtre aux Corinthiens - Chapitre 10
Chapitre : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16
Chapitre 10
Frères, je ne voudrais pas vous laisser ignorer que, lors de la sortie d’Égypte, nos pères étaient tous sous la protection de la nuée, et que tous ont passé à travers la mer. 1Co 10, 1 : Ne fell ket din e chomfec’h hep gouzout, breudeur, penaos hon Tadoù gwechall a zo bet holl dindan ar goabrenn, o deus holl treuzet ar mor,
Tous, ils ont été unis à Moïse par un baptême dans la nuée et dans la mer ; 1Co 10, 2 : o deus holl resevet, evit bezañ da Voizez, evel ur vadeziant er goabrenn hag er mor ;
tous, ils ont mangé la même nourriture spirituelle ; 1Co 10, 3 : o deus holl debret eus an hevelep boued speredel ;
tous, ils ont bu la même boisson spirituelle ; car ils buvaient à un rocher spirituel qui les suivait, et ce rocher, c’était le Christ. 1Co 10, 4 : o deus holl evet eus an hevelep evaj speredel ; rak evañ a raent dour eus ar roc’h speredel a oa o vont ganto, hag ar roc’h-se a oa ar C’hrist.
Cependant, la plupart n’ont pas su plaire à Dieu : leurs ossements, en effet, jonchèrent le désert. 1Co 10, 5 : Hogen n’eo ket al lodenn vrasañ anezho o deus plijet da Zoue ; rak o c’horfoù marv a zo chomet strewet er gouelec’h.
Ces événements devaient nous servir d’exemple, pour nous empêcher de désirer ce qui est mal comme l’ont fait ces gens-là. 1Co 10, 6 : Kement-se ’zo c’hoarvezet ma vo ur skouer evidomp, evit n’en em lezimp ket da vont d’an droukc’hoantegezhioù, evel ma rejont int-i.
Ne devenez pas idolâtres, comme certains d’entre eux, selon qu’il est écrit : Le peuple s’est assis pour manger et boire, et ils se sont levés pour s’amuser. 1Co 10, 7 : Na zeuit ket da vezañ idolourien, evel darn anezho, a zo bet skrivet diwar o fenn : « Azezañ a reas ar bobl evit debriñ hag evañ, ha goude-se e savjont da c’hoari ».
Ne nous livrons pas à la débauche, comme l’ont fait certains d’entre eux : il en est tombé vingt-trois mille en un seul jour. 1Co 10, 8 : N’en em roomp ket d’an hudurniezh evel darn anezho, ma kouezhas en un devezh tri mil warn-ugent anezho.
Ne mettons pas le Christ à l’épreuve, comme l’ont fait certains d’entre eux : ils ont péri mordus par les serpents. 1Co 10, 9 : Na hegomp ket an Aotrou, evel ma reas darn anezho, ma voent lazhet gant an naered.
Cessez de récriminer comme l’ont fait certains d’entre eux : ils ont été exterminés. 1Co 10, 10 : Na c’hrozmolit ket evel ma reas darn anezho, ma voent lazhet gant an Distrujer.
Ce qui leur est arrivé devait servir d’exemple, et l’Écriture l’a raconté pour nous avertir, nous qui nous trouvons à la fin des temps. 1Co 10, 11 : Kement-se a c’hoarveze dezho evit servijout da skouer, ha skrivet eo bet evit hor c’helennadurezh deomp-ni a zo degouezhet ganeomp fin an amzerioù.
Ainsi donc, celui qui se croit solide, qu’il fasse attention à ne pas tomber. 1Co 10, 12 : Gant-se, an hini a soñj gantañ bezañ start en e sav, ra daolo pled da chom hep kouezhañ.
L’épreuve qui vous a atteints n’a pas dépassé la mesure humaine. Dieu est fidèle : il ne permettra pas que vous soyez éprouvés au-delà de vos forces. Mais avec l’épreuve il donnera le moyen d’en sortir et la force de la supporter. 1Co 10, 13 : N’eus temptadur ebet o tont warnoc’h a vefe en tu-hont d’ho nerzhioù-den. Feal eo Doue : ne bermeto ket e vefec’h temptet dreist ho nerzh, met gant an temptadur e roio deoc’h an tu da herzel outañ.
Aussi, mes bien-aimés, fuyez le culte des idoles. 1Co 10, 14 : Rak-se, va re vuiañ-karet, tec’hit diouzh an idolerezh.
Je vous parle comme à des personnes raisonnables ; jugez vous-mêmes de ce que je dis. 1Co 10, 15 : Komz a ran ouzhoc’h evel ouzh tud skiantek ; barnit hoc’h-unan ar pezh ez an da lavarout.
La coupe de bénédiction que nous bénissons, n’est-elle pas communion au sang du Christ ? Le pain que nous rompons, n’est-il pas communion au corps du Christ ? 1Co 10, 16 : Ar c’halir a vennozh a vennigomp, hag-eñ n’eo ket ur gomunion ouzh gwad ar C’hrist ? Ar bara a rannomp, hag-eñ n’eo ket ur gomunion ouzh korf ar C’hrist ?
Puisqu’il y a un seul pain, la multitude que nous sommes est un seul corps, car nous avons tous part à un seul pain. 1Co 10, 17 : Peogwir n’eus nemet ur bara hepken, n’omp ni holl nemet ur c’horf hepken ; rak holl e kemeromp hon lod eus ar bara unan-se.
Voyez ce qui se passe chez les Israélites : ceux qui mangent les victimes offertes sur l’autel de Dieu, ne sont-ils pas en communion avec lui ? 1Co 10, 18 : Sellit ouzh an Israel douarel. Daoust hag ar re a zebr eus kig ar sakrifis n’o deus ket komunion gant an aoter ?
Je ne prétends pas que la viande offerte aux idoles ou que les idoles elles-mêmes représentent quoi que ce soit. 1Co 10, 19 : Petra ’m eus c’hoant da lavarout ? e vefe un dra bennak ar c’hig kinniget d’an idolenn ? pe e vefe an idolenn un dra bennak ?
Mais je dis que les sacrifices des païens sont offerts aux démons, et non à Dieu, et je ne veux pas que vous soyez en communion avec les démons. 1Co 10, 20 : n’int ket, met ar pezh a vez kinniget evel-se eo d’an drouksperedoù e vez aberzhet, n’eo ket da Zoue. Ha ne fell ket din ho pefe komunion gant an drouksperedoù.
Vous ne pouvez pas boire à la coupe du Seigneur et en même temps à celle des démons ; vous ne pouvez pas prendre part à la table du Seigneur et en même temps à celle des démons. 1Co 10, 21 : N’hellit ket war un dro evañ eus kalir an Aotrou hag eus kalir an drouksperedoù. N’hellit ket war un dro kemer perzh e taol an Aotrou hag e taol an drouksperedoù.
Voulons-nous provoquer l’ardeur jalouse du Seigneur ? Sommes-nous plus forts que lui ? 1Co 10, 22 : Pe hag-eñ e fell deomp broudañ gwarizi an Aotrou ? Hag-eñ e vefemp kreñvoc’h egetañ ?
« Tout est permis », dit-on, mais je dis: « Tout n'est pas bon. » « Tout est permis », mais tout n’est pas constructif. 1Co 10, 23 : « Aotreet eo pep tra“, met pep tra n’eo ket skouerius.
Que personne ne cherche son propre intérêt, mais celui d’autrui. 1Co 10, 24 : Arabat da zen klask e vad-eñ, met ra glasko hini ar re all.
Tout ce qui se vend au marché, mangez-en sans poser de questions par motif de conscience. 1Co 10, 25 : Debrit eus a gement tra a werzher er marc’had hep ober goulenn ebet dre vorc’hed a goustiañs.
Car il est écrit : Au Seigneur, la terre et tout ce qui la remplit. 1Co 10, 26 : D’an Aotrou eo an douar ha kement tra a zo ouzh e leuniañ.
Si vous êtes invités par quelqu’un qui n’est pas croyant, et que vous vouliez vous rendre chez lui, mangez tout ce qu’on vous sert sans poser de questions par motif de conscience. 1Co 10, 27 : Ma vezit pedet gant un den difeiz bennak ha ma kavit mat mont, debrit eus a gement tra a vo lakaet dirazoc’h hep ober goulenn ebet dre vorc’hed a goustiañs.
Mais si quelqu’un vous dit : « Cela, c’est de la viande offerte en sacrifice », n’en mangez pas, à cause de celui qui vous a prévenus et par motif de conscience ; 1Co 10, 28 : Met ma vez unan bennak o lavarout deoc’h : Kement-mañ a zo kig aberzhet d’an idoloù, na zebrit ket neuze, abalamour d’an hini en deus roet an ali-se deoc’h, hag en abeg d’ar morc’hed a goustiañs.
je ne parle pas de votre conscience à vous, mais de celle d’autrui. Pourquoi en effet ma liberté serait-elle jugée par la conscience d’un autre ? 1Co 10, 29 : Ar goustiañs a fell din komz diouti o vezañ hini an den-se, ha n’eo ket hoc’h hini. Rak perak em befe da lakaat va frankiz-me dindan barn koustiañs unan all ?
Si je participe à un repas dans l’action de grâce, pourquoi me blâmer pour cette nourriture dont je rends grâce ? 1Co 10, 30 : Ha ma tebran un dra bennak en ur rentañ bennozh, perak e vefen tamallet en abeg d’ar pezh a rentan bennozh evitañ ?
Tout ce que vous faites : manger, boire, ou toute autre action, faites-le pour la gloire de Dieu. 1Co 10, 31 : Neuze ’ta, pe e vefec’h o tebriñ, pe oc’h evañ, pe oc’h ober un dra bennak, grit pep tra evit gloar Doue.
Ne soyez un obstacle pour personne, ni pour les Juifs, ni pour les païens, ni pour l’Église de Dieu. 1Co 10, 32 : Na roit droukskouer ebet, na d’ar Yuzevien, na d’ar C’hresianed, na da Iliz Doue.
Ainsi, moi-même, en toute circonstance, je tâche de m’adapter à tout le monde, sans chercher mon intérêt personnel, mais celui de la multitude des hommes, pour qu’ils soient sauvés. 1Co 10, 33 : Grit eveldon-me a fell din plijout e pep tra d’an holl, en ur glask n’eo ket va mad-me, met hini an dud evit ma vint salvet.
