Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant kozh » Levr kentañ Samouel » Pennad 3

Levr kentañ Samouel - Pennad 3

Levr : Levr kentañ Samouel
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31

Pennad 3



Le jeune Samuel assurait le service du Seigneur en présence du prêtre Éli. La parole du Seigneur était rare en ces jours-là, et la vision, peu répandue. 1S 3, 1 : Ar paotrig Samouel a servije an Aotrou dirak Eli. Ha komz an Aotrou a oa dibaot en deizioù-se : ne oa ket stank ar gweledigezhioù.

Un jour, Éli était couché à sa place habituelle – sa vue avait baissé et il ne pouvait plus bien voir. 1S 3, 2 : Ha setu, un deiz ma oa Eli o kousket en e lec’h, - e zaoulagad a oa krog da deñvalaat ha n’halle ken gwelout, -

La lampe de Dieu n’était pas encore éteinte. Samuel était couché dans le temple du Seigneur, où se trouvait l’arche de Dieu. 1S 3, 3 : lamp Doue ne oa ket c’hoazh mouget, ha Samouel a gouske e Templ an Aotrou, e-lec’h ma oa Arc’h an Aotrou.

Le Seigneur appela Samuel, qui répondit : « Me voici ! » 1S 3, 4 : Hag e c’halvas an Aotrou Samouel, a lavaras : "Setu me !"

Il courut vers le prêtre Éli, et il dit : « Tu m’as appelé, me voici. » Éli répondit : « Je n’ai pas appelé. Retourne te coucher. » L’enfant alla se coucher. 1S 3, 5 : Hag e redas davet Eli en ur lavarout : "Setu me, peogwir ec’h eus galvet ac’hanon". Hag hemañ da lavarout : "N’em eus ket galvet ac’hanout ; kae en-dro da gousket !" Hag ez eas da gousket.

De nouveau, le Seigneur appela Samuel. Et Samuel se leva. Il alla auprès d’Éli, et il dit : « Tu m’as appelé, me voici. » Éli répondit : « Je n’ai pas appelé, mon fils. Retourne te coucher. » 1S 3, 6 : Hag ec’h adkrogas an Aotrou da c’hervel, c’hoazh, Samouel. Hag e savas Samouel, hag ez eas da gaout Eli en ur lavarout : "Setu me, peogwir ec’h eus va galvet". Hag e lavaras : "N’em eus ket da c’halvet, va mab, kae en-dro da gousket !"

Samuel ne connaissait pas encore le Seigneur, et la parole du Seigneur ne lui avait pas encore été révélée. 1S 3, 7 : Ha Samouel n’anaveze ket c’hoazh an Aotrou, ne oa ket c’hoazh anat dezhañ komz an Aotrou.

De nouveau, le Seigneur appela Samuel. Celui-ci se leva. Il alla auprès d’Éli, et il dit : « Tu m’as appelé, me voici. » Alors Éli comprit que c’était le Seigneur qui appelait l’enfant, 1S 3, 8 : Hag ec’h adkrogas an Aotrou da c’hervel Samouel un deirvet gwech. Hag e savas hag ez eas davet Eli hag e lavaras : "Setu me, peogwir am galvez". Hag e komprenas Eli e oa an Aotrou o c’hervel ar c’hrennard.

et il lui dit : « Va te recoucher, et s’il t’appelle, tu diras : “Parle, Seigneur, ton serviteur écoute.” » Samuel alla se recoucher à sa place habituelle. 1S 3, 9 : Hag e lavaras Eli da Samouel : "Kae da gousket, ha ma vez huchet warnout e lavari : Komzit, Aotrou, selaou a ra da servijer". Hag ez eas Samouel da gousket en e lec’h.

Le Seigneur vint, il se tenait là et il appela comme les autres fois : « Samuel ! Samuel ! » Et Samuel répondit : « Parle, ton serviteur écoute. » 1S 3, 10 : Hag e teuas an Aotrou, hag en em zalc’has eno, hag e huchas evel bewech : "Samouel ! Samouel !" Hag e lavaras Samouel : "Komzit, rak selaou a ra da servijer".

Le Seigneur dit à Samuel : « Voici que je vais accomplir une chose en Israël à faire tinter les deux oreilles de qui l’apprendra. 1S 3, 11 : Hag e lavaras an Aotrou da Samouel : "Ez an d’ober un dra en Israel : neb a glevo, e tinto e zivskouarn.

Ce jour-là, je réaliserai contre Éli toutes les paroles prononcées au sujet de sa maison, du début à la fin. 1S 3, 12 : En deiz-se e sevenin enep Eli kement am eus lavaret war e diegezh, eus an deroù d’an dibenn.

Je lui ai annoncé que j’allais juger sa maison pour toujours, à cause de cette faute : sachant que ses fils méprisaient Dieu, il ne les a pas repris ! 1S 3, 13 : Kemennet em eus dezhañ e varnfen e diegezh da viken, abalamour d’ar pec’hed a oar, rak vil e ra e vibien, ha ne c’hourdrouz ket anezho.

Voilà pourquoi, je le jure à la maison d’Éli : ni sacrifice, ni offrande, rien ne pourra jamais effacer la faute de la maison d’Éli. » 1S 3, 14 : Setu perak em eus touet da diegezh Eli ne vefe ket pardonet pec’hed tiegezh Eli dre aberzhoù na profadennoù, biken".

Samuel resta couché jusqu’au matin, puis il ouvrit les portes de la Maison du Seigneur. Mais Samuel craignait de rapporter à Éli la vision. 1S 3, 15 : Hag e kouskas Samouel betek ar beure, hag e tigoras dorojoù Templ an Aotrou. Ha Samouel en devoa aon da gontañ ar weledigezh da Eli.

Éli appela Samuel et dit : « Samuel, mon fils ! » Il répondit : « Me voici. » 1S 3, 16 : Hag e c’halvas Eli Samouel, hag e lavaras : "Samouel, va mab !" Hag e lavaras hemañ : "Setu me !"

Éli ajouta : « Quelle est la parole qu’il t’a adressée ? Ne me la cache pas, je t’en prie. Que Dieu amène le malheur sur toi, et pire encore, si tu me caches le moindre mot de toute la parole qu’il t’a adressée ! » 1S 3, 17 : Hag e lavaras : "Petra en deus lavaret dit ? N’e guzh ket ouzhin. Evel-hen e ray dit Doue hag evel-hont ouzhpenn ma kuzhez ouzhin un dra bennak a gement en deus lavaret dit".

Samuel lui rapporta toutes les paroles sans rien lui cacher. Alors Éli déclara : « C’est le Seigneur. Qu’il fasse ce qui est bon à ses yeux ! » 1S 3, 18 : Hag e kontas dezhañ Samouel kement tra, hep kuzhat outañ. Hag hemañ da lavarout : "An Aotrou eo ! Ar pezh a vo mat ouzh e zaoulagad a raio !"

Samuel grandit. Le Seigneur était avec lui, et il ne laissa aucune de ses paroles sans effet. 1S 3, 19 : Hag e kreske Samouel, hag an Aotrou a oa gantañ, ha ne leze da gouezhañ hini ebet eus e gomzoù d’an douar.

Tout Israël, depuis Dane jusqu’à Bershéba, reconnut que Samuel était vraiment un prophète du Seigneur. 1S 3, 20 : Hag e ouezas Israel a-bezh, adalek Dan betek Bersabea, e oa evit gwir Samouel profed an Aotrou.

Le Seigneur continua de se manifester dans le temple de Silo, car c’est à Silo que le Seigneur se révélait par sa parole à Samuel. 1S 3, 21 : Hag ec’h adkrogas an Aotrou da ’n em ziskouez e Silo. En em ziskuliañ a rae an Aotrou da Samouel e Silo, hag eno e komze an Aotrou, hag e voe komz Samouel evit Israel a-bezh.