Première lettre de saint Paul Apôtre aux Corinthiens - Chapitre 9
Chapitre : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16
Chapitre 9
Ne suis-je pas libre ? Ne suis-je pas apôtre ? N’ai-je pas vu Jésus notre Seigneur ? Et vous, n’êtes-vous pas mon œuvre dans le Seigneur ? 1Co 9, 1 : Hag-eñ n’em eus ket frankiz ? Hag-eñ n’on ket abostol ? Hag-eñ n’em eus ket gwelet Jezuz hon Aotrou ? Daoust ha n’oc’h ket c’hwi va labour en Aotrou ?
Si pour d’autres je ne suis pas apôtre, pour vous en tout cas je le suis ; le sceau qui authentifie mon apostolat, c’est vous, dans le Seigneur. 1Co 9, 2 : Mar n’on ket abostol evit reoù all, evidoc’h da vihanañ ez on : rak merk anat va abostoliezh ez oc’h c’hwi en Aotrou.
Ma défense devant ceux qui enquêtent sur mon compte, la voici. 1Co 9, 3 : Va respont a-enep d’ar re am dispenn, hennezh eo :
N’aurions-nous pas le droit de manger et de boire ? 1Co 9, 4 : Hag-eñ n’hon eus ket ar gwir da zebriñ ha da evañ ?
N’aurions-nous pas le droit d’emmener avec nous une femme croyante, comme les autres apôtres, les frères du Seigneur et Pierre ? 1Co 9, 5 : Hag-eñ n’hon eus ket ar gwir da gas ganeomp ur gristenez, evel ar re all eus an Ebestel, evel breudeur an Aotrou, evel Kefa ?
Ou bien serais-je le seul avec Barnabé à ne pas avoir le droit d’être dispensé de travail ? 1Co 9, 6 : Pe ne vefe nemedon ha Barnaba n’hor befe ket ar gwir da chom hep labourat ?
Arrive-t-il qu’on serve dans l’armée à ses propres frais ? qu’on plante une vigne sans manger de ses fruits ? qu’on garde un troupeau sans boire du lait de ce troupeau ? 1Co 9, 7 : Piv ’ta ’zo soudard a vicher diwar e goust e-unan ? Piv a blant ur winienn a chomfe hep debriñ ar frouezh anezhi ? Piv a laka da vesa ur vandenn loened hep en em vagañ eus o laezh ?
Est-ce que je parle seulement au niveau humain ? La Loi ne dit-elle pas la même chose ? 1Co 9, 8 : Hag-eñ ne lavarfen aze nemet komzoù denel ? Nann, al Lezenn ivez, hag-eñ ne lavar ket kement-all ?
En effet, dans la loi de Moïse il est écrit : Tu ne muselleras pas le bœuf qui foule le grain. Dieu s’inquiète-t-il des bœufs ? 1Co 9, 9 : Rak e Lezenn Voizez eo skrivet : Arabat minwalañ an ejen o vac’hañ an ed ! Hag-eñ eo gant an ejened e vefe trechalet Doue ?
ou bien le dit-il en réalité à cause de nous ? Oui, c’est pour nous que cela fut écrit, puisque le laboureur doit avoir un espoir quand il laboure, et celui qui foule le grain doit espérer en avoir sa part. 1Co 9, 10 : Hag-eñ n’eo ket evidomp end-eeun e lavar kement-se ? Ya, evidomp-ni eo bet skrivet se : E tle an arer arat gant esper, hag ivez an hini a zorn an ed, labourat gant esper da gaout e lod.
Si nous avons semé pour vous des biens spirituels, serait-ce trop de récolter chez vous des biens matériels ? 1Co 9, 11 : M’hon eus ni hadet ennoc’h ar madoù speredel, hag-eñ eo ur gwalldro ma vedomp-ni diganeoc’h ul lod eus ho madoù douarel ?
Si d’autres ont quelque droit sur vous, n’en avons-nous pas encore plus qu’eux ? Mais nous n’avons pas fait usage de ce droit ; au contraire, nous supportons tout pour ne pas créer d’obstacle à l’Évangile du Christ. 1Co 9, 12 : M’o deus reoù all ar gwir-se warnoc’h, hag-eñ n’hon eus ket ni muioc’h c’hoazh ? Nemet n’hon eus ket graet implij eus ar gwirioù-se ; dioueriñ a reomp pep tra evit chom hep bezañ e doare pe zoare ur skoilh evit Aviel ar C’hrist.
Ne le savez-vous pas ? Ceux qui assurent le culte du temple sont nourris par le temple ; ceux qui servent à l’autel ont leur part de ce qui est offert sur l’autel. 1Co 9, 13 : Hag-eñ n’ouzoc’h ket penaos ministred an aberzhoù a vev eus madoù an Templ ? Hag ar re a labour war-dro an aoter, o devez lod eus an aoter ?
De même aussi, le Seigneur a prescrit à ceux qui annoncent l’Évangile de vivre de la proclamation de l’Évangile. 1Co 9, 14 : Evel-se ivez an Aotrou en deus urzhiet d’ar re a gemenn an Aviel, bevañ eus an Aviel.
Mais moi, je n’ai jamais fait usage d’aucun de ces droits. Et je n’écris pas cela pour les réclamer. Plutôt mourir ! Personne ne m’enlèvera ce motif de fierté. 1Co 9, 15 : Me avat n’em eus implijet hini ebet eus ar gwirioù-se, hag ar pezh a skrivan diwar o fenn n’eo ket evit ma vefe graet diouto em c’heñver. Gwelloc’h eo ganin mervel eget... nann, ne vo den o lemel diganin an titl-se a c’hloar !
En effet, annoncer l’Évangile, ce n’est pas là pour moi un motif de fierté, c’est une nécessité qui s’impose à moi. Malheur à moi si je n’annonçais pas l’Évangile ! 1Co 9, 16 : Rak n’eo ket prezeg an Aviel a vefe evidon un titl a c’hloar ; un dra ret eo din ober kement-se ; gwa me mar ne brezegan ket an Aviel !
Certes, si je le fais de moi-même, je mérite une récompense. Mais je ne le fais pas de moi-même, c’est une mission qui m’est confiée. 1Co 9, 17 : Met ma vefen ouzh hen ober ac’hanon va-unan, em befe ar gwir da gaout ur gopr, ma prezegan avat daoust din va-unan, eo dre m’em eus resevet ar garg d’hen ober.
Alors quel est mon mérite ? C'est d'annoncer l'Évangile sans rechercher aucun avantage matériel, et sans faire valoir mes droits de prédicateur de l'Évangile. 1Co 9, 18 : Ha neuze penaos evidon kaout ur gopr ? Er stumm-mañ, prezeg an Aviel evit mann ebet, e ziazezañ hep na gousto da zen ebet, hep ober implij eus ar gwir a ro din an Aviel.
Oui, libre à l’égard de tous, je me suis fait l’esclave de tous afin d’en gagner le plus grand nombre possible. 1Co 9, 19 : Ya, goude ma oan em frankiz e-keñver an holl, ez on en em c’hraet sklavour an holl, evit gounit al lodenn vrasañ eus an dud.
Et avec les Juifs, j’ai été comme un Juif, pour gagner les Juifs. Avec ceux qui sont sujets de la Loi, j’ai été comme un sujet de la Loi, moi qui ne le suis pas, pour gagner les sujets de la Loi. 1Co 9, 20 : Gant ar Yuzevien ez on en em c’hraet Yuzev, evit gounit ar Yuzevien ; gant ar re dindan al Lezenn ez on en em lakaet dindan al Lezenn, daoust n’on ket va-unan sujet d’al Lezenn, evit gounit ar re a zo dindan al Lezenn ;
Avec les sans-loi, j’ai été comme un sans-loi, moi qui ne suis pas sans loi de Dieu, mais sous la loi du Christ, pour gagner les sans-loi. 1Co 9, 21 : gant ar re a zo dilezenn, ez on bet evel dilezenn, daoust n’on ket dilezenn e-keñver Doue, met e-barzh lezenn ar C’hrist, evit gounit ar re a zo dilezenn.
Avec les faibles, j’ai été faible, pour gagner les faibles. Je me suis fait tout à tous pour en sauver à tout prix quelques-uns. 1Co 9, 22 : Deuet on da vezañ sempl gant ar re sempl, evit gounit ar re sempl. Gant an holl ez on deuet da vezañ pep tra, evit dont a-benn da salviñ hiniennoù.
Et tout cela, je le fais à cause de l’Évangile, pour y avoir part, moi aussi. 1Co 9, 23 : Ha kement-se a ran evit an Aviel, ma vin me ivez lodek en e vadoù.
Vous savez bien que, dans le stade, tous les coureurs participent à la course, mais un seul reçoit le prix. Alors, vous, courez de manière à l’emporter. 1Co 9, 24 : Daoust ha n’ouzoc’h ket penaos pa vez redadeg er sportva eo an holl a red, met n’eus nemet unan o c’hounit ar priz. Redit ivez en doare d’e c’hounit.
Tous les athlètes à l’entraînement s’imposent une discipline sévère ; ils le font pour recevoir une couronne de laurier qui va se faner, et nous, pour une couronne qui ne se fane pas. 1Co 9, 25 : Pep sportour a rank tremen hep traoù e-leizh ; int-i eo evit gounit ur gurunenn dibad, ni avat ez eo evit ur gurunenn hollbadus.
Moi, si je cours, ce n’est pas sans fixer le but ; si je fais de la lutte, ce n’est pas en frappant dans le vide. 1Co 9, 26 : Evidon-me, sur mat, eo evel-se e redan, n’eo ket o vont d’an avantur ; eo evel-se e skoan taolioù, n’eo ket o skeiñ en avel ;
Mais je traite durement mon corps, j’en fais mon esclave, pour éviter qu’après avoir proclamé l’Évangile à d’autres, je sois moi-même disqualifié. 1Co 9, 27 : bloñsañ a ran va c’horf avat hag e lakaat da sklav, evit na c’hoarvezo ket din, goude broudañ ar re all d’ar stourm, bezañ me va-unan lakaet er-maez.
