Aller au contenu
Accueil » Bible en breton » Nouveau Testament en breton » Première lettre de saint Paul Apôtre aux Corinthiens » Chapitre 11

Première lettre de saint Paul Apôtre aux Corinthiens - Chapitre 11

Levr : Al lizher kentañ d’ar Gorintiz
Chapitre : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16

Chapitre 11



Imitez-moi, comme moi aussi j’imite le Christ. 1Co 11, 1 : Kemerit skouer diwarnon, evel ma kemeran-me skouer diwar ar C’hrist.

Je vous félicite de vous souvenir si bien de moi, et de garder les traditions que je vous ai transmises. 1Co 11, 2 : Ho meuliñ a ran dre ma talc’hit soñj ac’hanon e pep tra, ha ma virit an hengounioù evel ma ’m eus o roet deoc’h.

Mais je veux que vous le sachiez : la tête de tout homme, c’est le Christ ; la tête de la femme, c’est l’homme ; la tête du Christ, c’est Dieu. 1Co 11, 3 : Fellout a ra din eta e oufec’h kement-mañ : penn pep den eo ar C’hrist ; penn ar vaouez eo he den, ha penn ar C’hrist eo Doue.

Tout homme qui prie ou prophétise ayant quelque chose sur la tête fait honte à sa tête. 1Co 11, 4 : Kement den a vez o pediñ pe o tiouganañ goloet e benn a zizenor e benn.

Toute femme qui prie ou prophétise sans avoir la tête couverte fait honte à sa tête : c’est exactement comme si elle était rasée. 1Co 11, 5 : Met kement plac’h a vez o pediñ pe o tiouganañ dizolo he fenn, a zizenor he fenn ; ez eo dik evel pa vefe touzet he blev.

En effet, si elle ne se couvre pas, qu’elle aille jusqu’à se faire tondre ; et si c’est une honte pour la femme d’être tondue ou rasée, qu’elle se couvre. 1Co 11, 6 : Mar ne laka ket ar vaouez ur ouel war he fenn ra droc’ho ivez he blev. Met ma-z eo mezhus evit ur vaouez kaout he blev troc’het pe bezañ touzet, ra lakaio neuze ur ouel war he fenn

L’homme, lui, ne doit pas se couvrir la tête, puisqu’il est image et gloire de Dieu, et la femme est la gloire de l’homme. 1Co 11, 7 : An den avat ne zle ket goleiñ e benn, o vezañ ma-z eo skeudenn ha dassked Doue. Ar vaouez hi, a zo dassked an den.

Ce n’est pas l’homme, en effet, qui a été tiré de la femme, mais la femme qui a été tirée de l’homme, 1Co 11, 8 : Rak n’eo ket an den a zo bet tennet eus ar vaouez, met ar vaouez eus an den.

et ce n’est pas l’homme qui a été créé à cause de la femme, mais la femme à cause de l’homme. 1Co 11, 9 : Ha n’eo ket an den a zo bet krouet evit ar vaouez, met ar vaouez evit an den.

C’est pourquoi la femme doit avoir sur la tête un signe de sa dignité, à cause des anges. 1Co 11, 10 : Dre-se, e tle ar vaouez kaout war he fenn ar merk eus he sujidigezh, abalamour d’an Aelez.

D’ailleurs, dans le Seigneur la femme n’est pas sans l’homme, ni l’homme sans la femme. 1Co 11, 11 : A-hent-all, n’a ket ar vaouez hep an den, nag an den hep ar vaouez, pa seller an traoù en Aotrou ;

En effet, de même que la femme a été tirée de l’homme, de même l’homme vient au monde par la femme, et tout cela vient de Dieu. 1Co 11, 12 : rak ma-z eo bet tennet ar vaouez eus an den, an den ivez d’e dro a vez ganet eus ar vaouez. Hag emañ pep tra o tont eus Doue.

Jugez-en par vous-mêmes : est-il convenable qu’une femme prie Dieu sans avoir la tête couverte ? 1Co 11, 13 : Barnit eta c’hwi hoc’h-unan : ha dereat e ve d’ar vaouez pediñ Doue dizolo he fenn ?

La nature elle-même ne vous enseigne-t-elle pas que, pour un homme, il est déshonorant d’avoir les cheveux longs, 1Co 11, 14 : An natur hec’h-unan hag-eñ ne zesk ket deoc’h ez eo mezhus evit un den kaout blev hir,

alors que, pour une femme, c’est une gloire, car la chevelure lui a été donnée pour s’en draper ? 1Co 11, 15 : tra ma-z eo un enor evit ar vaouez kaout ur pennad blev kaer, rak blev fonnus a zo bet roet dezhi e-giz ur ouel.

Et si quelqu’un croit devoir ergoter, nous, nous n’avons pas cette manière de faire, et les Églises de Dieu non plus. 1Co 11, 16 : Hag a-benn ar fin, ma fell da unan bennak arguziñ, n’omp ket ni kustum a gement-se, na kennebeut-all Ilizoù Doue.

Puisque j’en suis à vous faire des recommandations, je ne vous félicite pas pour vos réunions : elles vous font plus de mal que de bien. 1Co 11, 17 : Ha peogwir emaon gant an evezhiadennoù, n’em eus ket meuleudi da reiñ deoc’h evit ho podadegoù, rak ne lakaont ket ac’hanoc’h da wellaat met da washaat.

Tout d’abord, quand votre Église se réunit, j’entends dire que, parmi vous, il existe des divisions, et je crois que c’est assez vrai, 1Co 11, 18 : Da gentañ e klevan lavarout, diwar-benn ho podadegoù a iliz, en em lakait a strolladoù dispartiet, hag her c’hrediñ a rafen a-walc’h.

car il faut bien qu’il y ait parmi vous des groupes qui s’opposent, afin qu’on reconnaisse ceux d’entre vous qui ont une valeur éprouvée. 1Co 11, 19 : Evel-se eo ret e vefe disrannoù en ho touez evit ma teufe d’en em ziskouez ar re a zo divrall o vertuz.

Donc, lorsque vous vous réunissez tous ensemble, ce n’est plus le repas du Seigneur que vous prenez ; 1Co 11, 20 : Pa ’n em vodit a-gevret eta, n’eo ket mui debriñ Pred an Aotrou an hini a rit ;

en effet, chacun se précipite pour prendre son propre repas, et l’un reste affamé, tandis que l’autre a trop bu. 1Co 11, 21 : rak, pa ’n em lakait ouzh taol, e krog pep hini, hep gortoz, da zebriñ e bred e-unan, en doare m’en devez naon an eil, e-pad ma vez mezv egile.

N’avez-vous donc pas de maisons pour manger et pour boire ? Méprisez-vous l’Église de Dieu au point d’humilier ceux qui n’ont rien ? Que puis-je vous dire ? vous féliciter ? Non, pour cela je ne vous félicite pas ! 1Co 11, 22 : Daoust ha n’hoc’h eus ket ho tiez evit debriñ hag evañ ? Pe daoust ha fae a rit war Iliz Doue, ha fellout a ra deoc’h dismegañsiñ ar re n’o deus netra ? Petra lavarin deoc’h ? Daoust hag ho meuliñ a rin ? War gement-se, nann, n’ho meulin ket.

J’ai moi-même reçu ce qui vient du Seigneur, et je vous l’ai transmis : la nuit où il était livré, le Seigneur Jésus prit du pain, 1Co 11, 23 : Me avat am eus resevet a-berzh an Aotrou, ar pezh am eus d’am zro diskleriet deoc’h, penaos an Aotrou Jezuz, en noz ma voe gwerzhet, a gemeras bara,

puis, ayant rendu grâce, il le rompit, et dit : « Ceci est mon corps, qui est pour vous. Faites cela en mémoire de moi. » 1Co 11, 24 : ha goude lavarout ur bedenn a drugarez, a rannas anezhañ en ur lavarout : « Kement-mañ eo va c’horf, an hini a zo evidoc’h. Grit an dra-mañ evit ober an eñvoradur ac’hanon ».

Après le repas, il fit de même avec la coupe, en disant : « Cette coupe est la nouvelle Alliance en mon sang. Chaque fois que vous en boirez, faites cela en mémoire de moi. » 1Co 11, 25 : Evel-se c’hoazh, goude koan, e kemeras ar c’halir en ur lavarout : « Ar c’haliriad-mañ eo an Emglev nevez em gwad. Bep gwech ma-z evot dioutañ, grit an dra-se evit ober an eñvoradur ac’hanon ».

Ainsi donc, chaque fois que vous mangez ce pain et que vous buvez cette coupe, vous proclamez la mort du Seigneur, jusqu’à ce qu’il vienne. 1Co 11, 26 : Evel-se ’ta, bep gwech ma tebrit eus ar bara-mañ ha ma-z evit eus ar c’haliriad, e kemennit marv an Aotrou, betek ma teuio en-dro.

Et celui qui aura mangé le pain ou bu la coupe du Seigneur d’une manière indigne devra répondre du corps et du sang du Seigneur. 1Co 11, 27 : En abeg da se, an neb a zebro eus ar bara-mañ pe a evo eus kaliriad an Aotrou, en ur stad dizereat, a vo kablus eus korf ha gwad an Aotrou.

On doit donc s’examiner soi-même avant de manger de ce pain et de boire à cette coupe. 1Co 11, 28 : Ra ’n em sello eta pep unan a-raok debriñ eus ar bara-se hag evañ eus ar c’haliriad-se.

Celui qui mange et qui boit mange et boit son propre jugement s’il ne discerne pas le corps du Seigneur. 1Co 11, 29 : Rak an hini a zebr hag a ev eo e varnedigezh dezhañ e-unan emañ o tebriñ hag oc’h evañ, mar ne wel ket eno korf an Aotrou.

C’est pour cela qu’il y a chez vous beaucoup de malades et d’infirmes et qu’un certain nombre sont endormis dans la mort. 1Co 11, 30 : Abalamour da se ez eus en ho touez kalz a dud klañv hag a dud dinerzh, hag ez eus marvet meur a hini.

Si nous avions du discernement envers nous-mêmes, nous ne serions pas jugés. 1Co 11, 31 : Ma karfemp en em varn hon-unan, ne vefemp ket barnet.

Mais lorsque nous sommes jugés par le Seigneur, c’est une correction que nous recevons, afin de ne pas être condamnés avec le monde. 1Co 11, 32 : Met barnet gant an Aotrou e vezomp kastizet gantañ, evit na vezimp ket kondaonet a-unan gant ar bed.

Ainsi donc, mes frères, quand vous vous réunissez pour ce repas, attendez-vous les uns les autres ; 1Co 11, 33 : Neuze ’ta, va breudeur, pa ’n em vodit evit ar Pred-se, en em c’hortozit an eil egile.

si quelqu’un a faim, qu’il mange à la maison, pour que vos réunions ne vous attirent pas le jugement du Seigneur. Quant au reste, je le réglerai quand je viendrai. 1Co 11, 34 : Ma vez unan o kaout naon, ra zebro er gêr, evit na droio ket hoc’h emvodoù d’ho kondaonidigezh. Evit ar peurrest e reizhin anezhañ, pa zeuin d’ho kwelout.