Aller au contenu
Accueil » Bible en breton » Nouveau Testament en breton » Livre de l’Apocalypse » Chapitre 10

Livre de l’Apocalypse - Chapitre 10

Levr : Diskuliadur Sant Yann
Chapitre : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22

Chapitre 10



Et j’ai vu un autre ange, plein de force, descendre du ciel, ayant une nuée pour manteau, et sur la tête un halo de lumière ; son visage était comme le soleil, et ses jambes comme des colonnes de feu. Ap 10, 1 : Ha gwelout a ris neuze an Ael all galloudek o tiskenn eus an Neñv, gwisket en ur goumoulenn, hag ar ganevedenn a-us d’e benn, e zremm evel an heol, hag e zivhar evel kolonennoù tan.

Il tenait à la main un petit livre ouvert. Il posa le pied droit sur la mer, et le gauche sur la terre ; Ap 10, 2 : Derc’hel a rae en e zorn ul levrig digor ; ha lakaat a reas e droad dehou war ar mor hag e droad kleiz war an douar,

il cria d’une voix forte, comme un lion qui rugit. Et quand il cria, les sept tonnerres parlèrent, faisant résonner leur voix. Ap 10, 3 : hag e krias gant ur vouezh kreñv evel ma yud ul leon. Ha war-lerc’h ar griadenn-se e roas ar seizh kurun o mouezhioù da glevout.

Et quand les sept tonnerres eurent parlé, j’allais me mettre à écrire ; mais j’entendis une voix venant du ciel qui disait : « Ce que viennent de dire les sept tonnerres, garde-le scellé, ne l’écris pas ! » Ap 10, 4 : Ha p’o devoe komzet ar seizh kurun edon o vont da skrivañ nemet e klevis ur vouezh eus an Neñv o lavarout din : « Siell ar pezh o deus lavaret ar seizh kurun, ha na skriv ket kement-se ! »

Et l’ange que j’avais vu debout sur la mer et sur la terre leva la main droite vers le ciel ; Ap 10, 5 : Neuze an Ael am boa gwelet en e sav war ar mor ha war an douar a savas e zorn dehou etrezek an Neñv,

il fit un serment par celui qui est vivant pour les siècles des siècles, celui qui a créé le ciel et tout ce qu’il contient, la terre et tout ce qu’elle contient, la mer et tout ce qu’elle contient. Il déclara : « Du temps, il n’y en aura plus ! Ap 10, 6 : hag a douas dre an hini a vev evit kantvedoù ar c’hantvedoù, an hini en deus krouet an Neñv ha kement a zo ennañ, an douar ha kement a zo warnañ, ar mor ha kement a zo ennañ : Amzer ebet ken da c’hortoz !

Dans les jours où retentira la voix du septième ange, quand il sonnera de la trompette, alors se trouvera accompli le mystère de Dieu, selon la bonne nouvelle qu’il a annoncée à ses serviteurs les prophètes. » Ap 10, 7 : Hogen en deizioù ma vo klevet mouezh ar seizhvet Ael, pa grogo da seniñ gant e drompilh, neuze e vo kaset da benn mister Doue, hervez ar c’heloù mat en deus roet d’e servijerien ar Brofeded.

Et la voix que j’avais entendue, venant du ciel, me parla de nouveau et me dit : « Va prendre le livre ouvert dans la main de l’ange qui se tient debout sur la mer et sur la terre. » Ap 10, 8 : Hag ar vouezh am boa klevet eus an Neñv, a gomzas din adarre hag a lavaras : « Kae da gerc’hat al levrig digor e dorn an Ael a zo en e sav war ar mor ha war an douar ».

Je m’avançai vers l’ange pour lui demander de me donner le petit livre. Il me dit : « Prends, et dévore-le ; il remplira tes entrailles d’amertume, mais dans ta bouche il sera doux comme le miel. » Ap 10, 9 : Ha mont a ris da gaout an Ael, en ur lavarout dezhañ reiñ din al levrig. Hag e respontas din : « Kemer ha debr anezhañ : c’hwerv e vo evit da vouzelloù, met evit da c’henou e vo ken dous ha mel ».

Je pris le petit livre de la main de l’ange, et je le dévorai. Dans ma bouche il était doux comme le miel, mais, quand je l’eus mangé, il remplit mes entrailles d’amertume. Ap 10, 10 : Kemer a ris al levr eus dorn an Ael, hag e tebris anezhañ, hag em genou e oa ken dous ha mel ; hogen, pa 'm boe debret anezhañ, e teuas va bouzelloù da vezañ c’hwerv.

Alors on me dit : « Il te faut de nouveau prophétiser sur un grand nombre de peuples, de nations, de langues et de rois. » Ap 10, 11 : Hag e voe lavaret din : « Ret eo dit c’hoazh profediñ war galz a bobloù, a vroadoù, a yezhoù hag a rouaned ».