Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant kozh » Levr kentañ Samouel » Pennad 16

Levr kentañ Samouel - Pennad 16

Levr : Levr kentañ Samouel
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31

Pennad 16



Le Seigneur dit à Samuel : « Combien de temps encore seras-tu en deuil à cause de Saül ? Je l’ai rejeté pour qu’il ne règne plus sur Israël. Prends une corne que tu rempliras d’huile, et pars ! Je t’envoie auprès de Jessé de Bethléem, car j’ai vu parmi ses fils mon roi. » 1S 16, 1 : Hag e lavaras an Aotrou da Samouel : "Betek pegoulz e talc’hi-te da ouelañ da Saoul p’am eus-me e daolet kuit evit na reno ket war Israel ? Kemer da gorn-eoul, ha kae war-raok ! Da gas a ran da di Jese a Vetlehem, rak e-touez e vibien em eus dibabet evidon-me ur roue".

Samuel répondit : « Comment faire ? Saül va le savoir, et il me tuera. » Le Seigneur reprit : « Emmène avec toi une génisse, et tu diras que tu viens offrir un sacrifice au Seigneur. 1S 16, 2 : Hag e lavaras Samouel : "Penaos ez in ? Ma klev se Saoul, e vin lazhet gantañ !" Hag e lavaras an Aotrou : "Un annoar a gemeri ganit, hag e lavari : Evit aberzhiñ d’an Aotrou eo e teuan.

Tu convoqueras Jessé au sacrifice ; je t’indiquerai moi-même ce que tu dois faire et tu me consacreras par l’onction celui que je te désignerai. » 1S 16, 3 : Hag e pedi Jese d’ar sakrifis, hag e rin dit gouzout ar pezh a vo d’ober evit oleviñ evidon an hini a lavarin dit".

Samuel fit ce qu’avait dit le Seigneur. Quand il parvint à Bethléem, les anciens de la ville allèrent à sa rencontre en tremblant, et demandèrent : « Est-ce pour la paix que tu viens ? » 1S 16, 4 : Hag e reas Samouel ar pezh en devoa lavaret an Aotrou, hag ez eas da Vetlehem ; hag e krene Kozhidi kêr o tont d’e gaout en ur lavarout : "Gant peoc’h e teuez ?"

Samuel répondit : « Oui, pour la paix. Je suis venu offrir un sacrifice au Seigneur. Purifiez-vous, et vous viendrez avec moi au sacrifice. » Il purifia Jessé et ses fils, et les convoqua au sacrifice. 1S 16, 5 : Hag e lavaras : "Gant peoc’h ! Evit aberzhiñ d’an Aotrou e teuan. En em santelait, hag e teuiot ganin d’ar sakrifis". Hag e lakaas da ’n em santelaat Jese hag e vibien ; hag o fediñ a reas d’ar sakrifis.

Lorsqu’ils arrivèrent et que Samuel aperçut Éliab, il se dit : « Sûrement, c’est lui le messie, lui qui recevra l’onction du Seigneur ! » 1S 16, 6 : Pa antrejont, Samouel a welas Eliab hag e lavaras outañ e-unan : "A-dra sur ! Setu amañ dirak an Aotrou Doue, ar roue a zo da vezañ sakret gantañ !"

Mais le Seigneur dit à Samuel : « Ne considère pas son apparence ni sa haute taille, car je l’ai écarté. Dieu ne regarde pas comme les hommes : les hommes regardent l’apparence, mais le Seigneur regarde le cœur. » 1S 16, 7 : Met an Aotrou a lavaras da Samouel : "Na sell ket ouzh e stumm nag ouzh e vent uhel, rak e zistaolet em eus. Ne sell ket Doue evel ma ra an den ; an den a sell ouzh an diavaez met an Aotrou Doue a sell ouzh ar galon".

Jessé appela Abinadab et le présenta à Samuel, qui dit : « Ce n’est pas lui non plus que le Seigneur a choisi. » 1S 16, 8 : Hag e c’halvas Jese Abinadab, a lakaas da dremen dirak Samouel, a lavaras : "N’eo ket hemañ en deus dibabet an Aotrou".

Jessé présenta Shamma, mais Samuel dit : « Ce n’est pas lui non plus que le Seigneur a choisi. » 1S 16, 9 : Hag e tremenas Jese Samma, hag e lavaras Samouel : "N’eo ket hennezh kennebeut en deus dibabet an Aotrou".

Jessé présenta ainsi à Samuel ses sept fils, et Samuel lui dit : « Le Seigneur n’a choisi aucun de ceux-là. » 1S 16, 10 : E-giz-se e tegasas Jese e seizh mab da Samouel, met Samouel a lavaras dezhañ : "N’en deus an Aotrou dibabet hini ebet eus ar re-mañ".

Alors Samuel dit à Jessé : « N’as-tu pas d’autres garçons ? » Jessé répondit : « Il reste encore le plus jeune, il est en train de garder le troupeau. » Alors Samuel dit à Jessé : « Envoie-le chercher : nous ne nous mettrons pas à table tant qu’il ne sera pas arrivé. » 1S 16, 11 : Neuze e c’houlennas Samouel digant Jese : "N’eus ken a baotred ?" Hag e lavaras : "C’hoazh e vank an hini yaouankañ : emañ o vesa an deñved, avat". Neuze e lavaras Samouel da Jese : "Kas unan bennak d’e gerc’hat ; rak ned aimp ket ouzh taol ken na vo deuet amañ".

Jessé le fit donc venir : le garçon était roux, il avait de beaux yeux, il était beau. Le Seigneur dit alors : « Lève-toi, donne-lui l’onction : c’est lui ! » 1S 16, 12 : Hag e voe kerc’het ha degaset : Ur melegan e oa anezhañ, daoulagad kaer dezhañ, un dremm stummet-brav. Hag e lavaras an Aotrou : "Sav ! Eoul anezhañ, rak hennezh eo !"

Samuel prit la corne pleine d’huile, et lui donna l’onction au milieu de ses frères. L’Esprit du Seigneur s’empara de David à partir de ce jour-là. Quant à Samuel, il se mit en route et s’en revint à Rama. 1S 16, 13 : Hag e kemeras Samouel ur c’hornad eoul hag ec’h eoulias David dirak e vreudeur. Hag e strinkas Spered an Aotrou war David adalek an deiz-se ha da c’houde. Hag e savas Samouel hag ez eas da Rama.

L’Esprit du Seigneur se détourna de Saül, et un esprit mauvais, envoyé par le Seigneur, se mit à le tourmenter. 1S 16, 14 : Ha Spered Doue a zistroas digant Saoul, hag e voe trubuilhet gant ur spered fall a-berzh an Aotrou.

Les serviteurs de Saül lui dirent : « Voici qu’un mauvais esprit de Dieu te tourmente. 1S 16, 15 : Hag e lavaras servijerien Saoul dezhañ : "Setu ur spered fall a-berzh Doue ouzh da drubuilhañ.

Un seul mot de notre maître, et les serviteurs qui sont devant toi chercheront un bon joueur de cithare ; ainsi, quand un mauvais esprit de Dieu viendra sur toi, cet homme jouera de son instrument, et cela te fera du bien. » 1S 16, 16 : Ma lavar hon aotrou, da servijerien a zo dirazout, a glasko un den o c’houzout c’hoari gant an delenn, ha pa vezo warnout ar spered fall-se a-berzh Doue, e c’hoario gant e zorn hag ez ay gwelloc’h ganit".

Saül répondit à ses serviteurs : « Voyez donc s’il n’y a pas pour moi un homme qui soit un bon musicien, et amenez-le-moi. » 1S 16, 17 : Hag e lavaras Saoul d’e servijerien : "Gwelit eta un den mat da c’hoari ha degasit-eñ davedon".

L’un des garçons prit la parole et dit : « J’ai vu, justement, un fils de Jessé, de Bethléem, qui sait jouer. C’est un homme de valeur, un vaillant guerrier ; il parle avec intelligence ; c’est un bel homme et le Seigneur est avec lui ! » 1S 16, 18 : Hag e respontas unan eus ar baotred o lavarout : "Ac’hanta ! gwelet em eus ur mab da Jese e Betlehem, hag a oar c’hoari, hag a zo ur paotr kadarn, un den a vrezel, a gompren an traoù, a zo un den a-zoare, hag an Aotrou a zo gantañ".

Alors Saül envoya à Jessé des messagers pour lui dire : « Envoie-moi ton fils David, qui est avec le troupeau. » 1S 16, 19 : Hag e kasas Saoul kannaded da Jese da lavarout : "Kas davedon David, da vab, a zo gant an deñved".

Jessé prit un âne qu’il chargea de pains, ainsi qu’une outre de vin et un chevreau, et il envoya son fils David les porter à Saül. 1S 16, 20 : Hag e kemeras Jese un azen gant bara, ur c’hroc’henad gwin, ur menn-gavr, hag o c’hasas, dre Zavid, e vab, da Saoul.

David arriva auprès de Saül et se tint à sa disposition. Saül aima beaucoup David qui devint son écuyer. 1S 16, 21 : Hag ez erruas David e ti Saoul, hag en em zalc’has dirazañ ha karet e voe gantañ meurbet ; hag e voe e zouger-armoù.

Saül envoya dire à Jessé : « Que David se tienne donc à ma disposition, car il a trouvé grâce à mes yeux. » 1S 16, 22 : Hag e kasas Saoul unan davet Jese, da lavarout : "Ra chomo David ganin ! Kavout a ra gras ouzh va daoulagad".

Ainsi, lorsque l’Esprit de Dieu venait sur Saül, David prenait la cithare et en jouait. Alors Saül se calmait et se trouvait bien : l’esprit mauvais s’écartait de lui. 1S 16, 23 : Ha pa veze ar spered fall a-berzh Doue war Saoul, e kemere David an delenn, hag e c’hoarie gant e zorn, hag e frealze Saoul, a veze gwelloc’h ; hag e tistroe diwarnañ ar spered fall.