Aller au contenu
Accueil » Bible en breton » Nouveau Testament en breton » Evangile de Jésus-Christ selon saint Matthieu » Chapitre 26

Evangile de Jésus-Christ selon saint Matthieu - Chapitre 26

Levr : An aviel hervez Sant Mazhev
Chapitre : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28

Chapitre 26



Lorsque Jésus eut terminé tout ce discours, il s’adressa à ses disciples : Mt 26, 1 : Hag e c’hoarvezas, p’en devoe Jezuz echuet an holl brezegennoù-se, ma lavaras d’e ziskibien :

« Vous savez que la Pâque a lieu dans deux jours, et que le Fils de l’homme va être livré pour être crucifié. » Mt 26, 2 : « Gouzout a rit emañ ar Pask a-benn daou zevezh hag e vo gwerzhet Mab an Den da vezañ staget ouzh ar Groaz ».

Alors les grands prêtres et les anciens du peuple se réunirent dans le palais du grand prêtre, qui s’appelait Caïphe ; Mt 26, 3 : Neuze en em vodas an Arc’hbeleien hag Henaourien ar bobl, e palez ar Beleg-meur, Kaifas e anv.

ils tinrent conseil pour arrêter Jésus par ruse et le faire mourir. Mt 26, 4 : Hag e voe diviz etrezo da bakañ Jezuz dre laer ha d’e lakaat d’ar marv.

Mais ils se disaient : « Pas en pleine fête, afin qu’il n’y ait pas de troubles dans le peuple. » Mt 26, 5 : « Arabat avat, emezo, e vefe e-pad ar Gouel, gant aon na savfe tousmac’h e-touez ar bobl ».

Comme Jésus se trouvait à Béthanie dans la maison de Simon le lépreux, Mt 26, 6 : Evel m’edo Jezuz e Betania, e ti Simon al Lovr,

une femme s’approcha, portant un flacon d’albâtre contenant un parfum de grand prix. Elle le versa sur la tête de Jésus, qui était à table. Mt 26, 7 : e tostaas ur vaouez outañ ; ha ganti e oa ur podig alabastr leun a frond prizius bras, a skuilhas war e benn e-pad m’edo ouzh taol.

Voyant cela, les disciples s’indignèrent en disant : « À quoi bon ce gaspillage ? Mt 26, 8 : O welout kement-se e savas droug en diskibien ma lavarjont : « Da betra e talv ur c’holl a seurt-se,

On aurait pu, en effet, vendre ce parfum pour beaucoup d’argent, que l’on aurait donné à des pauvres. » Mt 26, 9 : pa vije bet gallet gwerzhañ ker an dra-se, ha reiñ e briz d’ar beorien ».

Jésus s’en aperçut et leur dit : « Pourquoi tourmenter cette femme ? Il est beau, le geste qu’elle a fait à mon égard. Mt 26, 10 : Jezuz avat, o c’houzout kement-se, a lavaras dezho : « Perak e rit poan d’ar vaouez-se ? Rak un oberenn vat he deus graet em c’heñver.

Des pauvres, vous en aurez toujours avec vous, mais moi, vous ne m’aurez pas toujours. Mt 26, 11 : Bepred ho po peorien ganeoc’h ; me avat n’ho po ket atav.

Si elle a fait cela, si elle a versé ce parfum sur mon corps, c’est en vue de mon ensevelissement. Mt 26, 12 : P’he deus skuilhet ar c’hwezh-vat-se war va c’horf, eo a-benn va sebeliadur he deus her graet.

Amen, je vous le dis : partout où cet Évangile sera proclamé – dans le monde entier –, on racontera aussi, en souvenir d’elle, ce qu’elle vient de faire. » Mt 26, 13 : E gwirionez, me 'lavar deoc’h, e pe lec’h bennak ma vo embannet an aviel-mañ, dre ar bed holl, e vo adlavaret ivez ar pezh he deus graet, evit ober eñvor anezhi ».

Alors, l’un des Douze, nommé Judas Iscariote, se rendit chez les grands prêtres Mt 26, 14 : Neuze unan eus an Daouzek, Judaz Iskariot e anv, a yeas da gaout an Arc’hbeleien,

et leur dit : « Que voulez-vous me donner, si je vous le livre ? » Ils lui remirent trente pièces d’argent. Mt 26, 15 : hag a lavaras dezho : « Pegement e fell deoc’h reiñ din, evit m’e lakain etre ho taouarn ? » Ar re-mañ a zivizas reiñ dezhañ tregont pezh-arc’hant.

Et depuis, Judas cherchait une occasion favorable pour le livrer. Mt 26, 16 : Ha diwar neuze e klaske un degouezh mat evit e lakaat etre o daouarn.

Le premier jour de la fête des pains sans levain, les disciples s’approchèrent et dirent à Jésus : « Où veux-tu que nous te fassions les préparatifs pour manger la Pâque ? » Mt 26, 17 : Da zeiz kentañ ar Bara Dic’hoell e teuas an diskibien da gaout Jezuz, en ur lavarout dezhañ : « E pelec’h e fell dit ec’h aozfemp evidout pred ar Pask ? »

Il leur dit : « Allez à la ville, chez un tel, et dites-lui : “Le Maître te fait dire : Mon temps est proche ; c’est chez toi que je veux célébrer la Pâque avec mes disciples.” » Mt 26, 18 : Respont a reas Jezuz : « It e Kêr, da di hemañ-hen, ha lavarit dezhañ : Ar Mestr a lavar : Tost emañ va amzer, du-se e ran ar Pask gant va diskibien ».

Les disciples firent ce que Jésus leur avait prescrit et ils préparèrent la Pâque. Mt 26, 19 : Hag e reas an diskibien evel m’en devoa Jezuz gourc’hemennet dezho, hag ec’h aozjont ar Pask.

Le soir venu, Jésus se trouvait à table avec les Douze. Mt 26, 20 : Deuet an abardaez, edo ouzh taol gant an Daouzek.

Pendant le repas, il déclara : « Amen, je vous le dis : l’un de vous va me livrer. » Mt 26, 21 : Hag e-pad m’edont o tebriñ e lavaras dezho : « E gwirionez me 'lavar deoc’h, unan ac’hanoc’h a ya d’am gwerzhañ ».

Profondément attristés, ils se mirent à lui demander, chacun son tour : « Serait-ce moi, Seigneur ? » Mt 26, 22 : Glac’haret bras e voent, ha pep hini en em lakaas da lavarout dezhañ : « Ha me an hini eo, Aotrou ? »

Prenant la parole, il dit : « Celui qui s’est servi au plat en même temps que moi, celui-là va me livrer. Mt 26, 23 : Eñ avat a respontas : « An hini en deus lakaet e zorn ganin er plad, hennezh am gwerzho.

Le Fils de l’homme s’en va, comme il est écrit à son sujet ; mais malheureux celui par qui le Fils de l’homme est livré ! Il vaudrait mieux pour lui qu’il ne soit pas né, cet homme-là ! » Mt 26, 24 : Mab an Den a ya kuit hervez ar pezh a zo bet skrivet diwar e benn, met gwa d’an den-se m’eo gwerzhet Mab an Den gantañ ! Gwelloc’h e vije bet d’an den-se ma ne vije ket bet ganet ».

Judas, celui qui le livrait, prit la parole : « Rabbi, serait-ce moi ? » Jésus lui répond : « C’est toi-même qui l’as dit ! » Mt 26, 25 : Judaz neuze, an hini a dlee e werzhañ, en em lakaas da lavarout : « Daoust ha me eo, Rabbi ? » Jezuz a respontas : « Ya, lavarout mat a rez ! ».

Pendant le repas, Jésus, ayant pris du pain et prononcé la bénédiction, le rompit et, le donnant aux disciples, il dit : « Prenez, mangez : ceci est mon corps. » Mt 26, 26 : Hag e-pad m’edont gant o fred e kemeras Jezuz bara ; hag o vezañ lavaret ar vennigadenn, e torras anezhañ hag hen roas d’e ziskibien en ur lavarout : « Kemerit ha debrit : va c’horf eo kement-mañ ».

Puis, ayant pris une coupe et ayant rendu grâce, il la leur donna, en disant : « Buvez-en tous, Mt 26, 27 : Goude-se o vezañ kemeret ur c’halir, e reas ur bedenn a drugarez hag hen roas dezho en ur lavarout : « Evit holl dioutañ,

car ceci est mon sang, le sang de l’Alliance, versé pour la multitude en rémission des péchés. Mt 26, 28 : rak va gwad eo kement-mañ, gwad an Emglev, an hini skuilhet evit e-leizh a dud, evit ar pardon eus ar pec’hedoù.

Je vous le dis : désormais je ne boirai plus de ce fruit de la vigne, jusqu’au jour où je le boirai, nouveau, avec vous dans le royaume de mon Père. » Mt 26, 29 : Hen lavarout a ran, ne evin mui diwar vremañ eus ar frouezh-mañ eus ar winienn, betek an deiz-se ma-z evin hini nevez, a-gevret ganeoc’h, e Rouantelezh va Zad ».

Après avoir chanté les psaumes, ils partirent pour le mont des Oliviers. Mt 26, 30 : Goude bezañ kanet ar salmoù ar Pask ez ejont er-maez etrezek Menez an Olived.

Alors Jésus leur dit : « Cette nuit, je serai pour vous tous une occasion de chute ; car il est écrit : Je frapperai le berger, et les brebis du troupeau seront dispersées. Mt 26, 31 : Neuze e lavaras Jezuz dezho : « Holl e tichañso deoc’h kouezhañ abalamour din-me en noz-mañ, rak skrivet eo : Skeiñ a rin gant ar mesaer ha stlabezet e vo a bep tu deñved ar bagad.

Mais, une fois ressuscité, je vous précéderai en Galilée. » Mt 26, 32 : Met goude ma vin bet savet a varv da vev, ez in en ho raok da C’halilea ».

Prenant la parole, Pierre lui dit : « Si tous viennent à tomber à cause de toi, moi, je ne tomberai jamais. » Mt 26, 33 : Met Pêr, o sevel e vouezh, a lavaras dezhañ : « Ha pa zeufe an holl da gouezhañ abalamour dit, evidon-me avat, biken ne gouezhin ! »

Jésus lui répondit : « Amen, je te le dis : cette nuit même, avant que le coq chante, tu m’auras renié trois fois. » Mt 26, 34 : Neuze e tisklerias Jezuz dezhañ : « E gwirionez me 'lavar dit, en noz-mañ, a-raok m’en do kanet ar c’hilhog, az po va nac’het dre deir gwech ».

Pierre lui dit : « Même si je dois mourir avec toi, je ne te renierai pas. » Et tous les disciples dirent de même. Mt 26, 35 : Pêr a respontas : « Ha pa rankfen mervel a-unan ganit-te, nann, n’az tianzavin ket ! » Ha kement-all a lavaras an holl ziskibien.

Alors Jésus parvient avec eux à un domaine appelé Gethsémani et leur dit : « Asseyez-vous ici, pendant que je vais là-bas pour prier. » Mt 26, 36 : Neuze ez eas Jezuz ganto d’an domani anvet Getsemani, hag e lavaras d’e ziskibien : « Azezit amañ tra ma-z in-me du-hont da bediñ ».

Il emmena Pierre, ainsi que Jacques et Jean, les deux fils de Zébédée, et il commença à ressentir tristesse et angoisse. Mt 26, 37 : Hag o vezañ kemeret gantañ Pêr ha daou vab Zebedea, e krogas da vezañ trist hag ankeniet.

Il leur dit alors : « Mon âme est triste à en mourir. Restez ici et veillez avec moi. » Mt 26, 38 : Neuze e lavaras dezho : « Trist-meurbed eo va ene da vervel ; chomit amañ ha beilhit ganin.

Allant un peu plus loin, il tomba face contre terre en priant, et il disait : « Mon Père, s’il est possible, que cette coupe passe loin de moi ! Cependant, non pas comme moi, je veux, mais comme toi, tu veux. » Mt 26, 39 : Hag o vezañ aet un tammig pelloc’h, e kouezhas war e zremm o pediñ hag en ur lavarout : « Va Zad, mar-d eo posubl, ra bellaio ar c’haliriad-mañ diouzhin ! Koulskoude, ra vo graet n’eo ket ar pezh a fell din-me, met ar pezh a fell dit-te ».

Puis il revient vers ses disciples et les trouve endormis ; il dit à Pierre : « Ainsi, vous n’avez pas eu la force de veiller seulement une heure avec moi ? Mt 26, 40 : Goude-se e tistroas da gaout e ziskibien, hag e kavas anezho kousket. Lavarout a reas da Bêr : « Evel-se n’hoc’h eus ket gellet beilhañ un eurvezh ganin ?

Veillez et priez, pour ne pas entrer en tentation ; l’esprit est ardent, mais la chair est faible. » Mt 26, 41 : Beilhit ha pedit da chom hep kouezhañ en temptadur ; prim eo ar spered, met dinerzh eo ar c’horf ».

De nouveau, il s’éloigna et pria, pour la deuxième fois ; il disait : « Mon Père, si cette coupe ne peut passer sans que je la boive, que ta volonté soit faite ! » Mt 26, 42 : Evit an eil gwech e pellaas, hag e pedas evel-hen : « Va Zad, mar ne c’hell ket ar c’haliriad-mañ tremen e-biou din, hep bezañ evet ganin, ra vo graet da volontez ! ».

Revenu près des disciples, de nouveau il les trouva endormis, car leurs yeux étaient lourds de sommeil. Mt 26, 43 : Ha deuet a-nevez betek enno, e kavas anezho kousket, rak pounner e oa aet o daoulagad.

Les laissant, de nouveau il s’éloigna et pria pour la troisième fois, en répétant les mêmes paroles. Mt 26, 44 : Ouzh o lezel adarre, ez eas da bediñ evit an trede gwech, o lavarout c’hoazh an hevelep komzoù.

Alors il revient vers les disciples et leur dit : « Désormais, vous pouvez dormir et vous reposer. Voici qu’elle est proche, l’heure où le Fils de l’homme est livré aux mains des pécheurs. Mt 26, 45 : Neuze e tistroas da gaout e ziskibien hag e lavaras dezho : « Kouskit bremañ, ha diskuizhit ’ta ! Deuet an eur ma vo lakaet Mab an Den etre daouarn ar bec’herien !

Levez-vous ! Allons ! Voici qu’il est proche, celui qui me livre. » Mt 26, 46 : Savit, deomp ! Setu m’emañ tost an hini am gwerzh ».

Jésus parlait encore, lorsque Judas, l’un des Douze, arriva, et avec lui une grande foule armée d’épées et de bâtons, envoyée par les grands prêtres et les anciens du peuple. Mt 26, 47 : Edo c’hoazh o komz pa zegouezhas Judaz, unan eus an Daouzek, ha gantañ ur bagad niverus a dud, gant klezeier ha bizhier, degaset a-berzh an Arc’hbeleien hag Henaourien ar Bobl.

Celui qui le livrait leur avait donné un signe : « Celui que j’embrasserai, c’est lui : arrêtez-le. » Mt 26, 48 : An treitour en devoa roet dezho ar sin-mañ : « An hini a bokin dezhañ, emezañ, hennezh eo, tapit krog ennañ ».

Aussitôt, s’approchant de Jésus, il lui dit : « Salut, Rabbi ! » Et il l’embrassa. Mt 26, 49 : Ha kerkent, o tostaat da Jezuz, e lavaras : « Salud, Rabbi ! » Hag e roas ur c’haer a bok dezhañ.

Jésus lui dit : « Mon ami, ce que tu es venu faire, fais-le ! » Alors ils s’approchèrent, mirent la main sur Jésus et l’arrêtèrent. Mt 26, 50 : Jezuz avat, a lavaras : « Va mignon, gra ar pezh ez out deuet da ober. » Hag int a dostaas hag a daolas o daouarn war Jezuz, hag e krogjont ennañ.

L’un de ceux qui étaient avec Jésus, portant la main à son épée, la tira, frappa le serviteur du grand prêtre, et lui trancha l’oreille. Mt 26, 51 : Ha setu, unan eus ar re a oa gant Jezuz, a astennas e zorn, hag a dennas e gleze, hag o skeiñ un taol gant servijer ar Beleg-meur e troc’has dezhañ e skouarn.

Alors Jésus lui dit : « Rentre ton épée, car tous ceux qui prennent l’épée périront par l’épée. Mt 26, 52 : Jezuz neuze a lavaras dezhañ : « Laka en-dro da gleze en e lec’h ; rak ar re a gemero ar c’hleze, a varvo dre ar c’hleze.

Crois-tu que je ne puisse pas faire appel à mon Père ? Il mettrait aussitôt à ma disposition plus de douze légions d’anges. Mt 26, 53 : Kavout a ra dit ne c’hellan ket pediñ va Zad, hag e kasfe din raktal, ouzhpenn daouzek armead Aelez ?

Mais alors, comment s’accompliraient les Écritures selon lesquelles il faut qu’il en soit ainsi ? » Mt 26, 54 : Met penaos e teufe neuze da wir ar Skriturioù a lavar ez eo evel-se e tle an traoù erruout ? »

À ce moment-là, Jésus dit aux foules : « Suis-je donc un bandit, pour que vous soyez venus vous saisir de moi, avec des épées et des bâtons ? Chaque jour, dans le Temple, j’étais assis en train d’enseigner, et vous ne m’avez pas arrêté. » Mt 26, 55 : D’an eur-se eo e lavaras Jezuz d’an dud : « Evel etrezek ul laer ez oc’h deuet gant klezeier ha bizhier d’am fakañ. Koulskoude, Bemdez e vezen en Templ o kelenn, azezet, ha n’hoc’h eus ket tapet krog ennon.

Mais tout cela est arrivé pour que s’accomplissent les écrits des prophètes. Alors tous les disciples l’abandonnèrent et s’enfuirent. Mt 26, 56 : Kement-se holl a zo en em gavet evit ma vo kaset da benn Skriturioù ar Brofeded ». Neuze e holl ziskibien e zilezas hag a dec’has kuit.

Ceux qui avaient arrêté Jésus l’amenèrent devant Caïphe, le grand prêtre, chez qui s’étaient réunis les scribes et les anciens. Mt 26, 57 : I Ar re o devoa tapet krog e Jezuz a zegasas anezhañ da di Kaifas, ar Beleg-meur, e-lec’h ma oa bodet ar Skribed hag Henaourien ar Bobl.

Quant à Pierre, il le suivait à distance, jusqu’au palais du grand prêtre ; il entra dans la cour et s’assit avec les serviteurs pour voir comment cela finirait. Mt 26, 58 : Pêr a heulias anezhañ eus a-bell, betek porzh ar Beleg-meur hag o vezañ aet e-barzh ez eas da azezañ gant ar servijerien evit gwelout penaos ez echufe an traoù.

Les grands prêtres et tout le Conseil suprême cherchaient un faux témoignage contre Jésus pour le faire mettre à mort. Mt 26, 59 : An Arc’hbeleien hag ar C’huzul a-bezh a oa o klask ur falstesteni bennak a-enep Jezuz, da gaout abeg d’e gas d’ar marv ;

Ils n’en trouvèrent pas ; pourtant beaucoup de faux témoins s’étaient présentés. Finalement il s’en présenta deux, Mt 26, 60 : ha ne gavent hini ebet, daoust ma oa deuet meur a falstestoù dirazo. En diwezh e teuas daou,

qui déclarèrent : « Celui-là a dit : “Je peux détruire le Sanctuaire de Dieu et, en trois jours, le rebâtir.” » Mt 26, 61 : hag a lavaras : « Hemañ en deus diskleriet : Gellout a ran diskar Templ Doue, hag en ur ober tri devezh e adsevel ».

Alors le grand prêtre se leva et lui dit : « Tu ne réponds rien ? Que dis-tu des témoignages qu’ils portent contre toi ? » Mt 26, 62 : Neuze Sevel a reas ar Beleg-meur en e sav hag e lavaras da Jezuz : « Ne respontez netra d’an tamall emañ an testoù-mañ o tiskleriañ a-enep dit ? »

Mais Jésus gardait le silence. Le grand prêtre lui dit : « Je t’adjure, par le Dieu vivant, de nous dire si c’est toi qui es le Christ, le Fils de Dieu. » Mt 26, 63 : Jezuz avat a chome digomz. Hag ar Beleg-meur a lavaras dezhañ : « Da c’hourfediñ a ran e anv an Doue bev da lavarout deomp ha te eo ar Mesiaz, Mab Doue ».

Jésus lui répond : « C’est toi-même qui l’as dit ! En tout cas, je vous le déclare : désormais vous verrez le Fils de l’homme siéger à la droite du Tout-Puissant et venir sur les nuées du ciel. » Mt 26, 64 : Jezuz a respontas dezhañ : « Ya, te lavar mat ! Ouzhpenn-se me 'lavar deoc’h : A-vremañ e welot Mab an Den azezet en tu dehou d’an Hollc’halloudeg hag o tont war goabrennoù an Neñvoù ».

Alors le grand prêtre déchira ses vêtements, en disant : « Il a blasphémé ! Pourquoi nous faut-il encore des témoins ? Vous venez d’entendre le blasphème ! Mt 26, 65 : Neuze ar Beleg-meur a rogas e zilhad en ur lavarout : « Blasfemet en deus ! Da betra hon eus ezhomm a destoù c’hoazh ? Emaoc’h o paouez klevout e vlasfem !

Quel est votre avis ? » Ils répondirent : « Il mérite la mort. » Mt 26, 66 : Petra 'soñjit ? » Hag int da respont : « Ar marv a zo dleet dezhañ ! »

Alors ils lui crachèrent au visage et le giflèrent ; d’autres le rouèrent de coups Mt 26, 67 : Neuze en em lakjont da skopañ outañ war e zremm, ha da reiñ taolioù dezhañ ; lod all skouarnadoù,

en disant : « Fais-nous le prophète, ô Christ ! Qui t’a frappé ? » Mt 26, 68 : en ur lavarout : « Gra deomp da brofed, Mesiaz, piv en deus skoet ganit ? »

Cependant Pierre était assis dehors dans la cour. Une jeune servante s’approcha de lui et lui dit : « Toi aussi, tu étais avec Jésus, le Galiléen ! » Mt 26, 69 : Pêr avat, a oa azezet er-maez, er porzh, pa dostaas outañ ur vatezh hag a lavaras dezhañ : « Te ivez a oa gant Jezuz ar Galilead ».

Mais il le nia devant tout le monde et dit : « Je ne sais pas de quoi tu parles. » Mt 26, 70 : Met eñ a nac’has dirak an holl en ur lavarout : « N’ouzon ket petra 'fell dit lavarout ».

Une autre servante le vit sortir en direction du portail et elle dit à ceux qui étaient là : « Celui-ci était avec Jésus, le Nazaréen. » Mt 26, 71 : Hag evel ma-z ae da gaout an nor-dal, e voe gwelet gant ur vatezh all a lavaras d’ar re a oa eno : « Hemañ a oa gant Jezuz an Nazaredad.

De nouveau, Pierre le nia en faisant ce serment : « Je ne connais pas cet homme. » Mt 26, 72 : Adarre e nac’has en ur douiñ : « N’anavezan ket an den-se ».

Peu après, ceux qui se tenaient là s’approchèrent et dirent à Pierre : « Sûrement, toi aussi, tu es l’un d’entre eux ! D’ailleurs, ta façon de parler te trahit. » Mt 26, 73 : Ha prestik goude e tostaas ar re a oa eno a dostaas, hag e lavarjont da Bêr : « Sur-mat, te ivez, a zo unan eus an dud-se ; da zoare da gomz a ziskuilh ac’hanout ».

Alors, il se mit à protester violemment et à jurer : « Je ne connais pas cet homme. » Et aussitôt un coq chanta. Mt 26, 74 : Neuze e krogas da vallozhiñ ha da douiñ : « N’anavezan ket an den-se ». Kerkent avat, e kanas ur c’hilhog.

Alors Pierre se souvint de la parole que Jésus lui avait dite : « Avant que le coq chante, tu m’auras renié trois fois. » Il sortit et, dehors, pleura amèrement. Mt 26, 75 : Hag e teuas da soñj da Bêr eus ar pezh en devoa lavaret Jezuz : « A-raok ma kano ar c’hilhog, eo dre deir gwech az po va dinac’het ». Hag aet er-maez, e skuilhas daeroù c’hwerv.