Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant kozh » Levr Daniel » Pennad 10

Levr Daniel - Pennad 10

Levr : Levr Daniel
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14

Pennad 10



La troisième année du règne de Cyrus, roi de Perse, une parole fut révélée à Daniel, surnommé Beltassar : parole vraie et grand combat. Il comprit la parole : la compréhension lui vint dans une vision. Dn 10, 1 : D’an trede bloaz ma oa Kirus roue war Baras e voe diskuliet un dra da Zaniel a oa bet lesanvet Baltasar. "Gwirionez" hag "emgann bras" e oa an dra-se. Teurel a reas evezh ouzh ar gomz ha dougen pled ouzh ar weledigezh.

En ces jours-là, moi, Daniel, je portai le deuil pendant trois semaines entières. Dn 10, 2 : En deizioù-se, me Daniel, a voe e kañv e-pad teir sizhunvezh.

Je ne mangeai pas de nourriture agréable ; ni viande ni vin ne passèrent par ma bouche, je m’abstins de tout parfum jusqu’au terme de ces trois semaines. Dn 10, 3 : Ne zebren netra saourus ; na kig na gwin n’antrejont em genou ; nag eouliañ va c’horf ne ris kennebeut-all, ken na voe tremenet an teir sizhunvezh.

Et le vingt-quatrième jour du premier mois, étant au bord du grand fleuve, le Tigre, Dn 10, 4 : D’ar pevare deiz war-n-ugent eus ar Miz kentañ, edon war ribl ar stêr vras Tigris,

je levai les yeux et regardai. Voici : il y avait un homme vêtu de lin, qui portait une ceinture d’or pur autour des reins ; Dn 10, 5 : hag o vezañ savet va daoulagad, setu ar pezh a welis : un den e dilhad lin, ouzh e dargreiz ur gouriz aour Oufaz,

son corps était comme de la chrysolithe, son visage comme un éclair, ses yeux comme des torches de feu, ses bras et ses jambes avaient l’éclat du bronze poli, et le son de ses paroles était comme la rumeur d’une multitude. Dn 10, 6 : heñvel e gorf ouzh maen-aour, e zremm evel luc’hed, e zaoulagad, evel flamm-tan, ken skedus e zivrec’h hag e dreid ha ma-z eo arem lufr ; ha ken kreñv e vouezh, pa gomze, ha trouz un engroez-tud.

Moi seul, Daniel, je vis cette apparition. Les hommes qui étaient avec moi ne voyaient pas l’apparition, mais une grande terreur s’abattit sur eux, et ils s’enfuirent pour se cacher. Dn 10, 7 : Ne oa nemedon-me, Daniel, a wele ar weledigezh : ar re a oa ganin ne welent ket ar weledigezh, met ar c’hren a grogas enno hag e klaskjont tec’hout da guzhat.

Je demeurai donc seul et regardai cette apparition impressionnante. J’étais sans force aucune, mes traits bouleversés se décomposèrent, ma force m’abandonna. Dn 10, 8 : Va-unan e chomis eta da sellout ouzh ar weledigezh-veur-se, ha me dinerzhet, distronket, distroadet hag aet va nerzh diganin.

J’entendis le bruit de ses paroles, et lorsque je l’entendis, je fus pris de torpeur et tombai face contre terre. Dn 10, 9 : Hag e klevis e vouezh o komz ; hag evel ma kleven e vouezh o komz, e kouezhen bastet war va genou, va dremm ouzh an douar ;

Alors une main me toucha et me redressa sur les genoux et les paumes de mes mains. Dn 10, 10 : ha setu un dorn o stekiñ ouzhin d’ober din sevel o trabidellañ war bennoù va daoulin ha war balvoù va daouarn,

Il me dit : « Daniel, homme aimé de Dieu, comprends les paroles que je vais te dire, mets-toi debout. Oui, maintenant j’ai été envoyé vers toi. » Tandis qu’il me parlait, je me mis debout en tremblant. Dn 10, 11 : hag eñ da lavarout din : "Daniel, den karet gant Doue ! Kompren ar c’homzoù a lavarin dit ha sav ez sav, rak davedout on kaset en taol-mañ !" Ha lavaret kement-se din, me ha sevel en ur grenañ.

Il me dit : « N’aie pas peur, Daniel. Dès le premier jour où tu as eu à cœur de comprendre et de t’humilier devant ton Dieu, tes paroles ont été entendues : c’est à cause de tes paroles que je suis venu. Dn 10, 12 : Hag e tisklerias din : "N’az pez ket aon, Daniel, rak adalek an deiz kentañ ma lakais da galon da gompren ha da geuziañ dirak da Zoue, ez eo bet selaouet da gomzoù, ha deuet on-me abalamour d’az komzoù !

L’ange du royaume de Perse m’a résisté pendant vingt et un jours, mais Michel, l’un des premiers anges, est venu à mon aide. Moi, je l’ai laissé avec l’ange des rois de Perse. Dn 10, 13 : Hogen Rener rouantelezh Persiz a zo en em savet a-enep din e-pad un deiz war-n-ugent. Ha setu Mikael, unan eus ar bennrenerien, a zo deuet d’am sikour. E lezet em eus e-kichen rouaned Persiz,

Alors, je suis venu pour t’expliquer ce qui arrivera à ton peuple à la fin des jours. Voici une nouvelle vision pour ces jours-là. » Dn 10, 14 : ha deuet on da reiñ dit da gompren ar pezh a c’hoarvezo gant da bobl e dibenn an deizioù, rak ar weledigezh-mañ a zo adarre unan diwar-benn an deizioù-se".

Tandis qu’il me parlait, je me prosternai à terre en silence. Dn 10, 15 : E-keit ha ma lavare din ar c’homzoù-se, e stouen va fenn ouzh an douar hag e chomen dilavar.

Voici comme une forme de fils d’homme qui me toucha les lèvres. J’ouvris la bouche et parlai. Je dis à celui qui était devant moi : « Mon seigneur, à cause de l’apparition, l’angoisse me submerge et ma force m’abandonne. Dn 10, 16 : Ha setu unan, heñvel ouzh ur mab-den, o stekiñ ouzh va muzelloù, ma tigoris va genou ha ma komzis, ha ma lavaris d’an hini a oa en e sav dirazon : "Va Aotrou ! Gant ar weledigezh-se ez eo kouezhet an enkrez warnon hag em eus kollet va nerzh !

Comment le serviteur de mon seigneur pourra-t-il parler avec toi, mon seigneur, alors que je n’ai plus de force, et qu’il ne me reste pas de souffle ? » Dn 10, 17 : Penaos e c’hellfe servijer va Aotrou, komz ouzh va Aotrou a zo aze bremañ pa n’em eus ken a nerzh, nag anal zoken n’eus ket chomet ennon.

Celui qui avait l’apparence d’un homme me toucha de nouveau et me réconforta. Dn 10, 18 : Hag e stokas adarre ouzhin an hini a oa heñvel ouzh un den, hag eñ am c’hennerzhas

Il me dit : « N’aie pas peur, homme aimé de Dieu ! La paix soit avec toi ! Sois très fort ! » Tandis qu’il parlait, je repris des forces et dis : « Que mon seigneur parle, car tu m’as rendu la force. » Dn 10, 19 : en ur lavarout : "N’az pez ket aon, den karadek da Zoue ! Bez e peoc’h ha kemer kalon !" Kerkent ha m’en devoe komzet ouzhin, e voen kennerzhet hag e lavaris : "Ra gomzo va Aotrou ! Rak va c’hennerzhet ec’h eus !"

Il dit : « Sais-tu pourquoi je suis venu vers toi ? Maintenant, je vais retourner combattre l’ange de la Perse. À l’issue de ce combat, l’ange de la Grèce viendra. Dn 10, 20 : Hag e lavaras : "Ha gouzout a rez perak ez on deuet davedout ? Emaon adarre o vont d’ober brezel da Briñs Persiz ; met pa’m bo echu gant-se e teuio rener Hellas.

Personne ne me prête main-forte contre ceux-ci, sauf Michel, votre ange. Mais je t’annonce ce qui est inscrit dans le livre de vérité. Dn 10, 21 : Met diskleriañ a ran dit ar pezh a zo skrivet e Levr ar Wirionez : N’eus nikun a-du ganin enep ar re-se, nemet Mikael, ho priñs-c’hwi.