Première lettre de saint Jean - Chapitre 4
Chapitre 4
🎙 Ecouter la Bible audio en breton
Bien-aimés, ne vous fiez pas à n’importe quelle inspiration, mais examinez les esprits pour voir s’ils sont de Dieu, car beaucoup de faux prophètes se sont répandus dans le monde. 1Jn 4, 1 : Va re garet, na gredit ket e pep spered, met taolit evezh ouzh ar speredoù da c’houzout hag-eñ ez int eus Doue. Rak kalz a falsprofeded a zo deuet er bed.
Voici comment vous reconnaîtrez l’Esprit de Dieu : tout esprit qui proclame que Jésus Christ est venu dans la chair, celui-là est de Dieu. 1Jn 4, 2 : Gant kement-mañ e anavezot spered Doue : Kement spered a ziskler ez eo deuet Jezuz Krist en ur c’horf, a zo eus Doue ;
Tout esprit qui refuse de proclamer Jésus, celui-là n’est pas de Dieu : c’est l’esprit de l’anti-Christ, dont on vous a annoncé la venue et qui, dès maintenant, est déjà dans le monde. 1Jn 4, 3 : ha kement spered n’anzav ket Jezuz, n’eo ket eus Doue ; met ar spered-se eo hini an Enep-Krist hoc’h eus klevet diwar e benn emañ o tont, hag evit gwir a-vremañ emañ dija er bed.
Vous, petits enfants, vous êtes de Dieu, et vous avez vaincu ces gens-là ; car Celui qui est en vous est plus grand que celui qui est dans le monde. 1Jn 4, 4 : C’hwi, bugaligoù, a zo eus Doue, ha trec’het hoc’h eus warno, rak brasoc’h eo an Hini a zo ennoc’h eget an hini a zo er bed.
Eux, ils sont du monde ; voilà pourquoi ils parlent le langage du monde, et le monde les écoute. 1Jn 4, 5 : Int a zo eus ar bed, ha setu perak e komzont hervez ar bed, hag ar bed o selaou.
Nous, nous sommes de Dieu ; celui qui connaît Dieu nous écoute ; celui qui n’est pas de Dieu ne nous écoute pas. C’est ainsi que nous reconnaissons l’esprit de la vérité et l’esprit de l’erreur. 1Jn 4, 6 : Ni avat a zo eus Doue : an neb a anavez Doue hor selaou, an neb n’eo ket eus Doue n’hor selaou ket. Gant se e anavezomp ar spered a wirionez diouzh ar spered a fazi.
Bien-aimés, aimons-nous les uns les autres, puisque l’amour vient de Dieu. Celui qui aime est né de Dieu et connaît Dieu. 1Jn 4, 7 : Va re garet, en em garomp an eil egile : Peogwir e teu ar garantez eus Doue, ha peogwir kement hini en deus karantez a zo ganet eus Doue hag a anavez Doue.
Celui qui n’aime pas n’a pas connu Dieu, car Dieu est amour. 1Jn 4, 8 : An hini na gar ket, n’en deus ket anavezet Doue, rak Doue a zo karantez.
Voici comment l’amour de Dieu s’est manifesté parmi nous : Dieu a envoyé son Fils unique dans le monde pour que nous vivions par lui. 1Jn 4, 9 : Dre gement-mañ eo en em ziskouezet karantez Doue en hor c’heñver : dre m’en deus Doue kaset er bed e Vab unganet, evit ma vevimp drezañ.
Voici en quoi consiste l’amour : ce n’est pas nous qui avons aimé Dieu, mais c’est lui qui nous a aimés, et il a envoyé son Fils en sacrifice de pardon pour nos péchés. 1Jn 4, 10 : En dra-se emañ e garantez : n’eo ket ni hon eus karet Doue, met Eñ eo en deus hor c’haret ha kaset e Vab da vezañ lazhet evit dic’haou hor pec’hedoù.
Bien-aimés, puisque Dieu nous a tellement aimés, nous devons, nous aussi, nous aimer les uns les autres. 1Jn 4, 11 : Va re garet, ma-z eo evel-se en deus Doue hor c’haret, e tleomp, ni ivez, en em garout an eil egile.
Dieu, personne ne l’a jamais vu. Mais si nous nous aimons les uns les autres, Dieu demeure en nous, et, en nous, son amour atteint la perfection. 1Jn 4, 12 : Doue, den ebet biskoazh n’en deus e welet. M’en em garomp an eil egile e chom Doue ennomp, hag e garantez a zo peurvat ennomp.
Voici comment nous reconnaissons que nous demeurons en lui et lui en nous : il nous a donné part à son Esprit. 1Jn 4, 13 : Gant kement-mañ e ouzomp e chomomp ennañ hag Eñ ennomp : O vezañ m’en deus roet deomp eus e Spered.
Quant à nous, nous avons vu et nous attestons que le Père a envoyé son Fils comme Sauveur du monde. 1Jn 4, 14 : Ha ni hon eus arvestet ouzh an den-se, hag e testeniomp en deus an Tad degaset e Vab da vezañ Salver ar bed.
Celui qui proclame que Jésus est le Fils de Dieu, Dieu demeure en lui, et lui en Dieu. 1Jn 4, 15 : An neb a ziskler ez eo Jezuz Mab Doue, e chom Doue ennañ hag eñ e Doue.
Et nous, nous avons reconnu l’amour que Dieu a pour nous, et nous y avons cru. Dieu est amour : qui demeure dans l’amour demeure en Dieu, et Dieu demeure en lui. 1Jn 4, 16 : Ha ni hon eus anavezet karantez Doue en hor c’heñver, ha kredet enni. Doue a zo karantez, hag an hini a chom er garantez a chom e Doue, ha Doue a chom ennañ.
Voici comment l’amour atteint, chez nous, sa perfection : avoir de l’assurance au jour du jugement ; comme Jésus, en effet, nous ne manquons pas d’assurance en ce monde. 1Jn 4, 17 : Hag e kement-mañ eo sevenet ar garantez ganeomp, m’hon eus fiziañs e-keñver deiz ar varn, o vezañ ma-z omp er bed-mañ heñvel, ni ivez, outañ E-unan.
Il n’y a pas de crainte dans l’amour, l’amour parfait bannit la crainte ; car la crainte implique un châtiment, et celui qui reste dans la crainte n’a pas atteint la perfection de l’amour. 1Jn 4, 18 : N’emañ ket an aon er garantez : Ar garantez peurvat a gas an aon kuit, rak an aon a wel ar c’hastiz. An hini eta en deus aon n’eo ket peurvat e garantez.
Quant à nous, nous aimons parce que Dieu lui-même nous a aimés le premier. 1Jn 4, 19 : Ni avat, karomp, peogwir ez eo Eñ da gentañ en deus hor c’haret.
Si quelqu’un dit : « J’aime Dieu », alors qu’il a de la haine contre son frère, c’est un menteur. En effet, celui qui n’aime pas son frère, qu’il voit, est incapable d’aimer Dieu, qu’il ne voit pas. 1Jn 4, 20 : Ma lavar unan bennak : « Karout a ran Doue ! » evitañ da gasaat e vreur, ez eo ur gaouiad. Rak an hini na gar ket e vreur emañ ouzh e welout, n’hall ket karout Doue hag a chom diwelet gantañ.
Et voici le commandement que nous tenons de lui : celui qui aime Dieu, qu’il aime aussi son frère. 1Jn 4, 21 : Hemañ eo eta ar gourc’hemenn hon eus bet digantañ : An neb a gar Doue, dezhañ da garout e vreur ivez.
💡 Informations supplémentaires
🎙️ À-propos de l'enregistrement audio
Cet enregistrement audio de la Bible en breton a été réalisé par Tepod et publié le 12/11/2025 sur Bibl.bzh.
