Première lettre de saint Paul Apôtre aux Thessaloniciens - Chapitre 2
Chapitre 2
Frères, vous le savez bien vous-mêmes, notre venue chez vous n’a pas été inutile. 1Th 2, 1 : C’hwi hoc’h-unan, va breudeur, a oar petra eo bet hon donedigezh en ho touez, ha penaos n’eo ket bet difrouezh.
Nous venions de souffrir et d’être outragés à Philippes, comme vous le savez ; nous avons cependant trouvé en notre Dieu pleine assurance pour vous annoncer, au prix de grandes luttes, l’Évangile de Dieu. 1Th 2, 2 : Goude m’hor boa gouzañvet poan ha ma oamp bet dismegañset e Filipos, evel ma ouzoc’h, hon eus kavet en hon Doue fiziañs e-leizh evit prezeg deoc’h Aviel Doue e-kreiz stourmadoù niverus.
Et quand nous vous exhortions, ce n’était pas avec des doctrines fausses, ni des motifs impurs, ni par ruse. 1Th 2, 3 : Rak hor c’helennadurezh-ni ne denn ket he nerzh eus ur falskredenn bennak, nag eus droukc’hoantegezh ebet ; n’eo ket unan diwar douellerezh ;
En effet, pour nous confier l’Évangile, Dieu a éprouvé notre valeur, de sorte que nous parlons, non pas pour plaire aux hommes, mais à Dieu, lui qui met nos cœurs à l’épreuve. 1Th 2, 4 : met evel m’en deus Doue hor c’havet mat da fiziout ennomp e Aviel, evel-se e kelennomp, n’eo ket o klask plijout d’an dud, met da Zoue a vez oc’h arnodiñ hor c’halonoù.
Jamais, nous n’avons eu un mot de flatterie, vous le savez, jamais de motifs intéressés, Dieu en est témoin ; 1Th 2, 5 : Nann, biskoazh n’eus bet ganeomp ur gomz lubanus, evel ma ouzoc’h ; biskoazh ur mennozh kuzh bennak da c’hounit arc’hant, Doue a zo test a gement-se ;
jamais nous n’avons recherché la gloire qui vient des hommes, ni auprès de vous ni auprès d’autres personnes. 1Th 2, 6 : nann, biskoazh n’hon eus klasket enor digant an dud, nag en ho touez, nag e lec’h-all ;
Alors que nous aurions pu nous imposer en qualité d’apôtres du Christ, au contraire, nous avons été pleins de douceur avec vous, comme une mère qui entoure de soins ses nourrissons. 1Th 2, 7 : daoust ma c’hellemp, evel abostoled ar C’hrist, bezañ bet o pouezañ warnoc’h. Er c’hontrol, ez omp en em c’hraet bugale vihan en ho touez. Evel ur vagerez o kemer preder gant he bugale,
Ayant pour vous une telle affection, nous aurions voulu vous donner non seulement l’Évangile de Dieu, mais jusqu’à nos propres vies, car vous nous étiez devenus très chers. 1Th 2, 8 : evel-se, ni ivez, en hor c’harantez evidoc’h, hor bije karet reiñ deoc’h n’eo ket hepken Aviel Doue, met hor buhez hec’h-unan, ken ker e oac’h deuet da vezañ evidomp.
Vous vous rappelez, frères, nos peines et nos fatigues : c’est en travaillant nuit et jour, pour n’être à la charge d’aucun d’entre vous, que nous vous avons annoncé l’Évangile de Dieu. 1Th 2, 9 : Soñj hoc’h eus, va breudeur, eus hon trevell hag eus hor poan. Noz-deiz e vezemp o labourat evit mirout na vijemp ur samm evit hini ebet ac’hanoc’h, e-keit ha ma prezegemp deoc’h Aviel Doue.
Vous êtes témoins, et Dieu aussi, de notre attitude si sainte, si juste et irréprochable envers vous, les croyants. 1Th 2, 10 : C’hwi a zo test ha Doue ivez, pegen santel, pegen leal, pegen didamall hon eus en em renet en ho keñver-c’hwi ar grederien ;
Et vous savez bien que nous avons été pour chacun de vous comme un père avec ses enfants : 1Th 2, 11 : ha gouzout a rit ivez penaos evit pep hini ac’hanoc’h ez omp bet evel un tad e-keñver e vugale,
nous vous avons exhortés et encouragés, nous vous avons suppliés d’avoir une conduite digne de Dieu, lui qui vous appelle à son Royaume et à sa gloire. 1Th 2, 12 : ouzh ho tougen d’ar mad, ouzh ho kalonekaat, ouzh hoc’h aspediñ da ren ur vuhez dellezek eus an Doue ho kalv d’e rouantelezh ha d’e c’hloar.
Et voici pourquoi nous ne cessons de rendre grâce à Dieu : quand vous avez reçu la parole de Dieu que nous vous faisions entendre, vous l’avez accueillie pour ce qu’elle est réellement, non pas une parole d’hommes, mais la parole de Dieu qui est à l’œuvre en vous, les croyants. 1Th 2, 13 : En abeg da se, eus hon tu ivez, ne baouezomp ket da drugarekaat Doue, rak p’hoc’h eus resevet Komz Doue diganeomp, hoc’h eus he degemeret n’eo ket evel ur gomz a-berzh tud, met evel ma-z eo e gwirionez, evel Komz Doue a labour gant nerzh ennoc’h-c’hwi, ar grederien.
En effet, frères, vous avez imité les Églises de Dieu qui vivent en Judée dans le Christ Jésus, parce que vous avez souffert de la part de vos compatriotes de la même manière qu’elles ont souffert de la part des Juifs. 1Th 2, 14 : Rak deuet oc’h, breudeur, da gemer skouer war Ilizoù Doue a zo e Judea er C’hrist Jezuz, o vezañ m’hoc’h eus gouzañvet, c’hwi ivez, a-berzh ho kenvroiz, an hevelep poanioù hag int a-berzh ar Yuzevien ;
Ceux-ci ont tué le Seigneur Jésus et les prophètes, et nous ont persécutés ; ils déplaisent à Dieu ; ils sont les adversaires de tous les hommes, 1Th 2, 15 : ar re-se hag o deus lakaet d’ar marv an Aotrou Jezuz hag ar Brofeded, o deus hor gwallgaset, a zisplij da Zoue, a zo enebourien d’an holl dud,
puisqu’ils nous empêchent de proclamer la Parole aux païens pour qu’ils soient sauvés ; cela met sans cesse un comble à leurs péchés. Mais, à la fin, la colère de Dieu les a rejoints. 1Th 2, 16 : pa harzont ouzhomp da brezeg d’ar Baganed evit o silvidigezh ; evel-se e kargont bepred betek ar barr muzul o fec’hedoù ; met kouezhet eo warno ar gounnar d’an diwezh.
Quant à nous, frères, séparés de vous pour un temps – de visage mais non de cœur – nous avons tout fait pour revoir votre visage, tellement nous en avions le désir. 1Th 2, 17 : Evidomp-ni, breudeur, dispartiet ma oamp diouzhoc’h evit ur pennad-amzer, a gorf ha n’eo ket a spered, eo seul vuioc’h a hast hor boa d’ho kwelout en-dro ; ya, c’hoant bras hor boa ;
Nous avons donc voulu aller chez vous – moi, Paul, j’ai essayé une fois, même deux fois – mais Satan nous en a empêchés. 1Th 2, 18 : ha gant-se eo bet fellet deomp mont betek ennoc’h, me Paol, va-unan, hag ur wech ha div wech ; met Satan en deus harzet ouzhomp d’hen ober.
En effet, qui est notre espérance ? Qui est notre joie et la couronne dont nous serons fiers devant notre Seigneur Jésus lors de sa venue ? N’est-ce pas vous ? 1Th 2, 19 : Rak piv a zo hor goanag, hon levenez, ar gurunenn hor bo lorc’h ganti, daoust ha n’eo ket c’hwi, dirak hon Aotrou Jezuz, da zeiz e Zonedigezh ?
Oui, c’est vous qui êtes notre gloire et notre joie. 1Th 2, 20 : Ya sur, c’hwi eo hon enor hag hon levenez.
